Pladenn Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz. Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet a reer warni ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h). An taolennadur koshañ eus bolz an oabl e vefe.
Kavet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù. Er penn kentañ e soñje da henonourien zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar C'harbon-14. Kavet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù AlpoùAostria a servije e-pad oadvezh an Arem.
Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. Ganto e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.
A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel an Europeaned en oadvezh an Arem. Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved kt JK evit kaout un diskouezadur ken splann.
War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, tamm-ha-tamm, ha tremen 87 000 pennad zo bremañ. Er 81vet renk emaomp bremañ e-touez ar raktresoù Wikipedia [1] evit an niver a bennadoù, etre ar belaruseg hag ar malayalameg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp en 83vet plas [2], etre ar c'hurdeg sorani hag ar woueg. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni[3], evel nerzh pe hormon ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 35 evit ar mare).
Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !
A bep seurt
A bep seurt
Porched ar gumuniezh (Amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout, hag alioù ha skoazell evit kregiñ ganti)