7,62 × 39 mm M43
Ar 7,62 × 39 mm M43 (evit ar bloavezh 1943) zo ur munision soviedel savet da gentañ evit ar garabinenn SKS.
7,62 × 39 mm M43 | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù 5,45 × 39 mm M74, 5,56 × 45 mm NATO, 7.62 × 39 mm M43, 7,62 × 51 mm NATO ha 7,62 × 54 mm R | |
Doare | |
Kalibr | 7,62 mm |
Doare korf an douilhez | kreuzenn, bottleneck |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | URSS |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,85 mm - 7,92 mm |
Ø trogleuziñ | 7,62 mm |
Ø kolier | 8,60 mm |
Ø skoaz | 10,70 mm |
Ø korf an douilhez | 11,35 mm |
Ø strad | 11,35 mm |
Tevder ar strad | 1,50 mm |
Hirder an douilhez | 38,70 mm |
Hirder ar gartouchenn | 56 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7,9 g - 10 g |
Tizh mont e-maez V0 | 641 - 738 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2 056 - 2 179 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Implijet kalz eo er bed a-bezh abaoe ar bloavezhioù 1950 abalamour dezhañ bezañ tennet gant ar fuzuilhoù-arsailh AK-47. Uheloc'h eo e c'halloud-toullañ evit hini ar munisionoù 5,56 x 45 mm broioù AFNA pe ar c'hartouchennoù soviedel 5,45 × 39 mm M74 abalamour d'e voled gwisket gant dir. An danvez-se a oa bet dibabet evit abegoù ekonomikel da gentañ.
Armoù kambret e 7,62 mm M43
kemmañ- Karabinennoù : SKS, VZ 52/57, Rashid, Karabiner S. ;
- Fuzuilhoù-arsailh : AK-47/AKM-59 hag o c'hopiennoù, Sa Vz 58, RK 62, M4-WAC-47
- Fuzuilhoù-mindrailher / Mindrailherezioù : Kalachnikov RPK, RPD hag o c'hopiennoù.
Daveennoù
kemmañ- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP