Ur bezhinaer, pe goumonaer, a zo un den hag a zastum bezhin.

Enez-Sun - Merc'hed o vont da vezhina

Ar vicher gozh-se a veze kavet e Bro-Leon dreist-holl. En eil lodenn eus an XIXvet kantved ha kentañ lodenn eus an XXvet kantved e oa en he fonnusañ. Implijet e veze bigi-bezhina, tost da gant hanter-kant anezho a oa etre 1925 ha 1930.

Dastumet a vez bezhin hiziv an deiz c'hoazh evit strujusaat al liorzhoù pe fardañ bezhin mat da zebriñ. Implijet e vez bigi-bezhina hag a ra gant ur « skoubidou » , da lavaret eo ur c'hrog bras e penn ur mell brec'henn. Tro-dro 2000 e veze dastumet 60 000 tonenn a dali. Lannildud eo porzh bezhina kentañ Europa.

Ar vezhinaerien en arzoù

kemmañ

Gwerz ar vezhinaerien zo ur ganaouenn vrudet savet gant Denez Abernot ha kanet gant ar strollad Storlok.

Livet eo bet ar vezhinaerien vreizhat gant kalzik a livourien.

Gwelet ivez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Bezhinaer er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Levrlennadur

kemmañ
  • Yves-Marie Rudel, Goulven le goémonier, Embannadurioù Colbert, Pariz, 1943, 219 p.
  • Philippe Jacquin, Le Goémonier, Berger-Levrault, dast. « Métiers d'hier et d'aujourd'hui », Pariz, 1980, 115 p. (ISBN 2-7013-0384-2).
  • Pierre Arzel, Les Goémoniers, Le Chasse Marée, Douarnenez, 1987, 305 p. (ISBN 2-903708-05-3).
Pierre Arzel zo bevoniour ar pesketaerezh en IFREMER lec'h ma heul ar bezhina.

Teulfilmoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES