Alamagn

bro eus Europa ar C'hreiz
(Adkaset eus Bro-Alamagn)

Alamagn, Republik Kevreadel Alamagn ent-ofisiel, zo ur vro eus Kreiz Europa. Bevennet eo en norzh gant Mor an Hanternoz, Danmark hag ar Mor Baltel, er reter gant Polonia hag ar Republik Tchek, er su gant Aostria ha Suis, hag er c’hornôg gant Frañs, Luksembourg, Belgia hag an Izelvroioù.

Unaniezh Europa
Bundesrepublik Deutschland
Republik Kevreadel Alamagn
Banniel Alamagn Skoed-ardamez Alamagn
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Lied der Deutschen (poz trede)
Lec'hiadur Alamagn
Lec'hiadur Alamagn
Kêr-benn Berlin
Yezh(où) ofisiel Alamaneg, (Sorabeg, Daneg, Izelalamaneg)
Gouarnamant Republik Kevreadel
 - Prezidant kevreadel Frank-Walter Steinmeier
 - Kañseller kevredel Olaf Scholz
Gorread
 - Hollad 357.588 km²
Poblañs
 - istimadur 2021 83.129.285[1] ()
 - Stankter 232/km²
Moneiz Euro (EUR)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
Kod kenrouedad .de
Alamagn

Ur republik parlamantel kevreadel eo Alamagn, enni 16 stad. Gwechall e oa rannet ar vro e meur a riez, dezho pep a istor, a sevenadur hag a relijion. Unvanet e oa bet Alamagn evit ar wech kentañ e-kreiz ar Brezel 1870-1871 e 1871.

Ezel eo Republik Kevreadel Alamagn eus ar Broadoù Unanet, eus AFNA, eus bodadoù ar G8 hag ar G4. Ezel-diazezer eo eus Unaniezh Europa. Ganti emañ ar boblañs vrasañ hag an armerzh kreñvañ eus an holl stadoù izili eus Unaniezh Europa.[1] Alamagn eo trede kreñvañ armerzh er bed hag ar brasañ ezporzhier madoù war un dro.[2]

Pennad dre ar munud: s.o. Istor Alamagn

Henamzer

kemmañ

Krediñ a reer e oa deuet war wel kenel ar meuriadoù german e-pad oadvezh an arem, pe e-pad oadvezh an houarn d’an diwezhatañ. Er c’hantved kentañ kent JK e krogas ar meuriadoù d’en em astenn war-du ar su, ar reter hag ar c’hornôg adalek su Skandinavia ha norzh Alamagn.[3] Dindan ren Augustus e voe aloubet Alamagn gant ar jeneral roman Publius Quinctilius Varus. E-pad ar mare-se e teskas ar meuriadoù german troioù-brezel ar Romaned. War-lerc’h ma oa bet trec’het meur a wech legionoù Roma gant an armeoù german e chomas Germania er-maez eus an Impalaeriezh Roman betek ar stêrioù Roen ha Danav. War-dro 100 goude JK e tiazezas ar meuriadoù german a-hed ar stêrioù-se (al Limes Germanicus), o terc’hel evel-se an darn vrasañ eus tachennad Alamagn bremañ. E-pad an IIIe kantved e voe meur a veuriad bras, anezho Germaned eus ar c’hornôg, o tont war wel : Alemanned, Franked, Chatti, Saksoned, Frizianed, Sicambri, ha Thuringii. War-dro 260 e treuzas ar pobloù german al Limes ha harzoù an Danav.[4]

An Impalaeriezh Santel Roman

kemmañ
 
Seizh priñs-dilenner an Impalaeriezh Santel Roman. Diwar ur parch eus 1341

Dont a ra Impalaeriezh Santel Roman ar Grennamzer eus rannadur an Impalaeriezh Karolingat en 843. Fontet e oa bet gant Karl Veur en 800. Betek 1806 e voe eus an Impalaeriezh Santel Roman, e meur a stumm. En em astenn a rae he zachennad adalek ar stêr Eider en norzh betek ar Mor Kreizdouar er su. Dindan ren an impalaerien Ottonian (919–1024) e voe kreñvaet dugelezhioù Loren, Saks, Franken, Swabia, Thüringen, ha Bavaria. Ar roue german a voe tronet Impalaer Santel Roman e 962. Dindan ren an impalaerien Salian ha Hohenstaufen ez euvras an impalaeriezh norzh Italia ha Burgondia hag ez astennas he levezon war-du ar su hag ar reter betek tachennadoù annezet gant ar Slaved. E-pad ar mare-se e vleunias ar c’hêrioù e norzh Alamagn o vezañ ma oant ezel eus ar C’hevre Hanseat. Gant ar Builh Aour eus 1356 e voe pourchaset ul lezenn diazez d’an impalaeriezh hag a dalvezas betek ar fin anezhi. Reoliañ a rae dilennadeg an impalaer gant seizh priñs-dilenner a oa e penn ar priñselezhioù hag an arc’heskoptioù galloudusañ. Adalek ar XVvet kantved e voe dilennet an impalaerien e-touez ar re Habsburg eus Aostria hepken.

E 1517 e skrivas Martin Luther 95 Tezenn ma aterse an Iliz Katolik Roman, hag e roas lañs evel-se d’an Disivoud-Meur. Difoupañ a reas an iliz luterat, ha diazezañ e lies stad eus Alamagn. Hogen gwanaet kalz e voe an impalaeriezh abalamour ma oa rannet e nouspet priñselezh dizalc’h. Adalek 1740 e voe kemeret plas ar c’hevezerezh Frañs-Habsburg gant un daouelezh etre ar roueed Habsburg eus Aostria hag ur galloud nevez, Rouantelezh Prusia. Da-heul brezelioù Napoleon e voe aloubet an Impalaeriezh Santel Roman, ha kaset da get e 1806.[5]

An Dispac’h hag an Eil Impalaeriezh Alaman

kemmañ

Da-heul faezhidigezh Napoleon Bonaparte en em vodas Kendalc'h Vienna e 1814 hag e tiazezas ar C’hengevread alaman, anezhañ ur c’hevre laosk ennañ 39 riez. Lañs al luskadoù frankizour ha broadelour a oa, evit darn, un heuliad eus an eneberezh ouzh ar politikerezh adsevel. Diarbennoù kastizañ nevez a voe goude-se a-berzh an den a stad aostrian Metternich. En ur blegenn ma oa dispac’hioù e pep lec’h en Europa e voe roet lañs da zispac’hioù 1848 er stadoù german gant kefredourien ha bilened. Da gentañ e plegas ar roueed dirak goulennoù frankiz an dispac’herien. Kinniget e oa bet d’ar roue Frederig Gwilherm IV Prusia an titl a impalaer, daoust ma oa gant ur c’holl en e c’halloud. Disteurel a reas ar gurunenn hag ar vonreizh a oa bet kinniget dezhañ, pezh a voe ur c’hwitadenn dibad evit an dispac’herien. E-pad Eil Brezel Schleswig enep Danmark e 1864, kentañ ministr nevez Prus, Bismarck, a reas e renkoù e Schleswig ha Holstein. Diwar neuze e voe meret an dachennad a-gevret gant Impalaeriezh Aostria, met dizemglevioù etre an div vro a gasas buan d’ar brezel Aostria-Prus e 1866. Gant trec’h prim ar Brusianed e c’hallas Bismarck krouiñ Kengevread Norzh Alamagn ha lakaat Aostria er-maez eus aferioù ar peurrest eus stadoù german ar su, a oa bet o skoazellañ Aostria.

 
Diazezadur Alamagn a-vremañ e Versailhez e 1871. Emañ Bismarck er c’hreiz, gwisket e gwenn. Livadur gant Anton Alexander von Werner, 1877

E 1870 e tisklêrias an Impalaer gall ar brezel da Brus. Trec’het e voe gant an armeoù prusian hag armeoù german ar su. Embannet e voe an Impalaeriezh Alaman (Deutsches Kaiserreich) e Palez Versailhez d’an 18 a viz Genver 1871. Gant ar rummad-roueed Hohenzollern a Brus e oa renet an impalaeriezh nevez, a oa Berlin he c’hêr-benn. Strollañ a rae an holl barzhioù eus Alamagn a oa distag a-raok nemet Aostria, ur meizad anavezet evel Kleindeutschland, pe "Alamagn Vihan". Er Gründerzeit (Mare Diazezañ) a voe da-heul unvaniezh Alamagn e voe suraet saviad Alamagn evel ur galloud bras gant politikerezh estren Bismarck, dre skoulmañ emglevioù, lakaat Frañs en distro ent diplomatel hag en em virout diouzh ar brezel. Koulskoude e krogas Alamagn ivez gant ur programm impalaerouriezh evel ar broioù all eus Europa, hag e 1884 e stagas da ziazezañ trevadennoù er-maez eus Europa. Jeu a savas diwar an oberoù-se gant ar broioù amezek, ken ne voe ket adnevezet an darn vrasañ eus an emglevioù he doa kemeret Alamagn perzh enno a-raok, hag e voe lezet ar vro a-gostez en emglevioù nevez. Er c’hontrol e tiazezas Frañs darempredoù nevez dre sinañ an Entente Cordiale gant ar Rouantelezh Unanet hag e skoulmas liammoù startoc’h gant an Impalaeriezh rusian. Estreget he darempredoù gant Aostria-Hungaria e teuas Alamagn da vezañ digenvesoc’h-digenvez.

Gant drouklazh an arc’hdug Franz Ferdinand a Aostria d’an 28 a viz Gouere 1914 e voe distaget un heuliad darvoudoù hag a gasas d’ar Brezel-bed kentañ. Alamagn, ha hi e-touez ar Galloudoù kreiz, a voe trec’het gant ar Gevredidi en unan eus ar stourmoù gwadekañ a voe biskoazh. Tarzhañ a reas an Dispac'h alaman e miz Du 1918, hag an impalaer Wilhelm II hag an holl briñsed alaman a roas o dilez. Sinet e voe un arsav-brezel d’an 11 a viz Du ha rediet e voa Alamagn da sinañ Feur-emglev Versailhez e miz Mezheven 1919. Er c’hontrol d’an hengoun diplomatel war-lerc’h ar brezelioù e voe lezet ar Galloudoù Kreiz a-gostez e-pad an emzivizoù anezhañ. Gwazh e voe an Alamaned eus ar pezh a raent diktat Versailhez anezhañ, ha soñjal a reer alies e voe aesaet donedigezh an Naziegezh gant ar garv ma oa.[6] Goude berzh an Dispac'h alaman e miz Du 1918 e voe embannet Republik Weimar. Lakaet e voe Bonreizh Weimar da dalvezout pa voe sinet gant ar Prezidant Friedrich Ebert d’an 11 a viz Eost 1919. Diazezet e oa bet ar Strollad Komunour Alaman gant Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht e 1918, ha Strollad al Labourerien Alaman, anavezet diwezhatoc’h evel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, pe Strollad Nazi, a voe diazezet e miz Genver 1919.

Republik Weimar (1918–1933)

kemmañ

s.o. Republik Weimar

Trede Reich

kemmañ

An dud en Alamagn o doa diwasket an Enkadenn Veur, an divizoù garv a oa bet lakaet d’ar peoc’h gant Feur-emglev Versailhez, hag un heuliad hir a ouarnamantoù stabil pe stabiloc’h. Muioc’h-mui a boan o deveze o tegemer reizhiad parlamantel ar vro. Kreñvaet e oa ar santimant-se gant an unpennelourien eus an tu dehou, al luskad Völkisch, hag ar Strollad Nazi gant o Dolchstoßlegende (mojenn an taol kontell er c’hein), ur vojenn bolitikel a lavar n’eo ket bet kollet ar brezel-bed kentañ gant Alamagn abalamour da zrouziwezh an arme met abalamour d’un taol treitouriezh diabarzh. Diouzh an tu all e klaske komunourien, evel re Kevre Spartakus, terriñ ar pezh a welent evel ar reolenn gapitalour ha staliañ ur Räterepublik diazezet war guzulioù labourerien. Bodet e veze bagadoù peuz-soudard gant meur a gostezenn, ha bez’ e oa miliadoù a vuntroù evit abegoù politikel. Aon o deveze an dilennerien rak ar bagadoù-se a skigne feulster ha fulor e-touez an dud, ouzhpenn ma oa uhel an dilabour ha bras ar baourentez. Goude meur a gabined oc’h ober kazeg lerc’h-ouzh-lerc’h e voe anvet Adolf Hitler da Gañseller Alamagn d’an 29 a viz Genver 1933 gant ar prezidant Paul von Hindenburg, broudet gant alierien eus an tu dehou.

 
Adolf Hitler gant Benito Mussolini e Yougoslavia aloubet gant an Ahel

Torret e voe buan ar gwirioù demokratel diazez gant an dekred embannet goude tan-gwall ar Reichstag d’ar 27 a viz C’hwevrer 1933. An eneberezh, darnaouet ha handeet, ne voe ket evit herzel ouzh an Akta Engwiriañ e 1939 er Reichstag, a roe ar galloud lezenniñ klok da ouarnamant Hitler.[7][8] Diazezet e voe ur stad hollveliek, renet gant ur gostezenn hepken. Reoliet-strizh e voe ar greanterezh e-sell da brientiñ an armerzh d’ar brezel. Torret e voe Feur-emglev Versailhez pa’z eas an armeoù alaman tre er Rheinland a oa sañset chom disoudard, hep na reas den van ebet e 1936. Hitler, lakaet hardizh gant politikerezh habaskaat kentañ ministr Breizh-Veur, Neville Chamberlain, a glaskas astenn Alamagn evit diazezañ Alamagn-Veur. Destagañ a reas Aostria, bro ar Sudeted ha tiriad Memel. A-benn tremen hep brezeliñ war daou dalbenn war un dro e skoulmas emglev Molotov-Ribbentrop gant an Unaniezh Soviedel e miz Eost 1939. Gant ar pezh a voe anavezet war-lerc’h evel al Loskaberzh ez embannas ar renad nazi lezennoù a suje war-eeun meur a c’hennad eus ar gevredigezh : ar Yuzevien, ar Slaved, an Tsiganed, an heñvelrevidi, ar frañmasoned, an disrannidi bolitikel hag an nammidi, e-touez re all. War-dro 11 milion a dud a voe muntret el Loskaberzh, en o zouez tremen 6 milion a Yuzevien.[9]

Tennderioù a oa muioc’h-mui, abalamour d’ar vroadelouriezh, d’ar vilouregezh ha da gudennoù tiriadel. Kement-se a vroudas Alamagn da zistagañ ur blitzkrieg enep Polonia d’ar 1añ a viz Gwengolo 1939. Daou zevezh war-lerc’h e tisklêrie ar Rouantelezh Unanet ha Frañs ar brezel da Alamagn, o reiñ lañs d’an eil brezel-bed. Buan a-walc’h e voe kontrollet an darn vrasañ eus Europa gant Alamagn, en un doare eeun pe dieeun. D’an 22 a viz Mezheven 1941 e torras Hitler an emglev gant an Unaniezh Soviedel dre zigeriñ un talbenn er reter hag aloubiñ an Unaniezh Soviedel. Alamagn a zisklêrias ar brezel d’ar Stadoù-Unanet pevar devezh war-lerc’h ma voe taget Pearl Harbour gant Japan. Daoust d’an arme alaman mont buan dre soupren e-barzh an Unaniezh Soviedel e voe Emgann Stalingrad ur prantad tonkus eus ar brezel. Neuze e krogas an arme alaman da gilañ war talbenn ar reter betek ma voe trec’het a-benn ar fin. Da c’houde e voe aloubet Berlin gant an Arme Ruz. Kodianañ a reas Alamagn d’an 8 a viz Mae 1945.

Rannidigezh hag adunvanidigezh (1945–90)

kemmañ
 
Kastell Schwerin, parlamant Mecklenburg-Vorpommern (Landtag)

Disoc’hañ a reas ar brezel gant marv tost dek milion a Alamaned, soudarded hag all, distruj kêrioù pennañ Alamagn, ha koll tiriadoù bras e-kerz broioù reter Europa. Argaset e voe war-dro 15 milion a Alamaned eus an tiriadoù-se, ha da-heul muioc’h a reuz hag a dud lazhet c’hoazh. Rannet e voe Alamagn ha Berlin gant ar gevredidi e pevar zakad aloubet gant an armeoù. Kendeuzet e voe an takadoù kontrollet gant Frañs, ar Rouantelezh Unanet hag ar Stadoù-Unanet da stummañ Republik Kevreadel Alamagn d’an 23 a viz Mae 1949. Diazezet e voe Republik Demokratel Alamagn gant an Unaniezh Soviedel d’ar 7 a viz Here 1949. Anavezet e veze an div stad-se dindan an anvioù "Alamagn ar C’hornôg" hag "Alamagn ar Reter" a-getep. Gant Alamagn ar c’hornôg, Bonn he c’hêr-benn, e oa bet diazezet ur republik parlamantel frankizour gant un armerzh marc’had sokial. Kevredet e oa gant ar S.-U., ar Rouantelezh Unanet ha Frañs. Adalek deroù ar bloavezhioù 1950 e voe er vro ur prantad kresk armerzhel hir, anavezet evel Wirtschaftswunder. C’hoarvezet eo an azlañs dreist-holl abalamour d’an adreizh moneizel eus miz Mezheven 1948, hag adalek 1949, da skoazell ar S.-U. dre brestoù ar Steuñv Marshall.[10][11] Alamagn ar c’hornôg, renet gant ar c’hañseller Konrad Adenauer, a emezelas ouzh AFNA e 1955 hag e 1958 e voe un ezel diazezer eus Kumuniezh Armerzhel Europa. Da gentañ e voe aloubet Alamagn ar reter gant an Unaniezh Soviedel, ha diwezhatoc’h (miz Mae 1955) e kevredas ganti. Alamagn ar reter a ziazezas ur renad aotrouniezhus gant un armerzh steuñvet e giz ar Soviedoù. Buan e teuas da vezañ pinvidikañ bro Emglev Varsovia, hag an hini ar muiañ er penn a-raok. Padal e selle un nebeud brav a geodedourien war-du ar c’hornôg, o c’hoantaat ar frankizoù politikel ha berzh an armerzh.[12] E 1961 e krogas gouarnamant Alamagn ar reter da sevel Moger Berlin evit mirout ouzh Alamaned ar reter da dec’hel diouzh ar gêr-benn da Alamagn ar c’hornôg. Hep dale e teuas ar Voger da vezañ un arouez eus ar Brezel Yen. Distegnet e voe an darempredoù etre Alamagn ar reter hag ar c’hornôg e penn kentañ ar bloavezhioù 1970 gant Ostpolitik ar C’hañseller Willy Brandt a zegemere ar c’holloù tiriadel a oa bet evit Alamagn da-heul an eil brezel-bed.

Dirak ar manifestadegoù a-zruilh ha kresk an ezvroañ gant Alamaned ar reter da Alamagn ar c’hornôg dre Hungaria, e tivizas pennadurezhioù Alamagn ar reter, en un doare dic’hortoz, laoskaat ar strishadurioù en harzoù ha lezel keodedourien ar reter da veajiñ d’ar c’hornôg. Gant se e voe buanaet an argerzh adreizhañ en Alamagn ar reter. C’hoarvezout a reas adunvanidigezh Alamagn d’an 3 a viz Here 1990 pa oa ar C’hañseller Helmut Kohl e penn an aferioù en Alamagn ar c’hornôg. Berlin a zeuas da vezañ ar gêr-benn en-dro. Ur roll ambilh zo bet c’hoariet gant Alamagn adunvanet en Unaniezh Europa hag en AFNA. Sikouret he deus an armeoù da zerc’hel an urzh er Balkanioù ha kenstrivet he deus gant AFNA da suraat Afghanistan goude ma oa bet bannet an Dalibaned er-maez. Alamagn zo bet unan eus ar re o deus skoret ar muiañ Bonreizh nevez Europa, ha zoken goude m’eo bet distaolet gant dilennerien Frañs hag an Izelvroioù.[13] E 2006 e voe trec’h ur genunaniezh CDU, CSU hag SPD e dilennadegoù ar parlamant. Dilennet e voe Angela Merkel da Gañsellerez Alamagn, ar wech kentañ d’ur vaouez bezañ dilennet d’ar garg-se en istor ar vro.[14]

