Un eisteddfod (eisteddfodau el liester), pe eistezvod[1], zo ur vodadeg vras e Kembre ma vez aozet kenstrivadegoù lennegel, kan ha sonerezh, c'hoariva ha dibunañ barzhonegoù, a-unan pe a-vagadoù, e kembraeg.

Eisteddfod 1967

Dont a ra ar ger eus eistedd, a dalv kement hag "azezañ".

En XIIvet kantved e oa bet krouet an hini gentañ gant Rhys ap Gruffudd, roue Deheubarth, en e lez en Aberteifi en 1176.

Anaout a reer ivez :

Aet e oa an eisteddfodoù e-maez a c'hiz a-raok bezañ adsavet en XVIIIvet kantved.

Tri seurt eisteddfod a zo e Kembre hiziv.

An Eisteddfod Vroadel eo ar vrudetañ, ha bez ez eo ar brasañ gouel sonerezh ha barzhoniezh en Europa. Eizhtez e pad, e kembraeg penn-da-benn eo, e penn-kentañ miz Eost e vez atav, ur bloaz en hanternoz ar vro, ar bloaz war-lerc'h er c'hreisteiz. Un deltenn a vez gant kement kevredigezh pe strollad zo er vro hag a labour e kembraeg, ha brezhonegerien a vez en-dro da deltenn Cymru-LLydaw. Tremen 6000 a dud o doa kenstrivet en eisteddfod 2006, pa oa bet 150 000 a arvesterien.

Eisteddfod an Urdd

kemmañ

'Eisteddfod Yr Urdd', hini ar re yaouank, eo an eil vrasañ. Aozet eo gant Urdd Gobaith Cymru, adalek 7 vloaz betek 24,

Eisteddfod Etrevroadel Llangollen

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Eñvorennoù, Roparz Hemon, Al Liamm, 1998, p. 122

Liammoù diavaez

kemmañ

E Kembre

kemmañ

E broioù all

kemmañ
  NODES
Note 3