Tsahal (צה"ל) eo teskanv boas צבא ההגנה לישראל‎ Tzva HaHagana LeYisra'el (Arme Difenn Israel) evit ober anv eus arme Stad Israel.

Tsahal
nerzhioù lu
Rann eusnerzhioù surentez Israel Kemmañ
Deiziad krouiñ26 Mae 1948 Kemmañ
LealdedIsrael Kemmañ
Anv ofisielצבא הגנה לישראל Kemmañ
Anv er yezh a orinצבא הגנה לישראל Kemmañ
Anv berrצה"ל, IDF Kemmañ
Vocalized nameצְבָא הַהֲגָנָה לְיִשְׂרָאֵל Kemmañ
Den e penn an aozadurChief of the General Staff Kemmañ
PrezidantHerzi Halevi Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
Aozadur mammMinistrerezh Difenn Israel Kemmañ
IsaozadurIsraeli Air Force, Israeli Navy, Israeli Ground Forces Kemmañ
Sez sokialHaKirya Kemmañ
Erlec'hiañ a raHaganah, Irgun, Lehi Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.idf.il, https://www.idf.il/en, https://www.idf.il/ar, https://www.idf.il/fr, https://www.idf.il/es Kemmañ
Istorhistory of the Israel Defense Forces Kemmañ
Item operatedlist of equipment of the Israel Defense Forces Kemmañ
Commanded byKentañ Ministr Israel Kemmañ
Roll elfennoùIDF military operations Kemmañ
Banniel Tsahal
Ur soudard eus Tsahal

Dindan an anv-se eo strollet an tirlu, an aerlu, ar morlu hag ar c'hevredigezhioù spierezh israelian. Krouet eo bet d'ar 26 a viz Mae 1948 evit erlec'hiañ an Haganah. Arme Difenn Israel a zo renet gant Penn uhel al Lu, hag a zo dindan urzhioù Ministr an Difenn eus Israel. Dre urzh ar c'hentañ ministr David Ben Gourion e oa bet savet al lu, evit kaout ul lukoñskriv. Ar soudarded kentañ a oa bet o tont eus aozadurioù damsoudardel ar Yishuv: Haganah, an Irgun, hag al Lehi. Savet e oa bet nebeut amzer goude disklêriadur dieubidigezh Israel hag abaoe en deus kemeret perzh en holl stourmadennoù eus ar vro. Dres a-raok skrid-emglev a beoc'h Israel-Egipt 1979 hag Israel-Jordania e 1994, Arme Difenn Israel a oa bet rediet seveniñ un adaozañ a-fed strategel. Ledet war an harzioù ha talbennoù Liban ha Siria evit an norzh, Jordania hag Irak er reter, hag Egipt er su— an ADI a oa bet o lakaat nerzh hag evezh war-zu su Liban hag aloubiñ an tiraidoù Palestinian (Bandenn Gaza ha riblenn Kornôg, gant reter Jeruzalem). E 2000, arme Israel a oa kilet diouzh su Liban hag e 2005 diouzh Gaza. Abaoe e oa kendalc'het stouramdennoù etre Israel hag ar strolladoù armet eus Gaza, dreist-holl Hamas. Goude-se e oa bet, kalz obererezhioù armet war harzoù Israel–Siria abaoe 2011, dre ma oa distabilder er rannvro gant Brezel diabarzh Siria.

Abaoe 1967, an ADI a zo tostaet c'hoazh a-fed surentez ouzh Stadoù-Unanet Amerika, kement war tachennoù an enklask hag an diorroadur armoù, gant strivoù kengred war an F-15I hag ar sistem difenn Arrow, gant lod all. Arme Difenn Israel a vez soñjet da vezañ armet gant armoù nukleel abaoe 1967, istimadurioù a zo e vije perc'henn war 80 betek 400 penn nukleel. Arme Difenn Israel a zalc'h tiriadoù Palestinian lies dre gwaskañ, aozañ un disparti lezennel, ha chom hep doujañ ouzh gwirioù diazez ar Balestinianiz betek chom hep doujañ gwirioù mab-den ar pezh a zegas burutelladennoù lies ha garv eus Israel hag an Arme.

Istor an anv

kemmañ

Ar c'habined israelian en devoa kadarnaet an anv "Nerzhioù Difenn Israel" (hebraeg: צְבָא הַהֲגָנָה לְיִשְׂרָאֵל), Tzva HaHagana LeYisra'el, "an arme evit difenn Israel,". An anv a vije bet tu da gaout a oa Tzva Yisra'el (hebraeg: צְבָא יִשְׂרָאֵל). An anv a oa bet choazet peogwir e oa soñjet e touge ar mennozh e oa an arme o vezañ unan gant ur rol difenn hag an anv a oa ivez oc'h enbarzhiañ an anv Haganah, an aozadur dammsoudardel a-raok a vije eus Stad Israel hag ar soudarded kentañ eus al lu nevez. E-touez enebourien kentañ an anvadur-se e oa bet ar ministr Haim-Moshe Shapira hag ar Strollad Hatzohar, ar re-se o vezañ evit Tzva Yisra'el.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Done 1
Story 1