Gouarnamant

kemmañ
 
Ar Bundestag e Berlin. Emañ Prezidant ar Stadoù-Unanet, George W. Bush, o prezeg

Reizhiad politikel Alamagn a ya en-dro e-barzh ur framm lakaet gant lezenn 1949, anavezet evel ar Grundgesetz (ger-ha-ger, "Lezenn ziazez"). Evit kemmañ ar Grundgesetz e ranker kaout ur muiañ-niver eus an div drederenn e div gambr ar parlamant. Chom a reas ar Grundgesetz e talvoud goude adunvanidigezh Alamagn e 1990, gant daskemmoù dister. Ur republik kevreadel parlamantel eo Alamagn. Emañ ar C’hañseller e penn ar gouarnamant hag a embreg ar galloud erounit. Emañ ar galloud lezenniñ kevreadel e dalc’h ar gouarnamant ha div gambr ar parlamant war un dro, ar Bundestag hag ar Bundesrat. Dilennet e vez ar Bundestag hervez ar mouezhiañ eeun tra ma tileur ar Bundesrat gouarnamantoù an 16 stad alaman. Abaoe 1949 eo bet ar reizhiad dreist-holl e dalc’h an Unaniezh Demokratel Kristen (CDU), ur gostezenn virour anezhi, hag ar Strollad Sokial Demokratel (SPD).[15] Padal ez eus bet c’hoariet ur roll pouezus ivez gant kostezennoù bihanoc’h, evel ar Strollad Demokratel Dieub zo bet er Bundestag abaoe 1949, hag ar Re C’hlas o deus sezoù er parlamant abaoe 1983. E penn ar stad alaman emañ Prezidant Alamagn, dilennet gant ar Bundesversammlung, un aozadur ennañ izili eus ar Bundenstag hag un niver par a zileuridi gant ar stadoù. An eil pennadurezh uhelañ eo Prezidant ar Bundenstag, a vez dilennet gant ar Bundenstag e-unan. E karg emañ da evezhiañ labour pemdez an aozadur. An trede pennadurezh uhelañ, ha penn ar gouarnamant, eo ar c’hañseller. Anvet eo gant Prezidant Alamagn ha dilennet gant ar Bundestag. Mar bez ret e c’hall bezañ eztitlet war-bouez ur mennad disfiz savus gant ar Bundenstag. Savus a dalvez e rank ar Bundestag dilenn ur warlerc’hiad en degouezh-mañ.

Ar galloud lezvarnel

kemmañ
 
Lez-varn Vonreizhel Kevreadel Alamagn e Karlsruhe

Dizalc’h eo galloud lezvarnel Alamagn diouzh ar galloud erounit ha lezennel. Alamagn he deus ur sistem lezennoù diazezet war ar gwir roman, gant un nebeud daveoù d’al Lezenn C’herman. Rannet eo ar galloud lezennel etre ar C’hevread hag ar stadoù kevreet. Reoliet eo al lezennoù-kastiz ha lezennoù ar gwir prevez el live broadel gant ar Strafgesetzbuch hag ar Bürgerliches Gesetzbuch a-getep. Forzhig tachennoù diazez eus ar gwir melestradurel a chom e dalc’h ar stadoù kevreet, daoust ma heuilh an darn vrasañ eus ar stadoù Verwaltungsverfahrensgesetz 1976 (lezennoù an argerzhad melestradurel) war grafoù pouezus eus al lezennoù melestradurel. Arbennikaet eo Lez-Uhel Alamagn. Evit an aferioù keodedel ha kastizel, uhelañ lez-varn galv eo ar Bundesgerichtshof (Lez-varn Kevreadel ar Justis). E Karlsruhe emañ. Graet e vez hervez un argerzhad enklask. Ar Bundesverfassungsgericht (Lez-varn Vonreizhel Kevreadel), e Karlsruhe ivez, eo lez-varn veur Alamagn evit a sell ouzh ar c’hrafoù bonreizhel. Gwiriañ a ra hag-eñ e klot al lezennoù gant ar vonreizh. Labourat a ra ent dizalc’h diouzh korfoù all ar stad, met ne c’hall ket ober diwar he danvez hec’h-unan.

Darempredoù estren

kemmañ

Ur roll blein zo bet c’hoariet gant Alamagn en Unaniezh Europa abaoe an deroù anezhi, ha skoulmet he deus ur c’hevredadur kreñv gant Frañs abaoe fin an eil brezel-bed. Tost e oa an darempredoù etre an div vro dreist-holl e fin ar bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990 pa oa Helmut Kohl ha François Mitterrand e penn an aferioù. Emañ Alamagn e renk kentañ ar stadoù europat a glask krouiñ ur politikerezh europat unvanoc’h ha barrekoc’h.[16]

Abaoe ma oa bet diazezet d’an 23 a viz Mae 1949 e oa chomet uvel a-walc’h Republik Kevreadel Alamagn en darempredoù etrebroadel abalamour d’hec’h istor a-nevez ha dre ma oa aloubet gant galloudoù estren.[17] E-pad ar Brezel Yen, abalamour d’he rannadur gant ar Rideoz Houarn, e oa Alamagn un arouez eus an tennderioù etre ar C’hornôg hag ar Reter hag un dachenn-emgann bolitikel en Europa. Koulskoude e oa bet Ostpolitik Willy Brandt un devouder a bouez e distegn ar bloavezhioù 1970.[18] E 1999 e roas gouarnamant ar c’hañseller Gerhard Schröder ur roud all da bolitikerezh estren Alamagn : kemer a reas perzh e brezel AFNA enep Yougoslavia hag evit ar wech kentañ abaoe an eil brezel-bed e kasas soudarded alaman d’an emgann.[19]

Republik Kevreadel Alamagn hag ar Stadoù-Unanet zo bet kevredidi tost abaoe fin an eil brezel-bed.[20] Ar steuñv Marshall, skoazell badus ar S.-U. e-pad ma oad oc’h adsevel ar vro goude an eil brezel-bed, ha levezon greñv ar sevenadur amerikan en Alamagn o deus krouet ul liamm kreñv etre an div vro, daoust m’eo bet klouaraet un tamm bennak an darempredoù etre ar Stadoù-Unanet hag Alamagn da-heul enebadur kreñv Schröder ouzh ar brezel en Irak.[21] Liammet eo an div vro a-fet armerzh ivez : 8,8% eus ezporzhiadurioù Alamagn a vez kaset d’ar Stadoù-Unanet ha 6,6% eus enporzhiadurioù Alamagn a zeu eus ar Stadoù-Unanet.[22] E-touez an traoù a ziskouez ez eus liammoù start etre an div vro ez eus ivez saviad an Alamaned-Amerikaned er S.-U., anezho ar genel vrasañ er vro[23] ha statud bonn aervorel Ramstein, tost da gêr gKaiserslautern, anezhañ ar brasañ kumuniezh a soudarded amerikan er-maez eus ar S.-U.[24]

An armeoù

kemmañ
 
Ur soudard war droad alaman gant e G36 e-pad ur bleustradeg e 2004.

Arme Alamagn, ar Bundeswehr, zo un nerzh difenn a c’hoarvez eus an Heer (arme war zouar pe tirlu), ar Marine (morlu), al Luftwaffe (aerlu), ar Zentraler Sanitätsdienst (servijoù kreiz mezegel) hag ar Streitkräftebasis (servij boutin skoazellañ ar ren). Ret eo ar servij-soudard evit an holl wazed d’an oad a 18 vloaz hag an enrollidi a servij e-pad nav miz. E 2003 ez ae an dispignoù evit an arme d’ober 1,5% eus PDK ar vro. Pa vez peoc’h e vez renet ar Bundeswehr gant Ministr an Difenn, Franz Josef Jung er mare-mañ. Pa vez brezel, ar pezh na c’hall c’hoarvezout nemet evit en em zifenn hervez ar vonreizh, e teu ar C’hañseller da vezañ pennrener ar Bundeswehr.[25]

E miz Here 2006 e oa gant arme Alamagn 9000 den e broioù estren o kemer perzh en armeoù evit derc’hel ar peoc’h, en ur gontañ 1180 den e Bosnia-Herzegovina, 2844 soudard eus ar Bundeswehr e Kosovo, 750 soudard e Republik Kongo e-barzh an EUFOR, ha 2800 soudard en Afghanistan, anezho al lodenn vrasañ eus arme skoazell etrebroadel AFNA.[26]

Rannoù melestradurel

kemmañ

Rannet eo Alamagn e 16 stad (anvet Länder en alamaneg, unander Land). Azrannet eo c’hoazh e 439 distrig (Kreise) ha keoded (kreisfreie Städte) pe « kumunioù » (2004).

