Daelerezh a reer eus hollad an araezioù kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen, pe vuioc'h, o deus mennozhioù disheñvel, a-benn anataat kealioù, dizarbenn an arguzennoù enep ha kendrec'hiñ an dud pe c'hoazh dizoleiñ ur wirionez[1],[2].

Platon
Aozer an "Divizoù"
Arabat eo droukveskañ daelerezh ha breud, rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezañ diresis en argerzh abalamour da drivliadoù a zo e-maez perzhioù poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouiñ gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.
Ne dalvez ket daelerezh kement ha dareulerezh kennebeut : hemañ diwezhañ ne gemer ket perzh er breutaat, klask a ra gounez ur vodadeg selaouerien dre dizhout o foell (λόγος, lógos), o zrivliadoù (πάθος, páthos) pe o skiant divezel (ἦθος, ễthos).

E prederouriezh Henc'hres, hini Sokrates (~470 - ~399 KJK) ha Platon (~428 - ~348 KJK) pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennoù ha respontoù.
Pelloc'h, er Grennamzer, e oa an daelerezh par d'ar boelloniezh, evel enebet ouzh an dareulerezh.
Diwezhatoc'h, da heul Georg Wilhelm Friedrich Hegel (1770-1831), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannañ soñjoù dislavarus (an dodiñ hag ar gourzhdodiñ) hogen ma c'haller o unvaniñ er c'hendodiñ.
Danvezelouriezh daelerezhek a reer eus prederouriezh Karl Marx (1818-1883), ha diazez an natur eo an daelerezh hervez Friedrich Engels (18201895).

Tu zo da lavaret ez eo istor ar brederouriezh hini an daelerezh.

Gerdarzh

kemmañ

Brezhoneg

kemmañ

Nevez eo ar ger daelerezh, pa n'eo testeniet nemet abaoe 1992. Deveret eo diouzh dael, a zo testeniet abaoe 1732 hag a zeu eus an henvrezhoneg dadl. Evel ar cherneveureg dathel, ar c'hembraeg dadl hag ar gouezeleg dàil e teu dadl eus an hengeltieg datlā a dalvez "bodadeg"[3],[4].

Yezhoù indezeuropek nann-keltiek

kemmañ

Eus ar wrizienn latin dialectica, diwar an henc'hresianeg διαλεκτική dialektikê, "arz ar breutaat", e teu ar gerioù kevatal da zaelerezh er yezhoù indezeuropek nann-keltiek. Ar perseg (farsi) دیالکتیک a lenner dyyalektik ivez.

Un nebeud yezhoù all

kemmañ

En arabeg e lavarer جدلية (d)jadalyya, "breutadenn", diwar ar wrizienn جدل (d)jadal, "tabut"[5]. Heñvel eo ster דיאלקטיקה en hebraeg, ur yezh semitek all. Heñvel ivez eo ster ar ger er yezhoù nann-indezeuropek all : breutadenn, tabut.
Resisoc'h eo ar ger sinaek 辩证法 , pinyin biàn zhèng fǎ, "doare da vreutaat ha prouiñ"[6]
Kement ha "prezeg a brou al lezenn" e talvez ar ger japanek べんしょうほう / 弁証法 benchouhou[7],[8], a hañval bezañ kar d'ar c'horeaneg 변증법 byeon jeum beop, "brasaat tu al lezenn"[9].

Pennaennoù

kemmañ

Plaenaat diemglevioù dre vreudoù poellek eo pal an daelerezh ; pelloc'h ez eo e bal klask ar wirionez.
Kent Sokrates e veze ar boaz gant ar brederourien kemer un diogeladenn ha prouiñ e oa gwir dre ziskouez e kase an diogeladenn enep d'un disoc'h diwir pe ziboell[10].
Un hentenn all a oa bet dibabet gant Sokrates : kemer ur c'houlakadenn ha diskouez e kas d'un dislavar, ha dre-se tennañ ar vartezeadenn-se diouzh tachenn ar wirionez.
Un trede doare da blaenaat diemglemvioù eo diarbenniñ diazez an diogeladenn ha hini an diogeladenn enep ha treuzkas an div d'un trede diogeladenn a zo dreist dezho ha tostoc'h d'ar wirionez. Alies e sav un diemglev all dre an hentenn-se, pa nac'h dalc'hidi an diolegadennoù kentañ distreiñ war o soñj.

