Bayeux

kumun Bro-C'hall
Bayeux
Bayeux
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Bayeux
Kanton Bayeux
Kod kumun 14047
Kod post 14400
Maer
Amzer gefridi
Patrick Gomont
2014-2026
Etrekumuniezh Bayeux Intercom
Lec'hienn web https://www.bayeux.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 12 754 ann. (2022)[1]
Stankter 1 794 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°16′46″N 0°42′10″W
Uhelderioù bihanañ 32 m — brasañ 67 m
Gorread 7,11 km²

Bayeux zo ur gumun hag ur gêr e departamant gall Calvados. Pennlec'h arondisamant Bayeux ha kanton Bayeux eo.

Douaroniezh

kemmañ
  • War lez ar stêr Aure emañ Bayeux, 28 km ouzh gwalarn Caen.

Stummoù skrivet

kemmañ

Hen-impalaerezh roman

kemmañ
  • Augustodurum (mein-bonn; Taolenn Peutinger)

Impalaerezh roman izel

kemmañ
  • Civitas Baiocassum (Not. Gall.)
  • Civitas Baiocassina (sened-iliz 541; Conc. Gall. II, p. 145, 93)
  • Baiocas (Not. Dign; Fortunatus; sened-iliz 614; pezhioù moneiz)
  • Baiocas (sened-iliz 626/627)

Gerdarzh

kemmañ
  • Dauzat & Rostaing ː (Augustoduro), diwar anv Aogust, impalaer, ha duros, kreñvlec'h. Baiocas, diwar anv ar bobl.

Ardamezhioù

kemmañ

en gul, e leonparzh en aour, leinet gant pennlizherennoù B ha X ivez en aour

Ur skol drouized e vije bet war menez Phaunus[2]. Diasur eo hag Augustodurum e vefe bet kêrben ur civitas da vare hen-impalaerezh roman. Darn a sonj dezho hag e oa staget ouzh hini Aragenua (Vieux), en despet d'ar vin-bonn tro-war-dro[3]. Ausonius (309-394), o skrivañ diwar-benn lec'h ginidig ur c'helener eus Bourdel, Phoebicius ː "Phoebicius ... Beleni aedituus ... stirpe satus druidum gentis Aremoricae" = "Phoebicius ... evezhier templ Belenos ... eus ar ouen drouized Aremoricae"[4]

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Iliz-veur Intron Varia

Bezioù ar C'hommonwealth

kemmañ

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Bayeux Eastern Cemetery

kemmañ
Bro Niver a dud
  Rouantelezh-Unanet 5 (Tirlu)
Hollad 5

Marvet int e miz Even 1944, e-pad an Emgann Normandi[5].

Bered ar C'hommonwealth: Bayeux War Cemetery

kemmañ
 
Bro Niver a soudarded
  Afrika ar Su 1
  Aostralia 17
  Alamagn 466
  Bro-C'hall 3
  Kanada 181
  Italia 2
  Polonia 25
  Rouantelezh-Unanet 3 935
  Tchekoslovakia 2
  Unaniezh Soviedel 7
  Zeland-Nevez 8
Dianav 1
Hollad 4 648

Ur mell bered eo, an hini vrasañ eus beredoù ar C'hommonwealth eus an Eil brezel-bed e Bro-C'hall. 338 milour eus ar C'hommonwealth beziet enni a zo chomet dianv. Ne voe ket emgannoù start e Bayeux. Padal e voe gloazet-grevus pe lazhet kantadoù a soudarded e-doug Dilestradeg Normandi e miz Mezheven 1944 pe en emgannoù start a voe goude evit dieubiñ an Normandi. Degaset e voe bezioù eus al lec'hioù emgann e Normandi, eus an ospitalioù ha korfoù nijourion marvet e Breizh ivez[6].

Emdroadur ar boblañs 1793-2006

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ
  • Ex(s)uperius, sellet evit eskop kentañ Bayeux.
  • Alain Chartier, skrivagner ha barzhn ganet e Bayeux e 1386; aet da Anaon war dro 1458.
  • J. Chartier, breur da Alain, manac'h Sant-Denez, istorour buez Charlez VII, en eus embannet ː les Grandes Chroniques de France, heuliet gant un Histoire de Charles VII, bet moulet e 1476 ha 1493.
  • François de Franquetot, dug Coigny, marichal gall (1670-1759)

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)M.-N. Bouillet ː Dictionnaire universel d'histoire et de géographie. L. Hachette & Cie. Paris. 1863
  • (fr)Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique de noms de lieux en France. Larousse, 1963; Guénégaud, 1978
  • (fr)Nancy Gauthier ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. IX. Province ecclésiastique de Rouen (Lugdunesis Secunda). De Boccard. 1996

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)M.-N. Bouillet, p. 181, bann 2
  3. (fr)Nancy Gauthier, p. 41
  4. (fr)Nancy Gauthier. p. 43-44
  5. (en)Commonwealth War Graves Commission
  6. (en)Commonwealth War Graves Commission
  NODES
Note 3