Eil Impalaeriezh c'hall

An Eil Impalaeriezh c'hall (Galleg: Second Empire) a oa ur sistem bonreizhel ha politikel savet d'an 2 a viz Kerzu 1852, pa zeuas Louis-Napoléon Bonaparte, prezidant an Eil Republik c'hall, da vezañ Napoléon III, Impalaer ar C'hallaoued. Ar ren politikel-se a vo diskaret e 1870 pa vo savet an Trede Republik c'hall.

Eil Impalaeriezh c'hall
bro istorel, regime
Deiziad krouiñ2 Kzu 1852 Kemmañ
Anv ofisielSecond Empire Kemmañ
Perzhiad eSecond Opium War Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
Kan broadelPartant pour la Syrie Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′23″N 2°21′8″E Kemmañ
Renad politikelMonarkiezh vonreizhel, dual monarchy Kemmañ
Penn ar StadNapoleon III Kemmañ
Korf lezenniñParlamant gall Kemmañ
MoneizFrench franc Kemmañ
Bet erlec'hiet gantTrede Republik c'hall Kemmañ
Erlec'hiañ a raEil Republik c'hall Kemmañ
Deiziad kregiñ1852 Kemmañ
Deiziad echuiñ1870 Kemmañ
Deiziad divodañ4 Gwe 1870 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Banniel Frañs Kemmañ
ArdamezioùArdamezioù Frañs Kemmañ
Map
Napoleon III taolennet gant Franz Xaver Winterhalter.
Skoed-ardamez an Eil Impalaeriehz c'hall (1852–1870)

Abaoe al levr L'Histoire de la France contemporaine gant Ernest Lavisse, e vez gwelet daou brantad en Eil Impalaeriezh :

  • an hini kentañ, an doare aotrouniek etre 1852 betek 1860,
  • an eil, ar prantad frankizour etre 1860 ha 1870.

Diskaret e voe an Eil Impalaeriezh d'ar 4 a viz Gwengolo 1870 goude Emgann Sedan, e-pad ar brezel a-enep Prusia, un nerzh hag a oa o kreskiñ en Europa hag a oa sturiet gant ar c'hañseller Otto von Bismarck.

Taol-stad 1851

kemmañ

* Pennad spisoc'h: Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851

Taol-Stad an 2 a viz Kerzu 1851 a grou an Eil Impalaeriezh. Fin eo d'an emgann politikel etre ar strollad Parti de l'Ordre (muiañ-niver er parlamant) hag ar Vonapartisted aotrouniek. En ur implij doareoù tort difennerien ar republik a implije arguzenn reizhded ar vonreizh, ar vonapartisted a zisklêr bezañ a-du kren gant ar vouezhiadeg hollek, met lakaet da dalvezout kreñvoc'h evit galloud ar vonreizh. Goulennet e vez d'ar bobl bezañ mammenn nemetañ reizhded ar galloud. Lakaet e vez en-dro ar vouezhiadeg hollek paotr a oa bet gwanaet gant ar vodadeg vroadel. Ouzhpenn da-se e vez restaolet ar gwir d'ar voterien da votiñ end-eeun evit o c'hannaded.

  NODES
Note 1