Tostoc'h d'hon amzer e voe diazezet un daelerezh nevez a anver daelerezh Hegel, pe daelerezh Fichte ; pevar meizad a ya da ober ar sichenn anezhañ :

  1. bevennek hag ardreuzat eo pep tra, dre ma n'eus anezhañ nemet e red an amzer ;
  2. savet diwar nerzhioù kontrol eo pep tra ;
  3. tamm-ha-tamm e kemm pep tra, ar pezh a gas da enkadennoù pa vez un nerzh o kemer an tu kreñv war ar re all — kemmoù en niver a nerzhioù a gas da gemmoù e perzhioù an nerzhioù ;
  4. a-droellennoù e ya ar c'hemmoù, ned eont ket a-gelc'hadoù — dislavar an dislavar n'a ket en-dro.

Bez' e oa dija eus ar pennaennoù-se e meizad an daelerezh da vare Herakleitos (~535 - ~475 KJK), pa zisklêrie hemañ e oa pep tra o kemmañ bepred dre c'hoari enebiezh an nerzhioù a zo e pep tra[11].

An Henamzer

kemmañ

Kent Sokrates

kemmañ

En Henc'hres, da heul ar prederour Parmenides (~544 - ~450 KJK) a lavare n'eus gwirionez ebet e meno den pe zen, e selled alies ouzh an daelerezh evel ouzh "poell an touell" : arz ar vrizhouizieien a lavar gaou, hep gouzout dezho a-wezhioù, a embannont evel gwirionez dre zrevezañ doareoù ar poell gwirion, ar poell-se o kuzhat goullonder o frezeg.[12] Hervez Sokrates e voe ijinet an daelerezh gant ar prederour Zenon ag Eleates (~490 - ~430 KJK).
Pelloc'h, er pezh a anver predouriezh klasel Henc'hres, e troas an daelerezh d'un doare poellata a zo diazezet war ar c'hendiviz etre arguzennoù (an dodiñ) hag arguzennoù kontrol (ar gourzhdodiñ). Diarbennadur an dodiñ e vez disoc'h an hentenn-se a-wezhioù ; gwezhioù all e teu an dud a-benn da gendeuziñ an arguzennoù er c'hendodiñ, da lavaret eo en un diogeladenn a zo tostoc'h d'ar wirionez ; dibaot a wezh e tro ar breud da enebiezh krenn, ha hep disoc'h bastus ebet zoken e vez alies laouen an dud o vezañ gwellaet live ar breud.

Sokrates : goulennoù ha respontoù

kemmañ
 
Sokrates
Arzour dianav, en The history of philosophy,
Thomas Stanley, 1655

Boas e oa Sokrates da ensellet meno ha kredennoù an dud, ha zoken pennaennoù ar soñjal hag ar poellata, dre atersiñ den pe zen a-benn anataat un dislavar pe ur gwander en arguzennoù an den-se. Gwellaat an dud e oa ar pal, dre o disammañ diouzh fazioù ne oant ket emskiant anezho — bez' e c'haller lavaret ivez e klaske Sokrates lakaat an dud da ziskuliañ ur ouiziegezh a oa enno hep gouzout dezho.
Dre Blaton, a voe unan eus diskibled Sokrates, ez anavezer atersadennoù e gelenner — kendivizoù a reer eus skridoù Platon, a roas lañs d'un hentenn nevez e-touez ar brederourien. Alies avat ne gas ar c'hendiviz nemet d'un hent-dall, a anver aporiezh, hogen fazioù ha treuzveizadennoù zo bet skarzhet war an hent.

Platon : eus ar c'hendiviz d'ar wirionez

kemmañ

Un hentenn da dizhout ar wirionez eo an daelerezh hervez Platon : dre geñveriañ hag ensellet meur a ali e c'haller mont dreist meno ar brasañ eus an dud ha diskuliañ ar ouiziegezh wirion. Dre an daelerezh eta e c'haller sevel diwar bed an diavaezioù ha tizhout hini ar ouiziegezh, hag alese kompren ar meizadoù hollek kent kompren pennaennoù hor bed.

Aristoteles : ar poellata daelerezhek

kemmañ

Evel Platon e selle Aristoteles (~384 - ~322 KJK) ouzh an daelerezh evel ouzh arz ar poellata diwar-benn mennozhioù a greder bezañ par d'ar wirionez. Hervezañ ez eo hollret tremen dre an daelerezh evit anataat pennaennoù prederouriezh ar skiantoù — ha pennaennoù ar brederouriezh hec'h-unan — rak mar klask un den en e unan prouiñ unan eus ar pennaennoù-se ne gasje nemet d'ur "poellata kelc'hiek" difrouezh ; ar pezh nemetañ a c'haller ober eo ensellet meur a arguzenn gant meur a zen betek kavout a-stroll un arguzenn na c'haller ket enebiñ outi[13].
En tu all da geñveriadur ar mennozhioù ez eus ur c'houblad meizadoù, pe reolennoù poelloniel, a ra an diforc'h etre arguzennoù un den en e unan ha re ur strollad tud o ren un dael :

  • an arguzenniñ ex concessis (latin evit "diwar ar pezh a zo bet goulezet"), a implijer evit gwiriañ onestiz an arguzer e-keñver ar mennozhioù en deus eztaolet pe zegemeret abretoc'h — arabat eo avat lakaat e arguzennoù da ziwir en abeg da bersonelezh an arguzer e-unan a-fed orin, metoù, dere, relijion hag all, rak ur sofegezh e vije an emzalc'h-se neuze[14] ;
  • an arguzenniñ onus probandi (latin evit "bec'h ar brouenn"), ma rank unan eus an arguzennerien kregiñ gant an dael dre zisplegañ e veno. Mar deu a-benn e tremen ar vec'h d'e zislavarer. Neb eus an arguzennerien a baouez da sammañ ar vec'h en deus kollet an dael[15].

Goude Aristoteles

kemmañ

Diogenes Laertios, e deroù an Patrom:IIIde kantved, a roas div zespizadenn eus an daelerezh hervez ar stoikourien en e levr Buhez ha kelennadurezh ar brederourien veur (VII, 41-44)[16] :

  • skiant ar breutaat reizh, da lavaret eo dre ur prezeg helavar, ur yezh spis, goulennoù ha respontoù ;
  • skiant ar pezh a zo gwir, ar pezh a zo diwir, hag ar pezh n'eo na gwir na diwir.

Ar Grennamzer

kemmañ

Anicius Manlius Torquatus Severinus Boëthius (~480 - ~525), ur prederour italian, e voe ar gouizieg kentañ o labourat war oberennoù Aristoteles er Grennamzer.
Ar yezhadur, an daelerezh hag an dareulerezh kendeuzet eo an daelerezh hervez termenadur kentañ Diogenes Laertios eta. Trivium skolioù an Henamzer e oa, da lavaret eo kentañ derez an deskadurezh ; "galloud ar yezh" e oa an trivium, ha diazez an eil derez anvet quadrivium : ar sonerezh, an niveroniezh, ar ventoniezh hag ar steredoniezh. Ar seizh arz frank a raed eus trivium ha quadrivium.[17]

 
Ar brederouriezh hag ar seiz arz frank
gant Nicolas Xavier Willemein (1763-1833)
Universitätsbibliothek Johann Christian Senckenberg, Frankfurt

E deroù an VIIIvet kantved ez erruas ar seiz arz frank er C'hornôg kristen dre ar manac'h Beda Venerabilis hag an eskob Isidoro de Sevilla. Adkemeret e voent gant ar manac'h saoz Alcuin, kuzulier Karl Veur, evit diazezañ reizhiad deskadurezh impalaeriezh ar Garolingidi (800-887).

En abeg da aloubadegoù ar Vikinged, an Arabed ha Hungariz en IXvet ha Xvet kantved e voe paouezet pe dost da gelenn ar sonerezh, an niveroniezh, ar ventoniezh, ar steredoniezh hag an daelerezh. Gant ar manac'h Gerbert d'Aurillac, a voe ar pab Jelvestr II diwezhatoc'h, e voe adlakaet an daelerezh da zanvez-kelenn en Iliz katolik a-c'houde e veajoù-studi e Katalonia (963-971) ma lennas diwar-benn Aristoteles : quadrivium ha daelerezh a gelennas e skol an eskopti e Reims[18].

Adalek an XIvet kantved e voe adtroet oberennoù Aristoteles, ar pezh a roas lañs d'un tabut en Iliz etre dalc'hidi an daelerezh, e soñje dezho e c'halle hentenn Aristoteles reiñ un displegadenn boellek d'ar c'hevrinoù kristen, hag enebourien an daelerezh, o devoa aon e vije kollet ar c'hevrinoù relijiel, hag a zalc'he da aotrouniezh Tadoù an Iliz.

War gresk ez eas an daelerezh en XIIvet kantved en Iliz : kevret gant ar yezhadur hag ar boelloniezh e teuas da vezañ ur benveg rekis evit an doueoniourien. D'ar mare-se e savas ur mestr war an daelerezh, an doueoniour, prederour ha sonaozour breizhat Pierre Abélard (1079-1142).
Er c'hantved-se ivez e voe troidigezhioù latin nevez eus skridoù Aristoteles, o tont eus Toledo e Spagn hag eus Italia ; addisplegerien Aristoteles a voe troet ivez, en o zouez reoù o tont eus Arabia, evel ابن سينا Ibn Sina (Avisenna).

En XIIIvet kantved e c'hanas prederouriezh Aristoteles un diskiblezh nevez, ar skolastik, ar pal dezhi lakaat prederouriezh Aristoteles da glotañ gant an doueoniezh kristen. Gant Tommaso d'Aquino e voe embannet an disoc'h, Summa Theologiæ, "Pennober doueoniel"[19]

"Ar poell e servij ar feiz" hag "Ar brederouriezh e servij an denoniezh" e voe gerioù-stur e metoù doueoniourien ar Grennamzer, pa dalveze an daelerezh da zisplegañ lod eus kelennadurezhioù ar gristeniezh, ha da blaenaat tabutoù-diabarzh dre ar c'hendiviz.
Setu amañ pazennoù an daelerezh evel ma oant e dibenn ar Grennamzer :

  1. termeniñ dodenn ar c'hendiviz dre an diogeladenn gentañ ;
  2. termeniñ an arbennadenn bennañ d'an diogeladenn gentañ ;
  3. termeniñ an arguzenn bennañ a-du gant an diogeladenn gentañ hag a-enep an arbennadenn bennañ ;
  4. adtermeniñ an diogeladenn goude bezañ pouezet war an anatadennoù ;
  5. arguzenniñ enep pep arbennadenn da heul.

Ar brederouriezh arnevez

kemmañ

En o stad e chomas an traoù a-hed an Azginivelezh ha betek dibenn an XVIIIvet kantved. E deroù an XIXvet kantved, e 1809, e voa ar prederour alaman Johann Gottlieb Fichte (1762-1814) anvet da gelenner e Skol-Veur Berlin, ma voe brudet evit e helavarded hag e zoare da gelenn dre an argerzh dodiñ > gourzhdodiñ > kendodiñ da heul labourioù Immanuel Kant (1727-1804).
E 1814, goude marv J. G. Fichte, ez eas kador ar brederouriezh e Skol-veur Berlin da Georg Wilhelm Friedrich Hegel, a roas ul lañs nevez d'an daelerezh dre e veizad daelerezhek eus Istor mab-den.
Pelloc'h, e kreiz an XIXvet kantved, e voe lakaet an daelerezh e pleustr er bed danvezel gant Karl Marx ha Friedrich Engels.

Georg Wilhelm Friedrich Hegel

kemmañ
 
Georg Wilhelm Friedrich Hegel
Poltred gant Jakob Schlesinger (1831)
Alte Nationalgalerie, Berlin

Pelloc'h eget argerzh ar c'hendiviz kefredel e voe kaset an daelerezh gant ar prederour alaman : kendeuzet gant ar boelloniezh eo bet gantañ, ha lakaet da ziazez natur ar bed gwirion.
Da heul J. G. Fichte e labouras hervez un argerzh teirfazennek[20] :

Das Logische hat der Form nach drei Seiten :

α) die abstrakte oder verständige ;
β) die dialektische oder negativ-vernünftige ;
γ) die spekulative oder positiv-vernünftige.

Tri zu zo d'ar boelloniezh :

α) an tu goubar pe gizidik ;
C an tu daelerezhek pe boellel dre nac'h ;
γ) an tu tebouezel pe boellel diarvar.

Par d'an argerzh "dodiñ - gourzhdodiñ - kendodiñ" eo hentenn Hegel, hogen disheñvel eo e meur a geñver.

  • Da gentañ, iskis e kave ar prederour ne vije gwezh ebet displeget perak e rankje an dodiñ kas d'ar gourzhdodiñ dre ret. Gant e zoare da zisplegañ ar poent α) e c'houlaka e vez bepred ur mank e kement arlakadenn a zo, abalamour da vevennoù spered an dud : diaes eo dezho meizañ an traoù difetis, ha levezonet e vez o foell gant o zrivliadoù.
  • Gant ar poent β) e klask reizhañ ar si-se dre an daelerezh : dav eo arguzenniñ enep an arlakadenn a-benn hec'h amprouiñ.
  • Gant ar poent γ) e laka ar prederour ar pouez war ar pezh a zo gwir er bed : dre an daelerezh e teuer a-benn da dermeniñ ar pezh a zo gwerc'hel, ar pezh a zo anezhañ er bed-mañ evit gwir.

Penaos tremen eus β) da γ), eus an tu poellel dre nac'h d'an tu poellel diarvar ? Dre an Aufhebung "freuzidigezh (ul lezenn)", eme Hegel, da lavaret eo dre grennañ ur meizad d'e damm talvoudusañ ha, war an dro, mont dreist e vevennoù.
Ur skouer eus an Aufhebung eo ar c'hendiviz a-zivout an hanvoud ("ar bezoud", ar fed da vezañ, e gerioù nann-prederourel)[21] :

α) perzh pep boud bev eo an hanvoud, gwerc'hel eo an hanvoud neuze, n'eo ket netra ;
β) mont da netra eo perzh pep boud avat, pa rank pep boud bev mervel ;
γ) ne c'haller ket diforc'hañ etre hanvoud ha netra ; neuze : dont da vezañ eo an hanvoud.

Aze emañ gwele kelennadurezh Georg W. F. Hegel : estreget un hentenn evit prederiañ eo an daelerezh, anien ar veziadelezh eo ivez. Un dra hepken eo bezañ ha soñjal, pep tra er bed-mañ a ya en-dro en unaniezh an eneboù, buhez an hollved eo al lusk-se. Danvez ar relijion, an arz, ar brederouriezh hag istor mab-den eo. Meizañ al lusk-se eo e gompren dre an diabarzh, peogwir ez eus boudoù bev ac'hanomp.

Karl Marx ha Friedrich Engels

kemmañ
 
Karl Marx
e 1875
 
Friedrich Engels
e 1877

Kontrol-mik da "anien ar veizadelezh" hervez G. W. F. Hegel e savas Karl Marx, evel m'en displegas e gourfennskrid eil embannadur e oberenn vrudetañ, Das Kapital e 1873 :[22],[23]

N'eo ket hepken ez eo disheñvel ma hentenn daelerezhel diouzh hini Hegel, kontrol-mik dezhi eo. Hervez Hegel ez eo argerzh buhez empenn mab-den, i.e. argerzh ar soñjal, a dro-eñ d'un dodenn distag zoken peogwir e ra "ar Mennozh" anezhañ, demiurg ar bed gwerc'hel, ha n'eo ar bed gwerc'hel nemet an anadenn diavaez eus "ar Mennozh". Hervezon, en eskemm kaer, n'eo ar Mennozh nemet adsked ar bed danvezel e spered mab-den, ha troet e doareoù da soñjal.

Danvezelouriezh daelerezhel a voe graet eus arlakadenn K. Marx gant ar prederour alaman Joseph Dietzgen (1828-1888) ; diwar an arlakadenn-se e voe ganet an danvezelouriezh istorel, an hentenn danvezelour da zielfennañ an Istor dre an armerzh, heuliet gant Marx, Friedrich Engels ha Vladimir Lenin.
Ar vuhez danvezel eo diazez pep tra, emezo ; stummet e vez spered an den gant e endro zanvezel, diwar e endro e teu skiant hag emskiant an den, kevredigezhioù denel ar bed ha, pelloc'h, "Mennozh" Hegel — n'eo mab-den nemet un adsked eus e endro, hervez Lenin. Dre an danvezelouriezh daelerezhel e c'haller displegañ diorroadur ar c'hevredigezhioù ha, dre vras, ar sokialouriezh.
Sichenn ar politikerezh marksour eo an daelerezh ; "daelerezhel eo an natur" a skrivas F. Engels en Herrn Eugen Dührings Umwälzung der Wissenschaft ("Emañ an ao. Eugen Dühring o reveulziañ ar skiant") e 1878.[24], hag eñ ha reiñ teir lezenn daelerezhel an natur :

• lezenn an tremen eus ar c'hementad d'ar berzhded

Ur c'hemm er berzhded a c'hoarvez pa dro un dra bennak en un dra bennak all disheñvel-krenn diouzh an dra orin. Hervez al lezenn-se, pa gresk pe zigresk ar c'hementad a zanvez e kemm pep tra, danvezel pe get, en un dra all. Tamm-ha-tamm e kemm ar c'hementad danvezel, hogen ne c'hoarvez kemm er berzhded danvezel nemet dre an dispac'h. Dre al lezenn-se e tispleger diorroadur an dud, an darvoudoù naturel hag an darvoudoù kevredigezhel.

• lezenn kenintradur an eneboù

An dislavar eo anien ar bed, eme Herakleitos ha G. W. F. Hegel ; a-du ganto e savas K. Marx hag F. Engels. An disoc'h eus emgann elfennoù kontrol eo kement anadenn a c'hoarvez er bed, an elfennoù-se o vezañ unanet en anadenn nevez hag o tegas luskoù ha kemmoù nevez er bed — en natur, er c'hevredigezhioù hag er mennozhioù. Dre al lezenn-se e c'haller displegañ kement luskad a zo er bed.

• lezenn nac'hadur an nac'hadur

An diogeladur eo kentañ pazenn argerzh an daelerezh : bez' ez eus eus an dra-mañ-tra er bed gwirion. An nac'hadur eo an eil pazenn, pa bouezer war oberiantiz an dra gontrol, a gas an dra gentañ da get. Nac'hadur an nac'hadur eo trede pazenn an daelerezh : kendeuziñ a ra ar c'hentañ hag an eil dre anzav ar pezh a zo gwir en div. An teir lezenn-se a ziskouez lusk ar bed ; an anadenn a zo bet ganet en trede pazenn a heulio an hevelep argerzh betek genel un anadenn nevez all.

Dre an argerzh daelerezhel eta e ya an natur war-raok, o kas ganti ar c'hevredigezhioù denel ha mennozhioù mab-den, war-du stummoù klokoc'h, kevanekoc'h ha perveshoc'h.

En Das Kapital adarre e tisplegas Karl Marx an danvezelouriezh daelerezhel :

Ur gwarzh hag un euzh eo stumm poellel an danvezelouriezh daelerezhel dirak daoulagad ar vourc'hizelezh ha re he c'helennadourien, abalamour ma ranker, evit e gompren, anzav stad vedel an traoù, ar c'hontrol eus ar stad-se war an dro, hag he diskar ret ; peogwir e sell ouzh pep stumm kevredigezhel bet diorroet en Istor evel ouzh ul luskad, o terc'hel stad neuze koulz eus e natur ardreuzat hag eus e vezañs verrbad ; peogwir ne bleg dindan beli ebet, ha peogwir ez eo an dezvarn hag an dispac'h e anien.

Emgann ar renkadoù eo ar gudenn bennañ a glaskjod dirouestlañ dre zaelerezh Karl Marx, pa 'z eus un diforc'h anat etre al labour kefredel hag al labour dorn, etre bevañ e kêr ha bevañ war ar maez, etre ar greanterezh hag al labour-douar. Dre zislavaroù an daelerezh e klaskas Marx, Engels ha Lenin displegañ n'eus bet biskoazh eus un urzh naturel digemm er gevredigezh, daoust d'ar pezh a hañval bezañ anat, e ranker bepred mont buanoc'h en argerzh ar c'hemmañ dere an dud evit ma vevjent gwelloc'h, petra bennak ma ne wel an dud araokadenn ebet en o dere, hag ez a ar gevredigezh war-raok tamm-ha-tamm daoust da giladennoù bet degaset gant reveulzioù, gwallzarvoudoù hag all. Stag ouzh kement tra all eo pep tra, hag e pep tra emañ an dra gontrol.
Alies eta e voe lakaet daelerezh Karl Marx da venveg rendaeliñ ha brudañ, evit harpañ dibaboù politikel ar Stadoù marksour.
Kement-se a gasas da zarrizhad Trofim Denisovitch Lysenko en URSS da vare Jozef Stalin, pa voe lakaet da haroz ar skiant soviedel eus ar bloavezhioù 1930 betek 1964 daoust d'e labourioù fazius war an hiloniezh er gounezerezh. Hervez Trofim Lysenko e c'halled kemmañ natur hilel ar plant dre gemmañ o endro, daoust da labourioù Gregor Mendel ; pelloc'h c'hoazh ez eas, pa c'hovelias arlakadenn "bevoniezh ar renkadoù". Er bed a-bezh e savas prederourien ha skiantourien enep an danvezelouriezh daelerezhel, kent distreiñ war o c'hiz a-wezhioù, ha diskaret e voe labourioù T. D. Lysenko gant an Akademiezh ar Skiantoù soviedel e 1965.

Dezvarnadenn Jean-Paul Sartre

kemmañ

En e levr Critique de la raison dialectique embannet e 1960 e klaskas ar prederour gall Jean-Paul Sartre penaos sevel un "denoniezh strukturel hag istorel" na gasje ket louerelezh danvez ar studi d'ur reizhiad digemm a veizadoù. Hervezañ, an denoniezh hervez Karl Marx hepken — an danvezelouriezh daelerezhel — a oa gouest da dizhout ar pal, gant ma sujje d'an {| width="80%" align="center" bgcolor="#FFFFF0" cellpadding="10px"nemet daelerezh hervez Sartre : daelerezh anadennoniel ar Bezañ hag an Netra[25]. Mard eo gwir danvezelouriezh istorel Karl Marx ez eo an daelerezh anien an Istor, hogen ret eo gouzout hag ur poell daelerezhel zo, a vije e c'halloud dreist hini ar skiantoù evit studiañ bezañs mab-den.
Siwazh, ned eas ket Jean-Paul Sartre pelloc'h, pa ne reas nemet sevel ar goulenn, feal ma chomas d'e veno : dre an daelerezh hepken e teu an anaoudegezh, ha kemmoù emskiant er gevredigezh.

