Bernd Andreas Baader (ganet d'ar 6 a viz Mae 1943 e München, ha marvet d'an 18 a viz Here 1977 e Stuttgart) a oa ezel ha penn an aozadur stourm alaman: RAF « Tuad an Arme Ruz» (Rote Armee Faktion), lezanvet ivez «Bandenn Baader» ). Empleget int bet e-barzh 5 gwalldaol gant danvez-tarzh e-pad ar bloavezh 1972. Arzet e oa bet ar bloaz-se, hevelep prantad e oa bet lakaet en toull-bac'h e vignonez ha kendiazerez ar RAF, Gudrun Ensslin, ha Jan-Carl Raspe. Erfin e oant bet adkavet marv pep hini en e log, pezh en doa lakaet ar vezeien lezennel da soñjal en un emlazh a-stroll.

Buhezskrid

kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

En ur vro daouhanteret goude an Eil Brezel en deus kresket Andreas Baader. E ti e vamm-gozh e veve e-pad bloavezhioù kentañ e vuhez, ha war lerc'h, en un tiegezh kompozet gant 3 flac'h : e vamm, e vamm-gozh hag e voereb. En e prantad skoliata, e oa bet skarzhet diouzh meur a skol. Tremen a reas e yaouankiz hep an tad, hag hervez an istorourien e oa aet diwar wel Berndt Phillipp Baader e 1945, e-doug ar brezel. Aet e oa Andreas kuit eus München evit erruout e Berlin hag eñ 'n em deurel war leurenn an tu-kleiz pellañ, o c'houzout en doa bevet dija a bep seurt avanturioù ha gwall droioù, en e grenardiezh (meur a dellgastis-bleniañ noa bet koulz war an hent ha toulladoù kudennoù all). Torfedoùigoù bihan en doa itriket : laerezh kirri, falsañ paperoù.

Pa oa Baader yaouank e oa koulz lâret an den nemetañ a vage fiziañs ennañ e eontr, hemañ a oa koroller hag aktour, anveet Michael Kroecher, e-pad pell e viras darempred mat gantañ.

Ar sorc'henn da stourm

kemmañ

Lies e oa oberezhioù Baader (da skouer eo bet mankin evit kazetennoù heñvelreizhiad). E-pad e vloavezhioù e Berlin, en deus bet labouret war chanterioù evit sevel tiez, hep ober berzh, labouret en deus ivez evel kazetenner evit keleier «à sensations». Dedenet e oa ivez gant al lennegezh hag ar prederouriezh.

E miz Mae 1967 e oa bet un tangwall e Brusel barzh ur gourmarc'had, gant 323 den marvet, lidet e veze an darvoud gant ar Kommune 1, o kemmen e oa bet un darvoud enepimpalaerour « Brusel a vo Hanoi » ; pegoulz 'ta e tevo ar gourmac'hadoù e Berlin ivez ? Divizet o doa neuze Baader hag Enslin tremen hep respont dre un arguzennerez verbal, hogen tremen dre oberioù fetis, ober gant ar stourm feulz. An enebiezh a oa savet etre Baader ha paotred ar Kommune 1, a voe pennabeg hervez Bommi Baumann, evit ma yafe Bader da blantañ tan. Ar stourmerien feulsañ a dapo stur an emsav.

D'an 2 a viz ebrel 1968 Baader, Gudrun Ensslin, [[Thorwald Proll] hag Horst Shönlein o doa plantet tan en ur gourmac'had e Frankfourt. An tanioù-gwall-mañ o doa koustet da vihanañ 675 000 D mark, hogen ne oa bet gloazet hini ebet. Abalamour d'an afer-se, d'an 31 a viz Here 1968, e oa bet kondaonet Badder hag e vignonez Gudrun Ensslin evit 3 bloaz toull-bac'h. Da heul un azgoulenn evit klask adwelout e gastiz, e oa bet dieubet Baader hag hemañ da gemer perzh e Frankfourt, gant Ensslin adarre, er c'houlzad Heimkampagne gant ar strollad «enebiezh ouzhpenn-breujoù». D'an ampoent ma ranke distreiñ d'an toull-bac'h e 1969, e tivizas tec'hout kuit diouzh Alamagn ha mont da guzhat e Pariz da gentañ, hag un tremen dre Italia.

E miz meurzh 1970, e tistroas da Berlin gant Ensslin. Hogen flatret e oant bet gant Peter Ubracht, da heul ma oa bet harzet hemañ en ur c'hontroll poliserien. Setu adarre Bader taolet en toull-bac'h en-dro e Tegel. D'ar 14 a viz Mae 1970, memes bloavezh, e oa bet treuzkaset betek ar Greizenn alaman evit ar goulennoù sokial e Berlin, ma oa sañset kaout emgav gant Ulrike Meinhof, evit divizout ha sevel un danvez levr, hogen en gwirionez e oa emdroet en ur seurt hold-up gant armoù, evit dieubiñ anezhañ. E-kerz an dennadeg e voe tizhet ar c'hargad Georg Linke. Devezh an dieubidigezh a glot evit deiziad krouidigezh, an RAF. Ouzhpenn-se e oa ar wech kentañ ma implijent armoù dre dan evit kas o stourm da benn, ha tud gloazet.


Ar RAF

kemmañ

D'ar 5 a viz Vezheven 1970, an destenn « Sav a arme ruz» a zo embannet er gazetenn Agir 883 hag e oa an disklêriadur kefridi ha diazezet ar RAF. En destenn e oa skrivet gêrioù-stur evel : «Kas war-raok stourmoù ar renkadoù – kenaozañ ar broletaerien – Kregiñ er stourm armet – Sevel an arme ruz». O fennaenn a oa dreist-holl, ar stourm-armet ouzh ar stad alaman, lakaet da faskour hervezo rak dindan beli ha kazel-ge an amerikaned, o kas da benn sponterezh ha brezelioù er bed a-bezh, panevet e Vietnam.

