Francisco Paulino Hermenegildo Teódulo Franco y Bahamonde, ent-berr Francisco Franco ([fɾanˈθisko ˈfɾaŋko]), ganet d’ar 4 a viz Kerzu 1892 e Ferrol (Galiza) ha marvet d'an 20 a viz Du 1975 e Madrid, a oa ur jeneral spagnol. Tizhout a reas ar galloud evel ezel pennañ al luskad eus an Tu-dehou pellañ anvet ar Falañs. Penn Stad Spagn a voe etre 1939 ha 1975 ma renas e vro evel un diktatour (graet e vez ar renad frankoour eus ar marevezh-se) gant an titl a Caudillo (sturier): Generalísimo Francisco Franco, Caudillo de España por la Gracia de Dios (ar Jeneralisim Francisco Franco, Sturier Spagn dre c'hras Doue).

Francisco Franco
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrancisco Franco Bahamonde Kemmañ
Anv ganedigezhFrancisco Paulino Hermenegildo Teódulo Franco Bahamonde Kemmañ
Anv-bihanFrancisco Kemmañ
Anv-familhFranco Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekBahamonde Kemmañ
Treuzskrivadur APIfɾanˈθisko ˈfɾaŋko Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Kzu 1892 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFerrol Kemmañ
Deiziad ar marv20 Du 1975 Kemmañ
Lec'h ar marvMadrid Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhGrave of Francisco Franco at Mingorrubio Cemetery Kemmañ
TadNicolás Franco Salgado-Araújo Kemmañ
MammPilar Bahamonde y Pardo de Andrade Kemmañ
Breur pe c'hoarPilar Franco Bahamonde, Nicolás Franco Bahamonde, Ramón Franco Bahamonde Kemmañ
PriedMaría del Carmen Polo Martínez-Valdés Kemmañ
BugelCarmen Franco, 1st Duchess of Franco Kemmañ
KarRamona Polo Martínez-Valdés, Ramón Serrano Suñer, Francisco Franco Salgado-Araujo Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridspagnoleg Kemmañ
Bet war ar studi eToledo Infantry Academy Kemmañ
Lec'h annezRoyal Palace of El Pardo Kemmañ
Lec'h labourMadrid Kemmañ
Deroù ar prantad labour1907 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1975 Kemmañ
Strollad politikelFalange Española Tradicionalista y de las JONS Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Liv an daoulagadgell Kemmañ
Grad milourelgeneralissimo Kemmañ
BrezelBrezel ar Rif, Asturian miners' strike of 1934, Brezel Spagn, Ifni War Kemmañ
Skour luSpanish Armed Forces Kemmañ
Facial hairtoothbrush moustache Kemmañ
Francisco Franco e 1930.

Alies e vez keñveriet gant diktatour Portugal António de Oliveira Salazar.

E vuhez

kemmañ

Franco a oa ganet en ur familh soudarded, ha daoust ma felle dezhañ servijout er morlu ez eas da soudard en arme zouar. Kemer a reas perzh e Brezel ar Rif e Maroko, hag e teuas da vezañ jeneral yaouankañ Europa e 1926[1]. Goude e zistro er vro-benn e renas mougadur feuls un harz-labour renet gant an anarkourien e 1934, dindan gouarnamant mirour Alcalá-Zamora. Da-heul savidigezh ur gouarnamant Talbenn ar Bobl, ennañ strolladoù disheñvel eus an tu kleiz, e kreskas ar feulster er vro. Kreñvoc'h e teuas ar feulster da vezañ etre ar strolladoù emsaverien bolitikel pa oa drouklazhet unan eus pennoù al luskad mirour er parlamant, José Calvo Sotelo, da zialañ muntr José Castillo[2]. Franco hag e geniriennerien a implijas marv Calvo evel o digarez da loc'hañ ar brezel, daoust m'o doa dija savet o steuñv d'en em sevel[3].

 
Franco o prezegenniñ en Éibar e 1949.