 
Stadoù Alamagn.

Douaroniezh ha hin

kemmañ
 
Liveoù uhelder

Abaoe an adunvanidigezh, eo deuet Alamagn da vezañ en-dro ar vro vrasañ en Europa etre Skandinavia en norzh, ar broioù kreizdouar er su, ar Meurvor Atlantel er c’hornôg hag Europa ar Reter er reter. Tachennad Alamagn a c’holo 357 021 km², 349 223 km² a zouar ha 7798 km² a zour. An uhelderioù a ya eus menezioù an Alpoù (beg uhelañ : ar Zugspitze, 2962 m) er su da aodoù Mor an Hanternoz (Nordsee) er gwalarn ha re ar Mor Baltel (Ostsee) er biz. Etrezo en em astenn uheldirioù goloet gant koadeier e Kreiz Alamagn ha douaroù izel Norzh Alamagn (lec’h izelañ : Wilstermarsch, 3,54m dindan live ar mor), treuzet gant darn eus brasañ stêrioù Europa, evel ar Roen, an Danav hag an Elbe.[27] Abalamour d’al lec’h kreiz m’emañ, e rann Alamagn harzoù gant muioc’h a vroioù europat eget forzh peseurt bro all war ar c’hevandir. Hec’h amezeien eo Danmark en norzh, Polonia hag ar Republik Tchek er reter, Aostria ha Suis er su, Frañs ha Luksembourg ar mervent ha Belgia hag an Izelvroioù er gwalarn.

 
An Alpoù e su Bavaria

Gant an darn vrasañ eus Alamagn ez eus un hin fresk, kerreizh, ma c’hwezh ar penn avelioù eus ar c’hornôg. Reizhet e vez an hin gant ar Froud Norzh Atlantel, anezhañ un astenn d’ar Gulf Stream en norzh. Levezonet kalz eo an hin gant ar froud-se e Breizh-Veur, Portugal, Frañs ha Norvegia, ha santet e vez un tamm bennak tro-dro da Vor an Hanternoz, e ledenez Jutland hag en tolead a-hed ar Roen a red e-barzh Mor an Hanternoz. Er gwalarn hag en norzh eo meurvorel an hin. Glav a vez a-hed ar bloaz ha dreist-holl e-pad an hañv. Eno e vez dous ar goañv ha fresk an hañv kentoc’h, daoust ma c’hall ar gwrezverkoù mont en tu-hont da 30 °C e-pad mareoù hir. Er reter eo muioc’h kevandirel an hin. Yen-du e c’hall bezañ e-pad ar goañv, ha tomm-gor e-pad an hañv, ha prantadoù sec’hor hir a vez gwelet alies. Ur c’horn-bro etre eo kreiz ha su Alamagn. Eno e kemm an hin etre un hin meurvorel habask hag un hin kevandirel. Posupl eo gwelet hañvoù tomm-gor gant gwrezverkoù e-tro 30 °C.[28][29]

Armerzh

kemmañ
 
Frankfurt am Main — anvet "Mainhattan" peurvuiañ — eo kreizenn arc’hant Alamagn.

Gant Alamagn emañ an armerzh kreñvañ en Europa hag an trede armerzh kreñvañ er bed, war-lerc’h ar Stadoù-Unanet ha Japan.[30] Erruout a ra da bempvet er bed a-fet parelezh ar galloud da brenañ.[31] Ul lodenn hollbouezus eus armerzh Alamagn eo an ezporzhiañ madoù, hag unan eus abegoù pennañ e stad vat. Hervez Aozadur Bedel ar C'henwerzh eo Alamagn kentañ ezporzhier ar bed gant 912 miliard a zollaroù ezporzhiet e 2005 (lakaet e-barzh an ezporzhiadurioù war-du broioù all eus an takad euro). Erruout a ra da eil en enporzhiadurioù e-keñver ar Stadoù-Unanet hepken, hag ur reñverad kenwerzhel bras he deus (160,6 miliard a euroioù e 2005).[32] A-fet kenwerzh ar servijoù (touristerezh, servijoù arc’hant, ijinouriezh, hag all) ez erru da eil war-lerc’h ar Stadoù-Unanet. An darn vrasañ eus enporzhiadurioù ar vro a denn d’an ijinouriezh, dreist-holl evit ar c’hirri, ar mekanikoù hag an danvezioù kimiek. A-fet barregezh hollek da fardañ tredan diwar nerzh an avel, ez eo Alamagn an niverenn unan er bed, ha gant ar pouez a laka war ar mammennoù energiezh nevezus ez eus bet diazezet un nebeud brav a gompagnunezhioù evit an teknologiezhioù-se. Alamagn eo ivez an ezporzhier pennañ a droellrodoù dre avel, ha kalz brasoc’h eo ar goulenn eget ar varregezh da broduiñ.[33]

Daoust m’eo krog da zigreskiñ ar c’hudennoù bet krouet gant Adunvanidigezh Alamagn e 1990,[34] e chom gwelloc’h an aozioù bevañ en hanterenn gornôg eus ar vro. Ul live dilabour uhelik a chom en Alamagn, dreist-holl e stadoù ar reter ma tizh ar feur 18%. En desped d’an disoc’hoù mat-tre er c’henwerzh etrebroadel, ar goulenn diabarzh en deus kollet lañs e-pad meur a vloaz abalamour d’ar goproù na greskont ket ha da zisurentez ar vevezerien. Ur politikerezh kemedel strizh a vez kaset gant gouarnamant Alamagn ha lamet en deus un toullad postoù labour er gennad foran.[35] Met daoust d’ar postoù labour ordinal digreskiñ er gennad foran, e kresk ar postoù labour dreistordinal evel an implijoù "un euro" (postoù goproù izel).[36]

Poblañs

kemmañ
 
Poblañs Alamagn a-hed an amzer. Er bloavezhioù a-raok 1990 ez eo bet koublet an talvoudoù evit Republik Kevreadel Alamagn ha Republik Demokratel Alamagn. Burev kevreadel ar stadegoù a istim e tigresko ar boblañs da 75 milion a-benn 2050.

Emañ Alamagn a-dal ur c’hemm poblañsouriezhel krenn. Emañ he feur gouennañ, 1,39 bugel dre vaouez, e-touez ar re izelañ er bed, hag istimañ a ra burev kevreadel ar stadegoù e koazho ar boblañs da 75 milion pe dost a-benn 2050.[37] Krediñ a reer eo Chemnitz ar gêr m’eo an izelañ ar feur genel er bed a-bezh.[38] Abalamour da framm kevreadel ha digreizennet ar vro he deus Alamagn un toullad kêrioù bras. Ar re vrudetañ eo Berlin, Hamburg, München, Köln, Frankfurt ha Stuttgart. An tolpad-kêrioù brasañ, a-bell, eo ar c’horn-bro Roen-Ruhr, ennañ distrig Düsseldorf-Köln ha kêrioù Essen, Dortmund, Duisburg ha Bochum.