An daelerezh er skiantoù

kemmañ

Un nebeud skiantourien a zistroas war o c'hiz neuze, hag a anzavas e c'halle an daelerezh talvezout en o studioù, en o zouez ar poelloniour Rusian Aleksandr Zinovyev (1922-2006), ar bevoniour ha hiloniour amerikan Richard Lewontin (bet ganet e 1929), ar bevoniour amerikan Stephen Jay Gould (1941-2002), hag ar gouiziadoniour gall Patrick Tort (bet ganet e 1952). En XXIvet kantved ivez e kendalc'h an daelerezh da vevañ er skiantoù dre oberoù an daelerezhour amerikan Bertell Ollman (bet ganet e 1936), ar c'hevredadour ha denoniour gall Jean-Marie Brohm (bet ganet e 1940) hag ar jedoniour gall Évariste Sanchez-Palencia (bet ganet e 1941).

Dre an daelerezh ez eo aesoc'h kompren an dislavaroù a gaver a-wezhioù en arnodennoù skiantel. En e levr Les principes de la dialectique ez adkemer Jean-Marie Brohm argerzh an daelerezh hervez Hegel ha Marx[26].
Kemmet eo bet an argerzh-se abaoe ar bloavezhioù 1980, evel m'en displeg É. Sanchez-Palencia en e levr Promenade dialectique dans les sciences[27] : arsellet ez eus bet ur "reustl savelegour" en anadennoù ma vez teir elfenn da nebeutañ oc'h emdreiñ war an dro, pep hini anezho o levezoniñ emzalc'h ar re all, alese ur bazenn nevez a anver "emzalc'hioù kantredidik war an desacher".
War dachenn ar vevoniezh ez eo bet arveret an danvezelouriezh daelerezhel, pa vez kemm-digemm kennevid hag emdroadur pep bev daoust d'e framm bezañ termenet gant e DDN[28].

Daelerezh ha stlenneg

kemmañ

Abaoe un nebeud degadoù ez eus kenlabour gant poelloniourien eus ar bed a-bezh evit kavout un diazez jedoniel d'an daelerezh. A-douez o andonioù e voe labourioù gant ar prederour breizhveurat Stephen Edelston Toulmin (1922-2009)[29] ha re ar prederour amerikan Nicholas Rescher (bet ganet e 1928)[30].

Ar poellata azgweladus, un doare da boellata a zo diazezet war abegoù a c'haller kemmañ — ne glasker ket prouiñ tra pe dra, o klask ur c'hempouez efedus e vezer bepred, zo bet arveret da sevel reizhiadoù stlennel a zo diazezet war arguzennoù rakstummet, war reolennoù arguzenniñ ha reolennoù all a ra war-dro ar c'hemmoù er stlennoù a ranker keweriañ.
An doare stlenneg-se a vez implijet en enklaskoù diwar-benn an naouegezh kalvezadel a-benn sevel urzhiataerioù a vije gouest da gemer disentezioù ha, pelloc'h, reizhiadoù-labour harpet gant urzhiataerioù[31].,[32]

Kemmus eo an daelerezh abaoe 2 500 vloaz, ha kemmañ a ra c'hoazh a-benn stummañ an degadoù da zont.