Franco hag an arme a glaskas seveniñ un taol-Stad a-enep gouarnamant an Talbenn broadel. C'hwitañ a reas an taol-Stad ha tarzhañ a reas Brezel diabarzh Spagn. E-pad ar stourm etre ar vroadelourien hag ar Republikaned e teuas Franco da vezañ penn e gostezenn. Goude m'en doe gounezet ar brezel diabarzh gant skoazell vilourel Italia hag Alamagn e tivodas Parlamant Bro-Spagn. Diazezañ a reas neuze un diktatouriezh eus an tu-dehou a badas betek 1978, pa oa savet ur vonreizh nevez. E-doug an Eil Brezel-bed e heulias Franco, ent-ofisiel, ur politikerezh divrezelekaerezh ha diwezhatoc'h ur politikerezh neptuegezh, abalamour ma ne oa ket adsavet Spagn diwar distrujoù bras ar brezel diabarzh. Koulskoude e harpas emouestlidi ar rannarme c'hlas a stourmas a-du gant armeoù an Ahel e Talbenn ar Reter. Displijout a rae kenañ da Fulgencio Batista, a ginnigas, e-pad an Eil Brezel-bed, ur gevredadenn etre ar Stadoù-Unanet ha broioù Suamerika da argadiñ Spagn ha diskar renad Franco[4].

Goude fin an Eil Brezel-bed e talc'has Franco e c'halloud e Bro-Spagn a-drugarez da vuzulioù strizh : lemel en un doare sistematek ar soñjoù eneberezh dre gontrollerezh ar c'hazetennoù ha rediezh an dud[5],[6], prizoniañ an enebourien d'e ideologiezh e kampoù er vro a-bezh (evel Los Merinales e Seville, San Marcos e León, Castuera e Extremadura, ha Miranda de Ebro)[7], al labour ret er prizonioù[8], hag implij ar c'hastiz a varv hag eus kastizoù prizon pounner da zibennadiñ e enebourien bolitikel[9]. E-pad ar Brezel yen e savas ar Stadoù-Unanet ur c'hevredad diplomatek ha kenwerzh gant Bro-Spagn, abalamour da bolitikerezh enepkomunour Franco. Ar prezidant amerikan Richard Nixon a evas memes da yec'hed Franco[10], ha, goude marv Franco, e tisklêrias : «Ar jeneral Franco a oa ur mignon hag ur c'hevredad leal eus ar Stadoù-Unanet»[11]. Goude e varv e krogas Bro-Spagn da vont tamm-ha-tamm trema an demokratiezh. Hiziv e vefe difennet gant al lezenn arouezioù renad Franco, evel an ardamezioù broadel a veze implijet dindan e renad pe ar banniel e erer impalaerel, e Bro-Spagn(Daveoù a vank).

 
20 a viz Du 1975, kazetenn o embann marv Franco.

Marv ha kudenn ar c'horf

kemmañ

D'ar 24 a viz Here 2019 e voe fiñvet relegoù Franco ha beziet anezho e bez e wreg en Mingorrubio, beziet e oa bet hag un-dro e-pad ul lid prevez[12].

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Francisco Franco. Spartacus.Schoolnet.co.uk. Kavet : 2 December 2009.
  2. Beevor, Anthony. The Spanish Civil War. London: Penguin, 1982. p 49.
  3. Beevor, Anthony. The Spanish Civil War. London: Penguin, 1982. p 51.
  4. "Batista's Boost", Time, January 18, 1943. Retrieved March 2, 2010.
  5. Sinova, J. La censura de prensa durante el franquismo/ The Media Censorship During Franco Regime. Random House Mondadori. ISBN 84-8346-134-X.
  6. Lázaro, A. James Joyce's encounters with Spanish censorship, 1939–1966. Joyce Studies Annual, 1 Jan 2001.
  7. Rodrigo, J. Cautivos: Campos de concentración en la España franquista, 1936–1947, Editorial Crítica.
  8. Gastón Aguas, J. M. & Mendiola Gonzalo, F. (eds.) "Los trabajos forzados en la dictadura franquista: Bortxazko lanak diktadura frankistan." ISBN 978-84-611-8354-8
  9. Duva, J. Octavio Alberola, jefe de los libertarios ajusticiados en 1963, regresa a España para defender su inocencia Diario El País, 9 November 1998
  10. John T. Woolley and Gerhard Peters, Toasts of the President and General Francisco Franco of Spain at a State Dinner in Madrid, The American Presidency Project. Santa Barbara, California: University of California (hosted), Gerhard Peters (database). Lennet enlinenn d'ar 24 a viz Mae 2008.
  11. New York Times. "Nixon Asserts Franco Won Respect for Spain." 21 a viz Du 1975, Gwener, p 16.
  12. https://www.theguardian.com/world/2019/oct/23/francos-remains-to-finally-leave-spains-valley-of-the-fallen
  NODES
Note 3
Project 1