Ar Brotestanted (tolpet en norzh hag er reter) hag ar Gatoliked roman (tolpet er su hag er gornôg) a ya d’ober pep a 31% eus ar boblañs. E Bavaria e oa bet ganet ar Pab katolik bremañ, Benead XVI. En tu-hont da 55 milion a dud, en holl, zo d’ar relijionoù kristen. An dud direlijion, anezho an dud dizoue hag an dizreistanaoudegourien a ya d’ober 28,5% eus ar boblañs. Niverus ez int dreist-holl en Alamagn ar reter kozh.[39] War-dro tri milion a Vuzulmaned[40] a vev en Alamagn. Sunnited hag Alevited eus Turkia eo an darn vrasañ anezho, met bez’ ez eus ivez un niver bihan a Chiited.[41] Gant Alamagn emañ an trede niver brasañ a Yuzevien en Europa ar c’hornôg.[42] E 2004 e oa bet div wech muioc’h a Yuzevien eus ar republikoù soviedel kozh o tiazezañ en Alamagn eget en Israel. Gant se en deus tizhet an niver a Yuzevien 200 000, e-keñver an 30 000 a oa a-raok adunvanidigezh Alamagn. E-touez ar c’hêrioù bras ma’z eus un niver bras a Yuzevien e c’haller menegiñ Berlin, Frankfurt ha München.[43]

E miz Kerzu 2004 e oa war-dro 7 milion a geodedourien estren enrollet en Alamagn ha 19% eus annezidi ar vro a oa a orin estren pe estren evit darn. Eus Turkia e oa an darn vrasañ anezho (2,3 milion)[44] pe eus stadoù all eus Europa evel Italia, Serbia, Gres, Polonia, ha Kroatia.[45] En e zanevell Stad Poblañs ar Bed e 2006, e skriv Font Poblañs ar Broadoù Unanet e tegemer Alamagn an trede dregantad brasañ a enbroidi er bed a-bezh, e-tro 5% da lavaret eo 10 milion diwar ar 191 milion a enbroidi.[46] Abaoe 2000 ez eus bet degaset kemmoù da lezennoù Alamagn war an enbroañ hag ar gwir minic’hi, a oa kentoc’h laosk a-raok, evit ar wech Gant se eo digresket ingal an niver a enbroidi a glask minic’hi (dreist-holl tud eus an Unaniezh Soviedel kozh).[47] Alies e vez kudennoù enframmañ gant an enbroidi en Alamagn, e-touez diaesterioù all.[48] Nevez zo ez eus bet ivez ur c’hresk en torfedoù graet gant an tu dehou broadelour. Hervez Ministr an Diabarzh kozh, Otto Schily, ez eus bet muioc’h a dorfedoù er bloavezhioù tremenet, met ne verk ket dre ret ur c’hresk en niver a izili er strolladoù eus an tu dehou pellañ.[49]

Deskadurezh

kemmañ
 
Skol-veur Würzburg.

Ar Stadoù eo dreist-holl zo e karg da c’hoursellout an deskadurezh en Alamagn, ha ne c’hoari ar gouarnamant kevreadel nemet ur roll dister. Pourchaset e vez deskadurezh diret d’ar vugale etre tri ha c’hwec’h vloaz e “liorzhoù bugale” (Kindergarten). Goude-se eo ret mont d’ar skol e-pad daouzek vloaz. Un niver bihan a dud a ra c’hoazh gant ar skol er gêr ha danevellet ez eus bet e oa bet prosezet gant ar gouarnamant ouzh ar pleustr-se.[50]

Peurliesañ e pad an deskadurezh kentañ-derez pevar bloaz, hag unvan eo ar skolioù publik el live-se. Er c’hontrol, en deskadurezh eil-derez ez eus pevar seurt skolioù, diouzh barregezh ar skoliad, evel m’eo didermenet gant erbedennoù ar c’helenner : er Gymnasium e vez degemeret ar vugale zonezonetañ ha prientiñ a reont ar studierien d’ar studioù er skol-veur ; er Realschule e tegemerer un dibab ledanoc’h a skolidi etre ; er Hauptschule e prienter ar skolidi d’an deskadurezh vicherel, ha gant ar Gesamtschule e vez mesket an tri doare. A-benn mont d’ur skol-veur e rank al liseidi tremen an arnodenn Abitur, koulskoude e c’hall ar studierien o deus tapet un diplom en ur skol vicherel lakaat o anv evit mont e-barzh memes tra. Gant ur reizhiad deskardelezh arbennik e anv Duale Ausbildung e c’hall ar skolidi deskiñ en un embregerezh kenkoulz hag en ur skol-stad.[51] Daoust da Alamagn bezañ bet a-hed an istor ur reizhiad deskadurezh kreñv, e oa bet diskouezet gwanderioù e danvezioù zo gant ar Programm evit Priziadur Etrebroadel ar Studierien. En un amprouadenn war 31 vro er bloavezh 2000, e oa erruet Alamagn da 21vet el lenn ha da 20vet er matematik hag er skiantoù naturel, ar pezh a vroudas d’ober adreizhoù.[52]

E renkadur bloaziek ar skolioù-meur gwellañ savet gant Skol-veur Shanghai Jiao Tong e 2004 ez errue Alamagn da 4e en holl, gant 7 skol-veur e-touez ar 100 wellañ. Ar skol-veur alaman renket gwellañ, er renk 45, e oa Skol-veur Deknikel München.[53] An darn vrasañ eus skolioù-meur Alamagn zo perc’hennet gant ar stad hag a ro kentelioù digoust. War-lerc’h an adreizh eus an deskadurezh e 2006, e c’haller bremañ goulenn mizoù war-dro 500 € an trimiziad ouzh pep studier.[54]

Sevenadur

kemmañ
 
Ar prederour alaman Immanuel Kant

Ober a reer alies eus Alamagn das Land der Dichter und Denker (bro ar varzhed hag ar soñjerien).[55] Kregiñ a reas ar sevenadur alaman pell a-raok na vefe eus Alamagn evel ur stad-vroad ha goloet en doa ar bed alamaneger en e bezh. Adalek an deroù e oa bet stummet ar sevenadur en Alamagn gant redoù kefredel ha poblel en Europa, laik ha relijius. Dre se ez eo diaes digemmañ ur sevenadur alaman distag diouzh hengoun sevenadur uhel Europa.[56] Kavout a reer roudoù eus lennegezh Alamagn adalek ar Grennamzer, gant labour skrivagnerien evel Walther von der Vogelweide ha Wolfram von Eschenbach. Aozerien ha barzhed alaman a bep seurt o deus tapet brud vras, en o zouez Goethe ha Schiller. An dastumad kontadennoù pobl embannet gant ar Vreudeur Grimm en deus poblekaet folklor Alamagn el live etrebroadel. Bras eo bet levezon Alamagn war ar brederouriezh ent istorel, ha kalzik prederourien alaman o deus sikouret da stummañ prederouriezh ar c’hornôg abaoe ar Grennamzer. Levezonus dreist-penn eo bet labour Leibniz war ar boellelouriezh, diazezadur an hollsperedouriezh alaman gant Kant, savidigezh teorienn ar gomunouriezh gant Karl Marx, ha diorroadur an diarsellouriezh gant Nietzsche.