Notennoù

kemmañ
  1. VAN EEMEREN F. H., en Anyone Who Has a View — Theoretical Contributions to the Study of Argumentation (Argumentation Library), Springer, 2003 ISBN 978-1-4020-1456-7 (en)
  2. PINTO Robert C., Argument, Inference and Dialectic — Collected Papers on Informal Logic (Argumentation Library), Springer, 2010 ISBN 978-90-481-5713-6 (en)
  3. DESHAYES Albert, Dictionnaire étymologique du breton, Chasse-marée, Douarnenez, 2003 ISBN 978-2-9142-0825-1 (fr)
  4. MacLENNAN Malcolm, A Pronouncing and Etymological Dictionary of the Gaelic Language, 1925 (orin), Mercat Press, Edinburgh, 1979 ISBN 978-1-873644-11-9 hag Acair Ltd., Stornoway, 1997 ISBN 978-0-86152-171-5 (en)
  5. REIG Daniel, Dictionnaire arabe-français, français-arabe, Larousse, Paris, 2008 ISBN 978-2-03-584217-6 (ar) (fr)
  6. Chine Nouvelle (fr) (zh)
  7. Kantango (ja) (en)
  8. Dictionnaire japonais (ja) (fr)
  9. Lexilogos (ko) (fr)
  10. RESCHER Nicholas, Reductio ad Absurdum, 2005, Internet Encyclopedia of Philosophy (en)
  11. WILLIAMS Howard L., Hegel, Heraclitus and Marx's Dialectic, Prentice-Hall, 1989 ISBN 978-0-7450-0527-0 (en)
  12. KANT Immanuel, Kritik der reinen Vernunft (1781), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 (de)Projekt Gutenberg-DE (de)
    Critique of Pure Reason, Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 (en)
    Critique de la raison pure, Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 (fr)
  13. Gwelit pennad 4 levrenn Γ (pe IV) ARISTOTELES, Métaphysique, Flammarion, 2008 ISBN 978-2-08-070563-1 (fr)
  14. Les Sceptiques du Québec (fr) OK 01/02/2013
  15. Unan eus sturiennoù ar gwir en Impalaeriezh roman e oa affirmat, probat ("Neb a ro da wir, ra brouo").
  16. Vies et doctrines des philosophes illustres, Livre de Poche, 1999 ISBN 978-2-253-13241-7 (fr)
  17. Div werzhenn latin o deskrive :
    Gramm loquitur, Dia verba docet, Rhet verba colorat, Komz a ra ar yezhadur, kelenn a ra an daelerezh, livañ ar gerioù a ra an dareulerezh,
    Mus canit, Ar numerat, Geo ponderat, Ast colit astra. Kanañ a ra ar sonerezh, kontañ a ra an niveroniezh, pouezañ a ra ar ventoniezh, war-dro ar sterennoù e ra ar steredoniezh.
  18. RICHÉ Pierre, Gerbert d'Aurillac, le pape de l'an mil, Fayard, 1987 ISBN 978-2-213-01958-1 (fr)
  19. La somme théologique de saint Thomas, troet gant an abad Drioux, Elibron Classics, 2001 ISBN 978-0-543-81307-7 (levrenn 1) (fr)
  20. HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, Enzyklopädie der philosophischen Wissenschaften im Grundrisse (1830), Meiner, 1991 ISBN 978-3-7873-1032-6 (de)
    Encyclopédie des sciences philosophiques en abrégé, Librairie Philosophique Vrin, 2012 ISBN 978-2-7116-2375-4 (fr)
  21. HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, Wissenschaft der Logik I. Die Lehre vom Sein (1832), Meiner, 2008 ISBN 978-3-7873-1663-2 (de)
    Science de la logique — La doctrine de l'être, Éditions Kimé, 2007 ISBN 978-2-84174-434-3 (fr)
  22. Gourfennskrid Das Kapital (en) OK 04/02/2013
  23. MARX Karl, Das Kapital: Ungekürzte Ausgabe nach der zweiten Auflage von 1872. Mit einem Geleitwort von Karl Korsch aus dem Jahre 1932, Anaconda Verlag, Köln, 2009 ISBN 978-3-86647-325-6 (de)
    Capital, Oxford University Press, 2008 ISBN 978-0-19-953570-5 (en)
    Le capital, Gallimard, Paris, 2008 ISBN 978-2-07-035574-7 (fr)
  24. ENGELS Friedrich, Herrn Eugen Dührings Umwälzung der Wissenschaft ("Anti-Dühring"), Dietz, 1989, ISBN 978-3-320-00294-7 (de)
    Marxists.org — Ar skrid e galleg (fr) OK 07/02/2013
  25. SARTRE Jean-Paul, Critique de la raison dialectique, précédé de Questions de méthode, Gallimard, 1985, ISBN 978-2-07-070493-4 (levrenn 1), ISBN 978-2-07-070525-2 (levrenn 2) (fr)
  26. BROHM Jean-Marie, Les principes de la dialectique, Éditions de la Passion, 2003 ISBN 978-2-906229-57-0 (fr)
  27. SANCHEZ-PALENCIA Évariste, Promenade dialectique dans les sciences, Hermann, 2012 ISBN 978-2-7056-8272-9 (fr)
  28. CHAPOUTHIER Georges, Information, structure et dialectique chez les êtres vivants, kelaouenn La Pensée, niverenn 200, Eost 1978, Gallica (fr)
  29. TOULMIN Stephen E., The Uses of Argument, Cambridge University Press, 2003 ISBN 978-0-521-53483-3 (en)
  30. RESCHER Nicholas, Dialectics — A Controversy-Oriented Approach to the Theory of Knowledge, State University of New York Press, 1977 ISBN 978-0-87395-372-6 (en)
  31. PRAKKEN Henry, VREESWIJK Gerard, Logics for Defeasible Argumentation, 1998 (en) OK 10/02/2013
  32. CHESÑEVAR Carlos, McGINIS Jarred, RAHWAN Iyad, REED Chris, MODGIL Sanjay, SIMARI Guillermo, SOUTH Matthew, VREESWIJK Gerard, WILLMOTT Steven, AIF: Argumentation Interchange Format — Strawman Model, 2005 (en) OK 10/02/2013
  NODES
INTERN 1
Note 3