Emilio Aguinaldo y Famy (22 Meurzh 1869 – 6 C'hwevrer 1964) a oa un dispac'hour ha politikour eus Filipinez. Prezidant kentañ Republik Filipinez e voe (1899–1901) ha prezidant kentañ ur republik en Azia. Ren a reas an emsavadeg a-enep yev Spagn e dibenn Dispac'h Filipinez (1896–1898), ha ren a reas nerzhioù Filipinez ivez er brezel etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet (1898), hag er brezel etre Filipinez hag ar Stadoù-Unanet (1899–1902).

Emilio Aguinaldo

E 1935 ez eas war ar renk evit bezañ prezidant Filipinez, met dilennet e voe Manuel Quezon. Sellet a reer outañ evel unan eus harozioù broadel Filipinez.

  NODES
Note 1