Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Un identelezh (pe stad-den) revel eo an arallrevelezh o tennañ d'un den hag a en em sant dedennet ez-reizhel ha/pe ez-karantezel gant tud eus ar rev disheñvel diouzh e/hec'h hini. Un doare unrevelezh an hini o neuze.

Arallrevelezh
Tuadur reizhel
Iskevrennad eusUnrevelezh Kemmañ
Anvet diwarhetero-, sexuality Kemmañ
Hashtagheterosexual Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel an arallrevelezh Kemmañ
Implijet gantheterosexual Kemmañ
Stumm benel an dikedennhétera Kemmañ
Arouezenn Unicode Kemmañ
Enebet ouzhnon-heterosexuality, heñvelrevelezh Kemmañ

Krouet e oa bet an nevezc'her heterosexuel nebeut war-lerc'h ma oa bet krouet an termen homosexuell ha diwar an hevelep patrom oc'h implijout ar rakger latin hetero- ("arall"). Implijet e oa bet an termen heterosexuel evit ar wezh kentañ dre skrid e 1869.

En un doare ledan ez eo hennezh identelezh revel an darn vrasañ eus an dud dre ar bed. Mar seller pishoc'h avat, o tiskontañ an holl dud hag a lârfe int arallrevel met o devez pratikoù reizhel gant tud eus an hevelep rev ur wezh dre vare e tiskenn kalz an niver a dud hag a vefe arallrevel da vat.


Gwelet ivez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
  NODES
Note 1