Ar vrennidenn zo ur pezh dilhad a servij da c'holeiñ, da zerc'hel, ha da sevel divvronn ar merc'hed, hag ivez da gaeraat anezho.

Brennidenn laosk, e 2007.
Japanadez en he brennidenn dantelezhet, ment E70
Brennidenn balkonet, graet evit diskouez
Apodesmos
Mastodeton
Maouez gant ur strophium, kenkiz roman Cesale, e Piazza Armerina (Sikilia)

Hiriv an deiz e vez gwerzhet alies war un dro gant pezhioù all, gant ur vragez-dindan peurvuiañ. Ouzhpenn-se ez eus meur a seurt brennidennoù, ha da vihanañ daou seurt: ar re a c'holo hag ar re na reont ket.

Servij a ra ar c'hiz da werzhañ brennidennoù a bep seurt hervez ar vent hag ar pezh a glasker ober ganto.

Stag eo istor dilhad ar merc'hed ouzh o statud er gevredigezh, hag istor ar c'hiz a zispleg penaos e vez gwelet o c'horf gant ar wazed.

Abaoe an Henamzer e vez douget dilhad pe doareoù a bep seurt gant ar merc'hed da zougen o bruched: strophium, mastodeton, senklennoù, korfkennoù, bandennoù. Dindan o sae hir, anvet c'hiton, e veze un doneg lin gant ar merc'hed, ha bandennoù da bakañ o bruched. Evit kuzhat stummoù o c'horf e oa an apodesmos, ur vandenn hir a rae evel ur gouriz dindan o bruched evit e zerc'hel hag a veze douget pe dindan ar c'hiton, stok ouzh o c'hroc'hen eta, pe war-benn. Evit kuzhat o divlez hag o c'hof e raent gant ur zona, ar vandenn a bake o c'hof. Gant ar merc'hed yaouank e veze ur mastodeton, ur seizenn voan a starde ar bruched evit mirout ouzh kresk an divvronn. Maouezed Hellaz a ranke tennañ d'ar wazed muiañ ma c'hallent. Medisined zo a ginnige louzoù da virout ouzh ar bronnoù da zont.

Un doneg pe ur stola a veze gant merc'hed Roma. Dindan e oa evel gant merc'hed Hellaz. Ur zona a oa da guzhat stumm an divlez, paket e oa bruched ar merc'hed yaouank gant un taenia pe ur fascia, pimpatrom heñvel ouzh ar mastodeton. Ar bruchedoù tev a veze gwasket gant ur mamilliare en lêr. Met ar strophium an hini a veze douget ar muiañ, ur roll danvez heñvel ouzh apodesmos Hellaz.

Penaos e voe ijinet ar vrennidenn a vremañ

kemmañ
 
Korfkenn Bien-être

Dizemglev zo diwar-benn pegoulz ha gant piv e voe ijinet ar vrennidenn a anavezomp[1].

 
Corset Bien-être (détail du brevet)

Gerioù

kemmañ
  • Kentañ meneg eus ar « soutien-gorge » gallek zo e-barzh ar Geriadur Larousse e 1904[2] . A-raok hennezh e kaver ar gerioù « gorgerette » pe « maintien-gorge ».
  • E saozneg e kavor ar ger « brassiere », en Oxford English Dictionary adalek 1912, hag ar stumm bihanaat « bra » a vo anavezet er broioù saoznek a-benn 1937.

Piv eo an tad, piv eo ar vamm?

kemmañ

E lin e oa ar c'hentañ brennidennoù, hag adalek ar bloavezhioù 1920 e sidan, mouslin, batist. Er bloavezhioù 1930 e veze graet gant reyon. Tostoc'h e vint adal neuze ouzh pezh a anavezer hiziv, goude ma oant ker-ruz ha diazaz a-walc'h diouzh stummoù a bep ment ar c'horfoù maouezed.

Lec'hioù

kemmañ
 
Garzhad brennidennoù e Zeland-Nevez.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Beatrice Fontanel, Corsets et soutiens-gorge : L'épopée du sein de l'Antiquité à nos jours, La Martinière, 1997 ISBN 2-7324-2354-8
  2. Farid Chenoune, Les dessous de la féminité, Assouline, 1998 (ISBN 2843236878)
  3. Henry S. Lesher, Combined breast pads - Brevet US24033, 1859, Organisation européenne des brevets, sur espacenet.com
  4. (en) Michael Davis, Art of Dress Designing, Global Media, 2007 (ISBN 8190457578)

Liammoù diabarzh

kemmañ
  NODES
Note 3