Ki

loen bronnek
(Adkaset eus Chas)
Evit kement tra ha ne denn ket d'ar c'hi pevarzroadek sellout ouzh ki (disheñvelout).

Ar c'hi (Canis lupus familiaris[1] ha Canis lupus dingo[2],[3]) zo ul loen bronnek pevarzroadek ezel eo eus ar c'herentiad Canidae hag eus an urzhiad Carnivora. Implijet e vez ar ger "ki" koulz evit ar chas doñv hag ar gouennadoù gouez. Ar chas a c'hallfe bezañ bet ar c'hentañ loened a oa doñvaet[4]. An dilerc'hioù ki doñv koshañ anavezet zo kozh a 31 700 vloaz[5] da lâret eo meur a zegad miliadoù bloavezhioù a-raok kement spesad doñv all anavet. Al loened ar muiañ implijet da labourat, da chaseal ha da ober kavandenn ouzh an dud e voent en istor an denelezh. Ar ger "ki" a c'hall bezañ implijet ivez d'ober anv eus mal ar spesad pa vez enebet ouzh ar ger "kiez", parez ar spesad[6].

Ur c'hi

Bodet e veze ar chas doñv gwezhall en ur spesad anvet Canis canis pe Canis familiaris. Kadarnaet eo bet o orin gant an enklaskoù genetek abaoe. Daoust da zegasadennoù disheñvel moarvat ez eo ar chas doñv ur furm doñvaet eus ar bleizi griz[7],[8]. Daoust d'an diforc'hioù morfologiezh bras etre ar gouennadoù e vez bodet ar chas gant ar skiantourien bremañ en ur strollad anvet Canis lupus familiaris, un isspesad eus Canis lupus. Ar chas doñvaet hag aet da ouez en-dro avat a vez sellet oute evel isspesadoù eus Canis lupus, evel an dingoed hag ar c'hi kaner.

Doñvaet e oa lod eus ar bleizi griz war-dro 15 000 vloaz zo eta[9]. Abalamour d'o zalvoudegezh evit an dud kentañ e voent implijet buan e pep lec'h. Implijet e vez ar chas e doareoù disheñvel evel chaseal, mesa, sachañ bec'hioù, gwardañ un dra bennak, skoazell ar polis pe ar soudarded, ober kavandenn, ha sikour an dud nammet abaoe n'eus ket pell zo. Abalamour d'o lec'h en hor c'hevredigezh e vez lesanvet ar chas "gwellañ mignoned Mab-Den" e broioù ar c'hornôg. E broioù, en Azia da skouer, e vez desavet ar chas evit o c'hig ivez[10]. E 2001 e oa istimet niver ar chas er bed da 400 milion[11].

E-doug ar 15 000 vloaz ma oa bet chas doñvaet ez eus diwanet ur bern gouennadoù lieseurt, disheñvel-kenañ an eil re diouzh ar re all, desavet ha dibabet a-ratozh gant an dud. Muioc'h a gemmoù morfologiezh hag emzalc'h zo en isspesad-se evit n'eus forzh peseurt spesad bronneged all[12]. Da skouer ez a o ment eus 16 kantimetr evit ar Chihuahuaed betek ouzhpenn 76 cm evit levraned Iwerzhon. O bleven a c'hall bezañ gwenn, griz (pe glas) du, gell sklaer pe teñval gant blev hir pe berr, heñvel ouzh reun ar c'hezeg, gloan an deñved, eeun pe rodellet[13]. Lod eus ar gouennadoù o deus un orin kozh evel an Huskied Siberia pe chas-deñved Brie e-skoaz re all evel ar chas-deñved alaman pe ar Golden Retriever a oa krouet n'eus ket keit-se. Er broioù ma vez anavezet dezverkoù ar c'hevredad kinologiezh etrebroadel gant al lezenn ez eo ret enrollañ ar c'hi e levrioù an orinoù e vro c'henidik da lâret eus ur c'hi ez eo a ouenn c'hlann[14],[15]. Da veajiñ en Europa e tleont kaout un tremen-hent europat evit an anevaled kavandenn.

Loened pevarzroadel all a vez graet "ki" anezhe evel ar chas-dour, da skouer.

Etimologiezh

kemmañ

Dont a ra ar ger ki eus ar c'heltieg cū, cunos[16]. En heniwerzhoneg e veze graet cú (genitiv con) eus ar chas hag ar bleizi. Soñjal da skouer e Cúchulainn (da lâret eo ki ar gov) pe e Conamail, heñvel ouzh ur bleiz (diwar *cuno-samalis). E kembraeg, e kerneveureg e kaver ar furm ci, heñvel ouzh ar brezhoneg ki. A-hervez e teufe ar c'hembraeg ci eus *cü < hengeltieg *cū. Dont a ra al liester cwn, damheñvel ouzh ar brezhoneg kon, eus *cunes.

