Egineg

kumun Il-ha-Gwilen

Egineg (Acigné e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Liverieg e departamant Il-ha-Gwilen.

Egineg
Milin Egineg war ar Gwilen.
Milin Egineg war ar Gwilen.
Ardamezioù
Anv gallaouek Acinyae
Anv gallek (ofisiel) Acigné
Bro istorel Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Roazhon
Kanton Liverieg
Kod kumun 35001
Kod post 35690
Maer
Amzer gefridi
Olivier Dehaese
2020-2026
Etrekumuniezh Roazhon Meurgêr
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn Web http://www.ville-acigne.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 6 865 ann. (2020)[1]
Stankter 232 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 08′ 03″ Norzh
1° 32′ 12″ Kornôg
/ 48.13413717, -1.53663056
Uhelderioù kreiz-kêr : 35 m
bihanañ 29 m — brasañ 96 m
Gorread 29,55 km²
Lec'hiañ ar gêr
Egineg

Eginegiz hag Eginegadezed a vez graet eus hec'h annezidi.

Douaroniezh

kemmañ
  • A. Marteville et P. Varin (1843) : Parochia de Acigneio.
  • Dauzat et Rostaing (1963-1978) : "de Accigneio, war dro 1330; diwar anv den latin *Accinius (> Accius) + lostger -acum".
  • J-Y Le Moing (1990) : "Acigniacum, 1030 Ab. Bossard; B.N
  • Erwan Vallerie (1995) : "Aciniacum 1030; Acigniacum 1030; de Accigneio 1330'.
  • Embannadurioù Flohic : diwar anv-den galian ha roman Accinius pe diwar accinere, "gourizañ", daveiñ d'an div stêr war dro ar gumunn.

Ardamez

kemmañ

Froger & Pressensé :

En erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

Ardamez familh Acigné, XIIIvet

An dresadenn roet amañ a zo fazius : un dreustell divouedet ne ya ket betek al lezoù (cf Gourdon de Genouillac, p. 3, bann 2; tresadenn reizh gant Froget ha Pressensé, p. 68).

Kent 1790

kemmañ

J.B Ogée, p. 36 : war ar stêr Gwilen, 2 lev biz-reter Roazhon, e eskopti hag e eil-dileuriadurezh

XXvet kantved

kemmañ
  • Mervel a reas 70 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 4,09% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Varzhin.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc'hskeudennoù[4].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[5].

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
Roll ar maerioù
Mare Anv Strollad Karg
1919[6] ?? de Tréverret -
1971 1989 Michel Simonneaux -
1989 - Guy Jouhier PS Kuzulier-departamant (1998-2011)
2014 → bremañ Olivier Dehaese[7] PS Ijinour
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Alan a Egineg, un aotrou meur a Vreizh, e stourmas ouzh Richarz, roue Bro Saoz, evit dieubiñ Koñstansia, intanvez Jaffrez II, lazhet e 1186, hag ouzh Yann Dizouar goude muntr Arzhur In.
  • Pêr a Egineg, mignon da Loeiz a Anjev, e stourmas gantañ a-enep ar Saozhon e Gwiana, e Poatev, ha lec'hioù all. Goude se e eas gant e vignon da vrezeliñ e Provañs, Naplez, Sikilia. Goude marv Loeiz er brezel se, deut eo en dro e-kichen Mari a Vreizh, intanvez Loeiz, en em lakas da servijout Loeiz II, dug Anjev evit adkemer rouantelez Naplez. Savet senesal meur a Brovañs, hag anvet "ar marc'heg dizaon ha direbech". Loeiz II e roas dezhañ baronelezhioù Merarques ha Val-Frenetie hag e werzhas dezhañ, evit nebeut, beskontelezh Grimaud-Reilland. Pêr a Egineg e varvas e Vienna, e Daofinelezh, hag interet en iliz Sant-Anton, gant e gwreg Elen a Anguien.
  • Yann a Egineg, breur Pêr, e oa gant 120 marc'heg brezhon ouzh emgann Nicopolis, e bro Turki, e 1396.
  • Yann a Egineg, mab bihan an hini diaraok, marc'heg urzhioù ar roue (1), denjentil kambr ar roue, letanant-jeneral evit Breizh.
  • Yann a Egineg, mab an hini diaraok, e oa e Milan e 1521, ha gemeras perzh ouzh emgann Pavia.
  • Fañch a Egineg, bet lazhet e-kerzh emgann Monkontour, e bro Poatev, e 1579.
  • Yann a Egineg, e vab, n'en eus ganet paotr ebet. E verc'h, Judith a Egineg, a zo bet dimezt da Charlez a Gosse, kont Brissac, marichal c'hall, marc'heg urzhioù ar roue, e letanant-jeneral evit Breizh. Herri IV, roue Frañs, e savas Egineg da varkizelezh e 1609.

(1) : Nac'het eo an dra se gant Marteville & Varin : urzh ar Spered Santel, urzh ar Roue, a zo bet savet nemet e 1578. Asañtiñ a reont gant Urzh Sant-Mikael evit Yann a Egineg.

Echu evit ar poent. Skridoù mat da reizhañ, ma'z ez eus ezhomm.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  d'Acigné,

aotrounez al lec'h se

en erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
  d'Argentré,

aotrounez les Forges

en argant e groaz pavek en glazur

Gevelliñ

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Alamagn Wachtendonk 1980
  Roumania Șeica Mare 1993

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; war dro 1780;
  • (fr)MM. A. Marteville et P. Varin, warlec'hien Ogée, 1843.
  • (fr)Albert Dauzat et Charles Rostaing : Dictionnaire étymologique des noms de lieux de France. Embannadurioù Guénégaud. Paris. 1963.
  • (fr)Jean-Yves Le Moing : Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne. Coop Breizh. 1990
  • (fr)Embannadurioù Flohic : Le patrimoine des communes d'Ille-et-Vilaine. 2000
  • (fr)Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, n° 7269.
  7. (fr)« Olivier Dehaese a été élu maire de la ville », (Ouest-France, 30 Meurzh 2014.
  NODES