Arminius
Arminius, pe Armen(16 a-raok JK - 21 goude JK), pe Hermann der Cherusker en alamaneg, a oa ur penn-brezel eus pobl ar Cherusked. Mab e oa da Segimerus, penn ar meuriad.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv ganedigezh | Herman |
Praenomen | Gaius |
Nomen | Julius |
Anv | Gaius Julius Arminius |
Deiziad ganedigezh | 17 BCE |
Lec'h ganedigezh | Weser |
Deiziad ar marv | 21 CE |
Lec'h ar marv | Germania |
Doare mervel | muntr |
Tad | Segimerus |
Breur pe c'hoar | Flavus |
Pried | Thusnelda |
Bugel | Thumelicus |
Gens | Julia gens |
Micher | war chief |
Karg | Penn meuriad |
Statud sokial | Marc'heg |
Grad milourel | praefectus cohortis |
Brezel | emgann Teutoburg, Great Illyrian Revolt, Battle of the Weser River |
Skour lu | Roman army |
Bet erlec'hiet gant | Italicus |
Erlec'hiañ a ra | Segimerus |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel |
Member of Roman tribe | Fabia |
Tribe | Cherusci |
Kaset e voe da Roma ez-vihan evel gouestlad. Distreiñ a reas da C'hermania evel kuzulier ar jeneral roman Varus, met lakaat a reas ar bobl da sevel a-enep ar Romaned.
Gant e arme e tistrujas al lejionoù roman en emgann Teutoburg er bloaz 9.
Hervez Suetonius (Vita Divi Augusti, 23.49) e veze graet gwallhunvreoù gant an impalaer Aogust ma lavare en e gousk:
Vare, Vare, redde mihi legiones meas ! (Varus, Varus, daskor ma lejionoù din!)
Marteze e kaver roud eus Arminius hag e drec'h e mojenn Siegfried, haroz an Nibelungen.
A bep seurt
kemmañKemeret eo bet e anv gant skipailh mell-droad Bielefeld en Alamagn hag a zo Arminia Bielefeld.