Ariadne (Ἀριάδνη Ariádnê en henc'hresianeg) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae e mojennoù Henc'hres.
Ur ribitailh bugale o doa bet he zud. C'hoar e oa enta da C'hlaokos, Katreüs, Androgeos, Akakallis, Deukalion, Faidra ha Ksenodike. Hanterc'hoar e oa d'ar Minotaor ivez.

Ariadne, hervez Sebastiano Ricci
Kyliks gant al livour Aison (war-dro 425–410 kt JK) ma tiskar Theseüs ar Minotaor e-kichen un templ
Tresadenn an delwenn Ariadne auf dem Panther gant Johann Heinrich Dannecker

Stag eo hec'h anv *ouzh an Theseüs, en em gannas ouzh ar Minotaor, hag ouzh anv an doue Dionysos, tad he bugale-hi.

Mojennoù Ariadne

kemmañ

Ariadne ha Theseüs

kemmañ

Sikour a reas ar merc'hetaer Theseüs da gavout dor ar milendall da vont d'ober e stal d'ar Minotaor. Prometiñ dimeziñ ganti a reas an haroz, ha mont da zibunañ ur bolotenn roet ganti bep ma'z ae dre ribouloù ar milendall. Met ur wezh lazhet ar Minotaor e voe dilezet Ariadne gant an haroz, a blije dezhañ Faidra muioc'h evit he c'hoar, war enez Dia, a vez kemeret alies evit Naksos.

Ariadne ha Dionysos

kemmañ
 
An doue Dionysos o vambochat, hag Ariadne war e varlenn. Arz gresian-bouddhaek eus Gandhara, IIIe kantved kt JK

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Tremen a reas Dionysos dre an enez ha kavout Ariadne en ur morad daeloù. Ken fromet e oa gant he glac'har ma kasas anezhi gantañ betek Lemnos. Frealziñ a reas anezhi ha chom a rejont asambles.
Meur a vugel a voe ganet ganti, en o zouez Keramos, Thoas, Oinopion, Eurymedon, Flias, Preparathos ha Stafylos.

Hervez hengounioù all e vije marvet gant ar glac'har war an enezenn pe e vije bet lazhet gant Artemis war goulenn Dionysos, e Dia. En Ilias Homeros e kaver an hengoun-se.

Adkemeret eo bet gant Racine en e werzennoù brudet :

« Ariane, ma sœur, de quel amour blessée
Vous mourûtes aux bords où vous fûtes laissée ! »[1]

Hervez un hengoun all e vije bet disoñjet gant Theseüs sammañ anezhi e bourzh e lestr, hag abalamour da se e vije bet disoñjet gantañ cheñch gouelioù e vag. Dleet e vije bet dezhañ lakaat gouelioù gwenn evit diskouez e oa bet trec'h. Sevel a reas ur vorennn en-dro d'ar vag a guzhas anezhañ hag a drevarias spered e spered. Kaset e oa ar c'hastiz-se dezhañ gant an doueed en abeg d'e drubarerezh. Ar roue Aigaios, tad an haroz, a oa o c'hortoz distro ar vag war devenn Aten. Pa welas ar gouelioù du, sin a gañv, e kredas e oa marvet e vab hag en em daolas war e benn er mor.

Hag un doueez e vije bet Ariadne ?

kemmañ

Hervez Karl Kerenyi e vije bet Ariadne unan eus doueezed ar frouezhusted e Kreta, hag azeulet e veze e Naksos, Delos, Kiprenez hag Aten. Koulskoude e voe ankouaet hec'h orin doueel.[2]

Orinoù minoean Ariadne

kemmañ

Ar vitologiezh c'hresian ne ra ket anv eus ar fed e vije un itron mestrez war ar milendall e Kreta. Gwir eo e oa tremenet kantvedoù abaoe. Un dablezenn skrivet er skritur linennek B, kavet e Knosos, a zanevell koulskoude ur prof "mel evit an holl zoueed ; mel evit mestrez ar milendall". An holl zoueed a-gevret a reseve kement a vel ha mestrez ar milendall hec'h-unan. A-hervez e tlee bezañ un doueez pouezus-kenañ.[2]

Marteze eo an itron-se a adkaver en Ariadne. En Ilias Homeros e lavarer marteze e oa bet ar milendall ul leurenn-dañs a oa bet graet evit Ariadne kentoc'h eget Minos. E-touez an tresoù engravet gant Hefaistos war skoed nevez Akilleüs, unan eus an traoù diskouezet a oa ul leurenn-dañs "evel an hini treset gant Daidalos e kêr ec'hon Knosos evit Ariadne he rodelloù koant". Taolennet e oa ar "milendall dañs" zoken war ar skoed, "ma tañse warnañ gwerc'hezed en oad da zimeziñ ha paotred yaouank gant dorn an eil war arzorn egile . . . o treiñ ken distroñs war o zreid mibin ha turgn ar poder . . . hag e tañsent eno a-linennoù evit kejañ an eil re gant ar re all."[3]

Anv-badez

kemmañ

Un anv-badez saoznek hag alamanek eo Ariadne.

Ariadne en arzoù

kemmañ

Sonerezh

kemmañ

Lennegezh

kemmañ

Kizellerezh

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Kerenyi, Karl 1976. Dionysos: Archetypal Image of Indestructible Life, ha dreist pep tra al lodenn I.iii «The Cretan core of the Dionysos myth» (Princeton University Press, Princeton)
  • Ruck, Carl A.P. ha Staples, Danny, 1994. The World of Classical Myth. (Carolina Academic Press, Durham)

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ

[[Daveoù}}]]

  1. (Phèdre, I, 3)
  2. 2,0 ha2,1 Kerenyi 1976
  3. Ilias xviii.590–593
  NODES
chat 1
Note 3