Dont a ra ar c'heltieg *cū eus ur furm *kuō, *kṷō(n), testeniekaet mat e yezhoù all evel ar gresianeg kúōn (genitiv kunós), sañskriteg śvā (genitiv śúnaḥ), henalamaneg uhel hunt diwar ḱuntós.

Kon eo al liester kozh a gaver e anvioù-tud keltiek (Konwoion, Kongar, Konveur ...), chas a vez lavaret bremañ, deuet diwar ar ger gallek chasse. Anvioù all zo bet savet diwar ar ger ki evel Tangi ha Konan. Chomet eo kon e anvioù loened zo evel dourgi / dourgon.

Rummoù chas

kemmañ

* Sellout ivez ouzh : Listennad gouennoù chas

Anaout a reer

  • ar c'hi-polis, implijet gant ar boliserien en o enklaskoù abalamour d'o galloud-c'hwesa
  • ar c'hi-hemolc'h, pe ki-chase, a zo meur a seurt anezho, ha dreist-holl ar c'hi-choukant, hag ar c'hi-red
  • ar c'hi-sikour, implijet evit klask roudoù an dud m'eo kouezhet traoù warno (savadurioù en o foull, erc'h)
  • ar c'hi-saout, pe ki-deñved, a ziwall al loened-se,
  • ar c'horrgi, ar c'hi-spagnol, ar c'hi-bleiz, a zo gouennoù, evel ar c'hi-douar, pavet berr
  • ar c'hi-kolveg, ki-porzh, ki-stag, zo anvioù roet d'ar chas-diwall,
  • ar c'hi-dimezell, pe ki-madam, a zo chas brav, a vez moumounet, gwalc'het ha kribet.

Loened labour

kemmañ

Implijet e vezont evit labourat a-wechoù, da ziwall tropelloù loened dreist-holl ha da ziwall tud, tier ha savadurioù. En Alaska e vezont implijet ivez da sachañ war ar stlejelloù war an erc'h.

En arzoù

kemmañ


Liammoù diavez

kemmañ
Sellit ouzh ar ger Ki er
wikeriadur, ar geriadur frank.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Dewey, T. and S. Bhagat. 2002. "Canis lupus familiaris", Animal Diversity Web. Retrieved 6 January 2009.
  2. Mammal Species of the World - Browse: lupus. Bucknell.edu. Kavet : 2010-08-10.
  3. Mammal Species of the World - Browse: dingo. Bucknell.edu. Kavet : 2010-08-10.
  4. Origin of dogs traced. BBC NEWS.
  5. Germonpré M., Sablin M.V., Stevens R.E., Hedges R.E.M., Hofreiter M., Stiller M. and Jaenicke-Desprese V., 2009. Fossil dogs and wolves from Palaeolithic sites in Belgium, the Ukraine and Russia: osteometry, ancient DNA and stable isotopes. - Journal of Archaeological Science 2009, vol. 36, no2, pp. 473-490
  6. termenadur "kiez" er wikeriadur
  7. (en)Vilà, C. et al. (1997). Multiple and ancient origins of the domestic dogPDF Science 276:1687–1689. (Ainsi que Multiple and Ancient Origins of the Domestic Dog)
  8. Lindblad-Toh, K, et al. (2005) "Genome sequence, comparative analysis and haplotype structure of the domestic dog" Nature, Nnn 438, 803–819.
  9. Savolainen P, Zhang YP, Luo J, Lundeberg J, Leitner T (November 2002). "Genetic evidence for an East Asian origin of domestic dogs". Science 298 (5598): 1610–3. DOI:10.1126/science.1073906
  10. Patrick Pageat, L'homme et le chien, Les différents mêtiers du chien, pp 319-320
  11. Coppinger, Ray (2001). Dogs: a Startling New Understanding of Canine Origin, Behavior and Evolution. New York : Scribner. 352 p. ISBN 0684855305. 
  12. Spady TC, Ostrander EA (January 2008). "Canine behavioral genetics: pointing out the phenotypes and herding up the genes". American Journal of Human Genetics 82 (1): 10–8. DOI:10.1016/j.ajhg.2007.12.001
  13. (1992) The Complete dog book: the photograph, history, and official standard of every breed admitted to AKC registration, and the selection, training, breeding, care, and feeding of pure-bred dogs. New York, N.Y : Howell Book House. ISBN 0-87605-464-5. 
  14. loi sur la généalogie des animaux, Ministère de l'agriculture du Canada
  15. Club Canin Canadien
  16. X. Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Pariz 2001, 110
  NODES
Note 3