Darn eus brudetañ aozerien sonerezh klasel zo alaman, en o zouez Beethoven, Bach, ha Mozart. Abaoe 2006 ez eo Alamagn ar pempvet marc’had brasañ evit ar sonerezh er bed a-bezh[57] hag ul levezon greñv he deus bet war ar sonerezh pop ha rock gant strolladoù evel Kraftwerk. Livourien alaman a-leizh zo bet brudet e meur a vro dre o labour e redoù arzel a bep seurt. Grünewald ha Dürer a oa arzourien brudet eus an Azginivelezh, Rubens a oa d’ar prantad barok, Friedrich d’ar romantelezh, ha Ernst d’an dreistwirvoudelezh. Evit a sell ouzh ar savouriezh ez eus bet un nebeud brav a zegasadennoù gant Alamagn, en o zouez ar stiloù karolingat hag ottonian, a gemenne ar savouriezh romanek. Diwezhatoc’h e oa bet graet labourioù pouezus er vro er stiloù gotek, azginivelezh ha barok. Pouezus eo bet Alamagn dreist-holl e deroù al luskad modern, dre al luskad Bauhaus diazezet gant Walter Gropius. Sinema Alamagn a sav da benn kentañ an teknik-se, gant labour Skladanowsky. Levezonus eo bet dreist-holl e-pad Republik Weimar gant an ekspresionourien alaman evel Wiene ha Murnau. Sevenerien ar Sinema Alaman Nevez, evel Schlöndorff ha Herzog, ha filmoù evel Good Bye Lenin ! (2003), o deus graet berzh e meur a vro.

 
Albert Einstein.

En Alamagn o deus bevet darn eus ar glaskerien bouezusañ war dachennoù skiantel a bep seurt.[58] Hollbouezus e oa bet labour Albert Einstein ha Max Planck da ziazezadur ar fizik modern, zo bet diorroet diwezhatoc’h gant Werner Heisenberg ha Erwin Schrödinger.[59] Araozo e oa bet fizikourien hollbouezus all evel Hermann von Helmholtz, Joseph von Fraunhofer, ha Gabriel Daniel Fahrenheit, e-touez re all. Wilhelm Conrad Röntgen a zizoloas ar skinoù X, hag abalamour da se e voe loread kentañ Priz Nobel ar Fizik e 1901.[60] Pouezus-bras e oa bet labourioù Heinrich Rudolf Hertz war ar skinoù tredanwarellek evit diorroadur ar pellgehentiñ modern.[61] Wilhelm Wundt en doa lakaet ar bsikologiezh da skiant arnodel dizalc’h dre sevel e arnodva kentañ e Skol-veur Leipzig e 1879.[62] Labour Alexander von Humboldt evel skiantour naturel hag ergerzher en deus talvezet da ziazezañ ar vevzouaroniezh.[63] Matematikourien bouezus a-leizh a oa bet ganet en Alamagn, en o zouez Gauss, Hilbert, Riemann, Weierstrass ha Weyl. Bro ur bern ijinourien vrudet eo bet Alamagn, tud evel Johannes Gutenberg, a soñjer en deus ijinet ar voullerez kentañ en Europa ; Hans Geiger, krouer ar c'honter Geiger, ha Konrad Zuse, a savas an urzhiataer kentañ.[64] Sikouret o deus ijinourien ha greantourien alaman evel Zeppelin, Daimler, Diesel, ha Benz da stummañ teknologiezh vodern an treuzdougen.[65][66]

 
Digoret e 2005: an Allianz Arena, unan eus ar stadoù mell-droad modernañ er bed.

Ar sport zo lodenn eus buhez Alamagn, evel m’eo diskouezet gant ar 27 milion a Alamaned zo izili eus kluboù sport hag an daouzek milion ouzhpenn a ra sport a-hiniennoù.[67] Ar vell-droad eo ar sport poblekañ a-bell, ha Kevread alaman ar Vell-droad (Deutscher Fussballbund), gant ouzhpenn 6,3 milion a izili, eo ar brasañ aozadur sportel er vro. Sachañ a ra ivez ar muiañ a dud, gant kantadoù a viliadoù a arvesterien a ya da matchoù ar Bundesliga ha milionoù ouzhpenn o sellet outo war ar skinwel. An daou sport poblekañ all en Alamagn eo an tennerezh hag an tennis, dileuriet gant Kevread Tennerien Alamagn ha Kevread Tennis Alamagn a-getep, enno en tu-hont d’ur milion a izili. Sportoù poblek all eo an handball, ar volley-ball, ar basket-ball, hag an hockey war skorn. Unan eus ar gevezerien greñvañ er C'hoarioù Olimpek eo bet Alamagn evit ar wech. E C’hoarioù Olimpek an hañv 2004 ez echuas da c’hwec’hvet er renkadur hollek,[68] pa oa erruet da gentañ e C’hoarioù Olimpek ar goañv 2006.[69]

