Ar bakteri (Bacteria) zo bevedegoù bev unkelligek prokariot, n'o deus ket a nukleüs nag a organelloù. Ar pep brasañ eus ar bakteri o deus ur speurenn kellig glusidek, ar peptidoglikan. Un nebeud mikrometr hirder pe nebeutoc'h eo ar bakteri ha stummoù disheñvel a c'hallont kaout : stumm ur sferenn (klorenn), ur stumm hir pe e stumm bazhoùigoù (bazhell), stumm ur gildroenn. Graet e vez bakteriologiezh eus studi ar bakteri, anezhi ur rann eus ar vikrobiologiezh.

Bakteri
takson
Iskevrennad eusmikroorganeg Kemmañ
Anv skiantelBacteria Kemmañ
Renk taksonomekDamani Kemmañ
Takson uheloc'hBiota Kemmañ
Taxonomic typeBacillus Kemmañ
Deiziad kregiñ3500 million years BCE Kemmañ
Efedkleñved infektus bakteriel, tanijenn skevent bakteriel Kemmañ
Kod anvadurezhkod anvadurezh etrebroadel ar prokarioted Kemmañ
URL LPSNhttps://lpsn.dsmz.de/domain/bacteria Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.wordlift.io/wl01714/entity/bacteria Kemmañ
ID en Thesaurus NCIC14187 Kemmañ

Gallout a reer kavout bakteri e kement seurt metoù zo war an Douar : en douar, en dour dous pe sal pe meizh, en aer, en islonkoù ar morioù, e pluskenn an Douar, war groc'hen hag e-barzh bouzelloù ar vevien. Daou-ugent milion bakteri zo en ur gramm douar hag ur milion en ur mililitrad dour. Pemp gwezh 1030 bakteri a vefe en holl er bed[1]. Ar bakteri o deus ur roll a-bouez bras e kelc'hiadoù biogeokimiek evel kelc'hiad ar c'harbon hag evit stabilaat an azot an aergelc'h.

Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 1012 bakterienn o vevañ war kroc'hen pep den, 1010 a vev er genoù ha 1014 er bouzelloù, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligoù bakteri evit a gelligoù den e korf an dud[2]. Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasañ eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz kleñvedoù evel ar c'holera, an naplez, ar vosenn, ar serk, an dorzhellegezh. Bakteri zo a c'hall degas kudennoù analat pe dreizhañ ha lod all a laka ar goulioù da vinimañ. Gallout a reer ober war-dro ar binimadurioù degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an antibiotikoù a harz outo da vevañ. Ar penisilin da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligoù bakteri da baouez.

Talvoudus-kenañ e c'hall bezañ ar bakteri pa naetaer an dourioù uzet, er gounezvouederezh, evit produiñ yaourt pe fourmaj da skouer, hag evit produerezh greantel ur bern kenaozadoù kimiek.

Ment ha stumm

kemmañ

Ar re vihanañ eus ar boudoù-bev eo ar bakteri : 10 gwech bihanoc'h eget ar c'helligoù eukariotek e vezont hag o hirder a zo peurvuiañ etre 0.5 ha 5.0 mikrometr. Kalz brasoc'h e c'hell bezañ un nebeud a spesadoù :Thiomargarita namibiensis ha Epulopiscium fishelsoni a zo brasoc'h eget 0,5 milimetr[3]. Er genad Mycoplasma emañ ar re bihanañ, dezhe 0,3 mikrometr ar pezh a zo ken bihan hag ar viruz brasañ[4].

Meur a stumm o deus ar bakteri met anavezet a vez dreist-holl daou anezho : Reoù a zo rontek, cocci (sing. coccus, deus ar gresianek kókkos, greun, seed) pe stumm ur vazh bacilli (sing. bacillus, eus al latin baculus, bazh).

 
kok tu kleiz, Spirillum er c'hreiz, bazhig tu dehou.

Framm o c'helligoù

kemmañ
 
Framm ur gellig vakteriel

Kelc'hiet eo kellig ar bakteriennoù gant ur goc'henn blasmek, bez a c'hell bezañ ur pare hag ur volc'henn tro-o-zro. N'o deus ket a organelloù en o sitoplasm ha n'eo ket bevennet o danvez nukleikel. Kement-mañ a laka anezho da vezañ diforc'hiet deus an eukarioted en anv prokarioted.


  1. Whitman W, Coleman D, Wiebe W (1998). "Prokaryotes: the unseen majority". Proc Natl Acad Sci U S A 95 (12): 6578 – 83.
  2. Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud
  3. Schulz H, Jorgensen B (2001). "Big bacteria". Annu Rev Microbiol 55: 105–37. DOI:10.1146/annurev.micro.55.1.105
  4. Robertson J, Gomersall M, Gill P. (1975). "Mycoplasma hominis: growth, reproduction, and isolation of small viable cells". J Bacteriol. 124 (2): 1007–18

Levrlennadur

kemmañ
  • Madigan, M. T., Martinko, J. M. Brock Biology of Microorganisms, 11th Ed. Pearson Prentice Hall, Upper Saddle River, NJ, 2005.
  • Perry J., Staley J., Lory S. Microbiologie. Editions Dunod, 2004.
  • Prescott, L.M., Harley, J.P. Klein, D.A., Microbiologie 2 édition DeBoeck eds, 2003.
  • Singleton P. Bactériologie : Pour la médecine, la biologie et les biotechnologies. Cours, 6 édition, Dunod, 2005.

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1