Gast

pajenn disheñvelout eus Wikimedia

Gast a zo ur ger hag a gaver e meur a yezh.

Brezhoneg

kemmañ

Kar eo an anv brezhonek-se d'ar ger kembraek gast, a dalveze kiez e brezhoneg gwechall, evel e kembraeg hiziv.

Er C'hatolicon emañ ar ger :

Gast, g. putain, l. puida. Item ganea. Item cest lecherie ; uide in gruec foll[1].

Dianav eo gerdarzh gast hervez Albert Deshayes[2] met hervez Yves Le Berre e teu eus ar galleg gaste evel testeni eus levezon an ideologiezh war ar skiant[3].
Eus gaste ivez e teu ar ger brezhonek heñvelster gwastañ, hag e zeveradennoù, koulz hag ar gerioù gallek gâter, gâteux, dégàt, ravager.

Deuet eo ar ger gast da vezañ implijet e genoù ar wazed evit ur rumm maouezi e-lec'h loened, ma'z eo bet savet ar ger kiez da ober kemm etre tud ha loened. Evel kunujenn, sakreadenn pe estlammadell e vez implijet gast bremañ na mui na maez.

Galleg

kemmañ

Un anv-lec'h gallek eo gast ivez e Breizh-Uhel hag e Normandi, deuet eus ar galleg kozh gaste diwar ar ger latin vastus, a veze graet eus ul lec'h gwastet, douar fall, mat da vagañ deñved pe givri
Kar dezhañ e vefe an anvioù-lec'h Gâtinais, kontelezh kozh, Gâtinois, ha Gâtine ; kenorin e vefe ar ger flandrezek wastina, a dalvez kement ha maez distruj.

Breizh-Uhel

kemmañ

Normandi

kemmañ

E Normandi e kaver ivez ar stumm Vast : Le Vast, Hardinvast, Tollevast, Martinvast, Sottevast.

Mayenne

kemmañ

Anvioù-tud

kemmañ

Yezhoù all

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 'Catholicon'. Kavet : 15 DU 19.
  2. Deshayes, Albert: Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, 2003 (ISBN 978-2-914208-25-3)
  3. Le Berre, Yves : Anthologie des expressions de Basse-Bretagne, Éditions Armeline,2006 (ISBN 978-2-910878-06-1)
  NODES
Note 3