Brigantes zo anv latin ar bobl vrezhon c'halloudus a oa o chom en hanternoz Enez Vreizh, etre ar stêrioù Humber ha Tyne, er vro zo North Yorkshire ha West Yorkshire hiriv, hag a oa dezho an douaroù brasañ eus an enez. Isurium Brigantum (Aldborough hiriv) e oa o c'hêr-benn en amzer ar Romaned[1]. Amezeien e oant d'ar Votadini, a oa er biz dezho.

Tachenn ar bobl Brigantes en Enez Vreizh.
Ar pobloù kelt en Iwerzhon hervez Ptolemaios, gant Brigantes er c'hreisteiz.
Bro ar Votadini
Bro ar Votadini

N'ouzer ket hag un darempred zo etre Brigantes ha Brigantii an Alpoù, war-dro Bregenz[2].

Keñveriañ a c'haller ivez gant anvioù Briançon (Brigantia, Brigantium) ha gant Bragança, e Portugal[3],[4].

Brigantes a oa ivez e gevred Iwerzhon hervez Klaudios Ptolemaios.

Dont a ra an anv Brigantes (Βρίγαντες e gregach diwar ar wrizienn c'halianek *bhregh- = uhel.[4] a gaver ivez en anv an doueez Brigantia, met n'ouzer ket ha roet e veze an anv Brigantium da lec'hioù zo dre ma oant perc'hennet gant tud uhel, eus an noblañs, pe ma oant e lec'hioù uhel.

E kembraeg a vremañ e kaver ar ger braint hag a dalv kement ha dreistwir, tremenet e brezhoneg evel brient, hag a deu eus ar wrizienn *brigantī. Kar d'an anv brigantes eo ivez ar ger kembraek brenin (roue) (< *brigantīnos); bri 'brud', e gouezeleg Skos brìgh 'galloud ', en iwerzhoneg brí 'startijenn, ster', manaveg bree 'galloud, startijenn' (diwar < *brīg-/brigi-); ar ger brezhonek bre 'tosenn' (< *brigā). Ouzhpenn-se eo heñvel orin an anv Bridget diwar an anv heniwerzhonek Brigit (en iwerzhoneg a vremañ Bríd) hag an anv stêr Brent e Bro-Saoz.

Sed ar stummoù a gaver d'an anv-pobl Brigantes:

  • Seneca, Apocol. XII, 3 : BRIGANTES
  • Juvenal, Sat. XIV, 196 : BRIGANTIUM
  • Tacitus, Agricola, 17, 2 & 31, 5; Annal, XII, 32, 36, 40; Historiae, III, 45 : BRIGANTES
  • Ptol. II, 3, 10 : BRIGANTES
  • A.I 4761 (Iter V) : BRIGANTUM
  • Stephanus Byzantium : BRIGANTAS

Gant Ptolemaios eo bet roet anvioù ar poleis, pe kêrioù, a oa d'ar bobl-mañ :

Anv latin Anv hiziv Kontelezh
Epiacum Alston Northumberland
Vinovium Binchester Durham
Caturactonium Catterick North Yorkshire
Calatum Burrow, Londsdale Lancashire
Isurium Brigantum Aldborough North Yorkshire
Rigodunum Castleshaw Greater Manchester
Olicana Ilkley West Yorkshire
Eboracum York North Yorkshire
Cambodunum Calderdale West Yorkshire

Pa voe aloubet an enez gant ar Romaned, e chomas emren a-walc'h ar Brigantes dindan ar rouanez Cartimandua, a renas etre 50 ha 70. Sujet dezho e oa ar pobloù Carvetii ha Parisii Yorkshire. Pa voe trec'het ar roue brezhon Caratacos, e penn Silured hag Ordovices Kembre, ar jeneral roman Publius Ostorius Scapula, ez eas da glask repu davet Cartimandua, hag a roas anezhañ d'e enebourien.

Pa zispartias a rouanez diouzh he fried Venutios da addimeziñ da Vellocatos e kemeras ar pried kozh penn ur gostezenn Briganted eneproman hag ec'h arsailhas ar Romaned hag o mignoned. Trec'het e voe gant Aulus Didius Gallus.

E 61 e voe gorrekaet aloubadeg an enez gant emsavadeg Boudika, rouanez an Ikened. En 69 ec'h adkrogas Venutios gant e vrezel hag e kemeras lodenn gornôk ar rouantelezh. N'eo nemet dindan ar gouarnour Quintus Petillius Cerialis e voe sujet ar Brigantes, entre 71 ha 74. En 83 e voe echuet an aloubadeg, dindan Agricola, war-bouez Kaledonia, en tu all da moger Antoninus.

En 122, pa gilas an harzoù hanternoz er c'hreisteiz da moger Hadrian, en em gavas lod eus ar Brigantes e-maez domani ar Romaned. En 138 e tigorjont ar voger, met trec'het e voent gant Quintus Lollius Urbicus, a gasas an harzoù en-dro btek moger Antoninus, war-dro 140-1412. Adarre en em savas ar Brigantes en 154-155 ; degaset e voe lejionoù eus Germania, adsavet e voe an urzh roman, ha friket galloud ar Brigantes. En 410 e kuitaas ar Romaned un eneze ha n'hallent ket difenn ken.

Adkemer er sevenadur

kemmañ

Filmoù

kemmañ
  • Er film eus 2010 Centurion e vez heuliet istor an 9vet lejion, dre selloù ar centurio Quintus Dias.
  • Er romant eus 1954 The Eagle of the Ninth gant Rosemary Sutcliff, Esca unan eus an dudennoù pennañ, a zo mab ur penn eus ar Brigantes. Beajiñ a raio gant ar soudard roman Marcus Aquila e norzh Moger Hadrian. Ur film a zo bet savet e 2011 anvet The Eagle.
  • Er rugby, ur strollad harperien a zo anvet "The Brigantes WRL". harpañ a reont ar Wigan Warriors RLFC.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. A.L.F. Rivet & Colin Smith, The Place-Names of Roman Britain, B.T. Batsford Ltd, London, 1979 - 1982
  2. Jones's Celtic Encyclopeia
  3. M.-N. Bouillet, Dictionnaire universel d'histoire et de géographie, L. Hachette et Cie, Paris, 1863
  4. 4,0 ha4,1 Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, Paris, 2003, p. 87


  NODES
Note 3