Eus miz Even betek miz Eost, Baader, Gudrun Ensslin, Ulrike Meinhof, Horst Mahler, Peter Homann, Brigitte Asdonk hag un daouzek bennak all, oa aet d'ur c'hamp spontourien evit gourdoni, deskiñ ha pleustriñ war an teknikoù brezel, aozet gant ar Fatah, e Sisjordania, evit kaout ur gwir stummadur soudardel, ha bout gouest da embregañ armoù. Emanvet da vestr-meur ar strollad en doa Baader, en ur lakaat berc'h war an izili all, ha kemenn dezho e c'hellfe o lazhañ. Kement a fouge a oa ennañ, ma savas trubuilh gant ar stourmerien palestinian all, ma fellas dezho skarzhañ hemañ diouzh o c'hamp.   

Da gentañ, e sachas Baader hag e strolladig, evezh ar gouarnamant gant o argadoù niverus ouzh an tiez-bank, en ur laerez kirri ha teulioù pouezus, evit gellout bevañ en disgwell, ha splujañ en o donkadur a vuhez kuzh. Arsailhet o doa 3 di-bank diouzh renk, gant 16 ezel ar strollad d'an 29 a viz Gwengolo, hag e oa bet laeret ganto betek 209 000 DM.

E miz Ebrel 1971, e oa bet skignet ur plegfolenn dianv anvet «meizad ar brezel kuzh e kêr». Re 'ni oa evit ar gouarnamant, hag an aotrouniezhoù o doa kroget gant un enklask hag ur furchadeg divent war-lec'h ar RAF, gant ar spi lakaat sezis war kalonenn an 50 ezel, remziad kentañ an RAF.

E-doug mizioù kentañ ar bloavezh 1972, Baader hag e vrigadenn a lako savadurioù arme ar S.U.A. da darzhañ, ha savadurioù publik. Abalamour d'ar 5 gwalldaol sevenet gant bombezenn, e voe lazhet 5 den ha gloazet 30 den.

Baader, Raspe und Meins a voe harzet en o ranndi e Frankfurt am Main d'ar 1añ a viz Even 1972, goude ur pennad ha noa padet 2 eurvezh, gant tennoù diouzh an druilh etre ar polizei hag ar stourmerien. Da heul e voe un hirad a brantad ma voent kaset d'al lezioù barn evit o frosezioù, ha d'an toul-bac'h e Stuttgart-Stammhein, gant ur c'hornad diogellet ispisial evit ar spontourien.

Ar prederour Jean-Paul Sartre en em gavas gant Andreas Baader, d'ar 4 a viz kerzu 1974, en e log e Stuttgart-Stammhein, evit kaozeal diwar-benn stad ar brizonidi en toulloù-bac'h arbennikaet-se, ganto e oa bet deskrivet evel «kel jahinañ dre zigenvez spontus ».

E miz Ebrel 1977, goude 192 devezh prosez e Stammheim, e oa bet kondaonet Andreas Baader da vezañ bac'het betek fin e vuhez, evit ar muntroù en doa sevenet en anv ar "reveulzi".

D'an 13 a viz Here 1977, gant 4 ezel (arab) eus Talbenn ar Bopl evit Dishualded Palestina e voe diheñchet un nijerez 181 Lufthansa, lañset eus Majorka, evit kas ar veajourien betek Frankfurt-am-Main. 81 beajour a voe er skrapadenn. Pennoù ar skraperien a c'houlennas mac'hatañ gant pennadurezioù ar BRD hag ober un eskemm, gourc'hemennet o doa digant pennadurezhioù Alamagn, dieubidigezh an 11 prizoniad eus ar RAF, bac'het e Stammhein, en eskemm d'an 81 beajour. Echuiñ a reas ar c'harr-nij en ur vro all, ha douarañ e Mogadiscio, e bro Somalia. An abadenn a echuas d'an 18 a viz Here, gant emell ur bagad ispisial soudarded alaman. (ur film a zo bet graet evit leurenniñ an darvoud-se)

Hervez an testennoù kefridiel, e oa bet kelaouet Raspe dre ar skingomz, eus titour c'hwitadenn mac'hatadenn ar balestinianed, hag en doa komzet ouzh Baader, Ensslin ha Irmgard Möller, evit kenurzhiañ ur pakt emlazh a-stroll. Diouzh ar beure e oa bet adkavet marv, Baader ha Raspe en o logel bep ur boled en empenn, Ensslin a oa bet adkavet krouget, ha Möller kavet 4 taol kontell en e gof.[Irmgard Möller|Möller]] a chomo bev.

Filmoù ha levrioù

kemmañ
  • 1978 : Alamagn en diskaramzer, film a-stroll savet gant Alexander Kluge, Rainer Werner Fassbinder ha Volker Schlöndorff.
  • 2002 : Baader, film alaman savet gant Christopher Roth.
  • 2006 : Engroez, Genoù, Armoù (Des foules, des bouches, des armes) Levr skrivet gant Alban Lefranc a-zivout Baader, Ensslin ha Vesper (he mignon kentañ dezhi).
  • 2008 : Bandenn Baader (Der Baader Meinhof Komplex), film alaman savet gant Uli Edel.
  • 2011 : Piv, nemedomp (Wer wenn nicht wir) film alaman savet gant Andres Veiel.
  NODES
mac 4
Note 1
os 3