Un elfenn gimiek eo ar gadoliniom ; Gd eo e arouez kimiek, 64 e niver atomek ha 157,250 e dolz atomek.

Gadoliniom
EuropiomGadoliniomTerbiom

Gd
Cm
Taolenn beriodek, Gadoliniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 64
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 157,250
Aozadur elektronek
[Xe] 4f7 5d1 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 25, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,2 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 593,365 kJ/mol
2 : 1 166,507 kJ/mol
3 : 1 990,491 kJ/mol
4 : 4 235,351 kJ/mol
Skin atomek 234 pm
Skin kenamsav 182 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 7,870 g/cm3
Teuzverk 1 313 °C
Bervverk 3 273 °C
Tredanharzusted 1,31 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini ar gadoliniom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar gresianeg "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom a voe dinoet ennañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880, dre ensellet skalfad un tamm kailh gadolinit ha hini un tamm kerit ma kavas muioc'h eus an elfenn nevez. Dont a reas a-benn da dennañ stumm oksidet anezhi eus an tamm kerit, ha gadolinium a zibabas da anv an elfenn nevez, diwar anv ar c'hailh a oa bet anvet en enor d'ar c'himiour ha douarour finlandat Johan Gadolin.
E 1886 e voe tennet ar metal eus un tamm kerit gant Paul Émile Lecoq de Boisbaudran.

Perzhioù

kemmañ

Ur metal liv an arc'hant eo ar gadoliniom glan ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Ferromagnetek eo ar gaodoliniom e gwrezverkoù yenoc'h eget 20 °C : treiñ a ra da warell ; pa vez tommoc'h eget 20 °C e tro da gewarellek, ret eo e vije en ur gwarellvaez kreñv evit ma trofe da warell.

Kimiek

kemmañ

Aes eo lakaat ar gadoliniom da zazgwerediñ gant an darn vuiañ eus an elfennoù all, daoust dezhañ bezañ stabil a-walc'h en aer sec'h en 20 °C. Buan avat e koll e lufr pa vez mouest an aer, en abeg da stummadur ur gwiskad oksidenn (Gd2O3) a ziskant en ur lezel muioc'h a vetal da c'houzañv an oksidadur : 4 Gd + 3O2 → 2 GdO3.

  • Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo dazgweredusted ar gadoliniom en dour :
2 Gd [k] + 6 H2O [d] → 2 Gd(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]

Gorrek e tazgwered en dour yen, ha buan en dour zomm.

2 Gd [k] + 3 H2SO4 [dz] + 18 H2O [d] → 2 [Gd(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3 H2 [g]
  • E gwrezverkoù tost da 200 °C e tasgwered Gd gant an halogenoù, aroueziet amañ dre X :
2 Gd + 3 X2 → 2 GdX3

Izotopoù

kemmañ

Gadoliniom a gaver en natur, e stumm 6 izotop stabil hag ur skinizotop, 152Gd, 1.08×1014 bloavezh e hanter-vuhez. Gadoliniom-158 eo an izotop paotañ.
Skinizotopoù all zo bet kevanaozet, 29 anezho, an hini stabilañ o vezañ 150Gd gant un hanter-vuhez a 1.79×106 bloavezh.

Izotopoù stabilañ ar gadoliniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
152Gd 0,2 1,08x1014 bloavezh 148Sm
154Gd 2,18 stabil, 90 neutron
155Gd 14,8 stabil, 91 neutron
156Gd 20,47 stabil, 92 neutron
157Gd 15,65 stabil, 93 neutron
158Gd 24,84 stabil, 94 neutron
160Gd 21,86 > 1,3x1021 bloavezh 160Dy

Nebeut a zedalvezadurioù zo d'ar gadoliniom, met pouezus int.

  • Trawalc'h eo lakaat 1% a c'hadoliniom er c'hendeuzadoù krom 24Cr pe houarn 26Fe evit gwellaat o goveliusted, o orjalennusted hag evit ma talc'hfent gwelloc'h ouzh an oksidadur hag er gwrezverkoù uhel.
  • An izotop Gd-157 a implijer er skeudennerezh dre zasson gwarellel (SDG), evit dinoiñ yoc'hennoù krankrek pergen ; abalamour d'e ferromagnetegezh ez implijer Gd en SDG ivez evit gwellaat ar skeudennoù, pa c'haller diforc'hañ aesoc'h etre ar gwiadoù yac'h hag ar re glañv.
  • Dre m'eo gouest da lonkañ neutronoù ez arverer gadoliniom evit hobregonañ an dazgwerederioù derc'hanel hag evit gwareziñ kefluskerioù derc'hanel al listri-spluj.
  • Ur c'henaozad gadoliniom, Gd3Ga5O12, kevret gant neodimiom, disproziom pe iterbiom, a implijer da fardañ laseroù a-benn kenderc'hañ pladennoù-stumm (CD, CD-ROM, DVD) ; gwezhall ez arvered ar c'henaozad-se evit fardañ diamant faos ha memorioù gwarellnez evit an urzhiataerioù.

Notennoù

kemmañ
  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

  NODES
Done 1
see 1
Story 1