Ferenc II Rákóczi
Ferenc II Rákóczi, en hungareg II Rákóczi Ferenc (distaget [ˈraːkoːtsi ˈfɛrɛnts]), ganet e 1676 en Borsi, marvet e 1735 en Tekirdağ, en Impalaeriezh Otoman, a oa ur priñs eus Hungaria ha penn an emsavadeg hungarat a-enep an Habsburrged er bloavezhioù 1703-11evel priñs (fejedelem) ar Stadoù Kengevreet evit Frankiz Rouantelezh Hungaria. Un haroz broadel eo hiziv en Hungaria.
Titl
kemmañSed e didl en e hed: Franciscus II. Dei Gratia Sacri Romani Imperii & Transylvaniae princeps Rakoczi. Particum Regni Hungariae Dominus & Siculorum Comes, Regni Hungariae Pro Libertate Confoederatorum Statuum necnon Munkacsiensis & Makoviczensis Dux, Perpetuus Comes de Saros; Dominus in Patak, Tokaj, Regécz, Ecsed, Somlyó, Lednicze, Szerencs, Onod.
E anv tiegezh eo Rákóczy, hag e hungareg eo II. Rákóczi Ferenc; František II. Rákoci e slovakeg, Franz II. Rákóczi en alamaneg, Franjo II. Rakoczy e kroateg. Priñs Transilvania e oa ivez, ha ezel da Urzh ar Maoutken aour
Bugaleaj
kemmañAr pinvidikañ eus perc'henned Rouantelezh Hungaria e oa ha kont (comes perpetuus) eus ar c'h- Comitatus Sarossiensis (Kontelezh Sáros) adalek 1694. Trede ha diwezhañ bugel ar priñs Ferenc Iañ Rákóczi e oa. E dad a oa priñs dilennet Transilvania. E vamm, Jelena Zrinska (Zrínyi Ilona e hungareg), a oa merc'h da Petar Zrinski (Zrínyi Péter e hungareg), ha nizez d'ar barzh Nikola Zrinski (Zrínyi Miklós en Hungareg). E dad-kozh ha tad-kuñv, anvet George, a oa Priñsed Transylvania.
Breur Ferenc, George, a varvas en-bugel a-raok e c'hanedigezh, hag e c'hoar, Julianna, a oa pevar bloaz warnañ. E dad, Ferenc Iañ, a varvas pa ne oa nemet 4 bloaz hag an intañvez a c'houlennas ober war-dro he bugale. Met kuzulierien Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel a alias an Impalaer santel da zerc'hel Ferenc bihan hag e c'hoar en e gichen, hervez youl o zad a-raok mervel. Daoust da se e chomas ar vugale gant o mamm, Jelena Zrinska, tra ma choment dindan aotrouniezh an impalaer hervez al lezenn.
Emsavadeg Thököly
kemmañAddimezet e oa Jelena Zrinska da Imre Thököly, ha hennezh ne reas van ebet eus desevel e lezvab Rákóczi.