Notennoù

kemmañ
  1. ^ Alamagn Foreign Direct Investment Magazine. D’ar 5 a viz Genver 2005. Tapet d’ar 6 a viz Kerzu 2006
  2. ^  Alamagn eo an ezporzhier gwellañ c’hoazh CNN. D’ar 6 a viz Kerzu 2005. Tapet d’an 28 a viz Du 2006
  3. ^  Jill N. Claster: Medieval Experience: 300-1400. NYU Press 1982, p. 35. ISBN 0-8147-1381-5
  4. ^ The Cambridge Ancient History, levr. 12, p. 442. ISBN 0-521-30199-8
  5. ^  Fulbrook, Mary: A Concise History of Germany, Cambridge University Press 1991, p. 97. ISBN 0-521-54071-2
  6. ^  Stephen J. Lee: Europe, 1890-1945. Routledge 2003, p. 131. ISBN 0-415-25455-8
  7. ^  Roderick Stackelberg, Hitler's Germany: origins, interpretations, legacies. Routledge 1999, p. 103. ISBN 0-415-20114-4
  8. ^  Scheck, Raffael. Diazezañ un diktatouriezh : Stabiladur galloud an Nazied Colby College. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  9. ^  Schwartz, Terese. Piv e oa ar pemp milion a c’houzañvidi na oant ket yuzhev ? 2002. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  10. ^  Henderson, David. "Burzhud" armerzhel Alamagn Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  11. ^  Stern, Susan. "Steuñv Marshall 1947-1997 Savboent Alamagn" Kannati Alamagn, Washington D.C. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  12. ^  Colchester, Nico. [70] Financial Times. D’ar 1añ a viz Genver 2001. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  13. ^  Alamagn a fell dezhi adlañsañ Bonreizh UE Deutsche Welle. D’an 19 a viz Kerzu 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
  14. ^  Angela Merkel lakaet da Gañsellerez Alamagn Deutsche Welle. D’an 22 a viz Du 2006. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
  15. ^  Unaniezh Demokratel Kristen/Unaniezh Sokial Kristen Levraoueg Kuntell ar S.-U. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  16. ^  Disklêriadur gant ar c’huzul Difenn ha Surentez Frañs-Alamagn Elysee.fr d’an 13 a viz Mae 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  17. ^  Glaab, Manuela. Politikerezh estren Alamagn Internationale Politik. Nevezamzer 2003. Tapet d’an 3 a viz Genver 2007
  18. ^  Harrison, Hope. The Berlin Wall, Ostpolitik and Détente GERMAN HISTORICAL INSTITUTE, WASHINGTON, DC, BULLETIN SUPPLEMENT 1, 2004, "AMERICAN DÉTENTE AND GERMAN OSTPOLITIK, 1969–1972"
  19. ^  Dremm nevez Alamagn en estrenvro Deutsche Welle. D’ar 14 a viz Here 2005. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  20. ^  Notenn : Alamagn U.S. Department of State. D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  21. ^  Prest oc’h da vezañ briataet gant Bush ?, The Economist, D’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  22. ^  An darempredoù armerzhel etre ar S.-U. hag Alamagn Kannati ar S.-U. e Berlin. Miz Mae 2006. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  23. ^  Hendadoù alaman peurliesañ U.S. Census Bureau D’an 30 a viz Mezheven 2004. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  24. ^  Kaiserslautern, Ur sell war Alamagn U.S. Military. Tapet d’an 3 a viz Kerzu 2006
  25. ^  Grundgesetz für die Bundesrepublik Deutschland Bundestag.de Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  26. ^  Dempsey, Judy. Emañ Alamagn o prientiñ en em dennañ eus Kosovo International Herald Tribune. D’an 31 a viz Here 2006. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  27. ^  Germany CIA Factbook. D’ar 14 a viz Du 2006. Tapet d’an 29 a viz Du 2006
  28. ^  Hin Alamagn Handbuch Deutschland. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  29. ^  Hin hag amzer Alamagn World Travels. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  30. ^  Tran, Mark. [71] The Guardian. D’ar 15 a viz Mae 2003. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  31. ^  [72] CIA Factbook 2005. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  32. ^  Ur reñverad kenwerzhel rekord evit Alamagn BBC. D’an 8 a viz C’hwevrer 2006. Tapet d’an 3 a viz Genver 2007
  33. ^  Wind Power Ministrerezh Kevreadel an Armerzh hag an Deknologiezh (Alamagn) Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  34. ^  Berg, S., Winter, S., Wassermann, A. Priz un Adunvanidigezh C’hwitet Spiegel Online International. D’ar 5 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du 2006
  35. ^  Armerzh Alamagn en e varr trovezhiek Ensavadur Kiel evit Armerzh ar Bed. Tapet d’an 28 a viz Du 2006
  36. ^  Weber, Tim. Pouez an dilabour war an dilennerien en Alamagn BBC. D’ar 16 a viz Gwengolo 2005. Tapet d’an 28 a viz Du 2006
  37. ^  destatis.de E 2050, un den diwar dri a vo 60 vloaz pe koshoc’h en Alamagn Burev Stategoù Kevreadel Alamagn. D’ar 6 a viz Mezheven 2003. Tapet d’an 10 a viz Kerzu 2006
  38. ^  Ganedigezhioù Alamagn war an digresk BBC. D’ar 15 a viz Eost 2006. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  39. ^  Religionen in Deutschland: Mitgliederzahlen Religiosenwissenschaftlicher Medien- und Informationsdienst. D’ar 4 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  40. ^  Ar Pab Benead a gej gant Muzulmaned en Alamagn. Deccan Herald diwar Reuters. D’an 21 a viz Eost 2005. Tapet d’ar 1añ a viz Genver 2007
  41. ^  Germany Euro-Islam.info. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  42. ^  Blake, Mariah. E kavell an Nazied e verk Alamagn azginivelezh ar Yuzevien Christian Science Monitor. D’an 10 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  43. ^  Kumuniezh yuzev Alamagn Kendalc’h Yuzevien Europa. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  44. ^  Bernstein, Richard. Ur C’hwiz evit an danvez keodedourien alaman New York Times. D’an 29 a viz Meurzh 2006. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  45. ^  Poblañs estren d’an 31 a viz Kerzu 2004 dre vro orin Burev Kevreadel Stadegoù Alamagn D’ar 24 a viz Genver 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver 2007
  46. ^  State of World Population 2006 Font Poblañs ar Broadoù Unanet. 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver 2007
  47. ^  Erstmals seit 1990 weniger als 600 000 Ausländer zugezogen (en alamaneg), Burev Kevreadel Stadegoù Alamagn (Statistiches Bundesamt Deutschland), d’ar 6 a viz Gouere 2006. Tapet d’ar 1añ a viz Genver 2007
  48. ^  [73] Deutsche Welle. D’ar 17 a viz Ebrel 2004. Tapet d’an 31 a viz Kerzu 2006
  49. ^  31,800 Islamourien en Alamagn : Schily Euro-Islam.info. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  50. ^  Hurd, Dale. Skolaerien er gêr bet lakaet er prizon en Alamagn. Christian Broadcasting Network D’ar 16 a viz Du 2006. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  51. ^  POLTRED UR VRO : ALAMAGN U.S. Library of Congress. Miz Kerzu 2005. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu 2006
  52. ^  Prizachourien : Alamagn he deus ezhomm ober adreizhoù er skol Deutsche Welle. D’an 12 a viz Ebrel 2006. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu 2006
  53. ^  500 Skol-veur Wellañ ar Bed Skol-veur Shanghai Jiao Tong. 2006. Tapet d’ar 4 a viz Kerzu 2006
  54. ^  Mizoù Deskadurezh en Alamagn Servij Eskemm Akademiek Alamagn. Tapet d’an 30 a viz Du 2006
  55. ^  Wasser, Jeremy. Spätzle Westerns Spiegel Enlinenn Etrebroadel. D’ar 6 a viz Ebrel 2006. Tapet d’ar 6 a viz Kerzu 2006
  56. ^  Republik Kevreadel Alamagn : Sevenadur. Encarta Online Encyclopedia 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  57. ^  Marc’had ar sonerezh a dalvez 32 miliard a $ SU P2pnet.net d’ar 7 a viz Ebrel 2004. Tapet d’ar 7 a viz Kerzu 2006
  58. ^  Distro d’an Dazont : Alamagn – Bro an enklask Servij Eskemm Akademiek Alamagn. D’an 23 a viz C’hwevrer 2005. Tapet d’an 8 a viz Kerzu 2006
  59. ^  Roberts, J. M. The New Penguin History of the World, Penguin History, 2002. Pg. 1014. ISBN 0-14-100723-0
  60. ^  Loreidi ar Priz Nobel, 1901-2003. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  61. ^  Pennoù bras ar pellgehentiñ. Unaniezh Etrebroadel ar Pellgehentiñ. D’ar 14 a viz Genver 2004. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  62. ^  Kim, Alan. Wilhelm Maximilian Wundt Holloueziadur Stanford ar Brederouriezh. D’ar 16 a viz Mezheven 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  63. ^  Hêrezh Alexander von Humboldt (1769-1859) Humboldt Field Research Institute and Eagle Hill Foundation. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  64. ^  Horst, Zuse. Buhez ha labour Konrad Zuse Everyday Practical Electronics (EPE) Online. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  65. ^  Kirri. Microsoft Encarta Online Encyclopedia 2006. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  66. ^  Ar Zeppelin Kengor ar S-U war kant vloaz an nijadenn gentañ. Tapet d’an 2 a viz Genver 2007
  67. ^  Keleier Alamagn : Sevenadur & Buhez : Sportoù Kannati Alamagn e Washington DC. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
  68. ^  Aten 2004 Taolenn ar Medalennoù Poellgor etrebroadel olimpek. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006
  69. ^  Turin 2006 Taolenn ar Medalennoù Poellgor etrebroadel olimpek. Tapet d’an 28 a viz Kerzu 2006

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
  1. Patrom:Internetquelle Patrom:Webarchiv
  NODES
chat 1
INTERN 4
Note 4