Emboltred en tog

taolenn gant Paul Gauguin
Emboltred en tog
Paul Gauguin, 1893
Eoullivadur war lien
45 × 38 cm
Musée d’Orsay
Pariz

An Emboltred en tog (Autoportrait au chapeau) zo un daolenn livet gant Paul Gauguin pa zistroas da Bariz war-lerc'h e veaj da d-Tahiti en 1892.

En em boltredet eo en e stal-labour.

An daolenn

kemmañ

En diaraog e weler an arzour gwisket en du hag un tog war e benn. Sellout ouzh an arvester a seblant ober. Livet eo a-us d'e vruched, ma c'haller soñjal emañ en e goazez, e zivskoaz troet a-zehou, e benn troet a-gleiz. Ur seurt enebiezh zo en e emzalc'h abalamour da se : e gorf troet a zehou a c'hall aroueziañ an amzer-da-zont, hag e zremm a seblant sellout ouzh e vuhez tremenet, aroueziet gant daou dra degaset eus Tahiti : an daolenn Manao Tupapau hag ar pareo.

En diadreñv, emañ an treust e-kreiz ar sklêrijenn. Honnezh eo al linenn a rann an daolenn e div lodenn. En dorn kleiz d'al livour emañ an tremened, traoù ha darvoudoù. En dorn dehou dezhañ ez eus un tric'horn glas-gwer.

Diskouez a ra Gauguin stourm e vuhez evit tud Tahiti.

  NODES
Note 1