Al-Andalus (arabeg : الأندلس ; spagnoleg : Al-Ándalus ; portugaleg : al-Ândalus) zo bet ur vro e ledenez Iberia a oa dindan veli vuzulman er Grennamzer e-pad 781 bloaz etre ar bloazioù 711 ha 1492.
Andalouzia hiziv, ur gumuniezh emren e Spagn, ne voe nemet un darn vihan eus ar vro-se pa oa en he brasañ.

Granada Granada


Kalifiezh Córdoba war-dro ar bloaz 1000

Al-Ándalus
en arabeg

Divogalenn

Vogalennet

Alouberezh ha trevadennerezh ar vro gant ar Verbered a voe ken trumm ma voent dic'hortoz, ha klotañ a rejont gant emled ha kresk ar bed muzulman.
Al-Andalus a zeuas da vout un oaled a sevenadur uhel en Europa ar Grennamzer .

Aloubadeg

kemmañ

Etre 711 ha 715 e voe aloubet ledenez Iberia gant jeneraled ar C'halif Omeyad.

D'ar 27 a viz Ebrel 711 e tilestras Táriq ibn Ziyad, letanant gouarnour Tanger ha Musa ibn Nusair, gouarnour Afriqiya gant un armead 9 000 den. Tri miz goude, d'an 19 a viz Gouhere, e voent trec'h war ar Vizigoted, hag o roue Roderico a varvas en Emgann Guadalete.
Trevadennet buan e voe kreisteiz al ledenez gant tud deuet eus Norzhafrika.

  NODES
Note 1