Eilean nam Muc (distaget [ˈelan nə ˈmuʰk] e gouezeleg ; Muck e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall tostañ, e Bro-Skos. E 2013 e oa 27 den o chom enni. Ar gêr vrasañ eo Port Mòr ("porzh meur").

Port Mòr, en Eilean nam Muc

Er porzhig-se e c'haller lestrañ da vont da inizi all, Canaigh, Rùm hag Eige, koulz ha da Àrasaig ha Malaig war an douar-bras.

Beinn Airein eo ar poent uhelañ war an enez (137 metr uhelder). Brudet eo Eilean nam Muc abalamour d'ar reuniged ha morhoc'hed a weler er mor en-dro dezhi.

Talvezout a ra anv an enezenn kement hag "enez ar balumed", rak ur c'hrennadur eo muc diwar muc-mhara (balumed), daoust ma kred tud a-wechoù ez eo "enez ar moc'h" (muc = moc'h)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Iain Mac an Tàilleir (pdf), "Placenames“, p.89, Pàrlamaid na h-Alba
  NODES
Note 2