Paul Gauguin
Paul Gauguin (7 a viz Mezheven 1848 - 8 a viz Mae 1903) a oa a oa un arzour postimpresialour eus dibenn an XIXvet kantved, liver, kizeller, engraver, prier ha skrivagner. Levezonet en deus an arz modern en XXvet kantved hag e zoare da zispakañ ster ar sujedoù el livadurioù, dindan levezon ar vevennouriezh, en deus digoret an hent d’ar gentidigouriezh. Brudet eo e daolennoù diwar-benn Breizh ha Tahiti. Unan eus pennoù luskerien Skol Pont-Aven e oa.
Brudet eo ivez evit e zarempredoù gant Vincent ha Theo van Gogh. Goude e varv e teuas arz Gauguin da vezañ brudet : da skouer e poagnias kalz ar gwerzher arz Ambroise Vollard evit aozañ diskouezadegoù e diwezh e vuhez hag a skoazellas aozañ div ziskouezadeg vras e Pariz goude e varv[1][2].
E vuhez
kemmañYaouankiz
kemmañGanet e oa Gauguin e Pariz d'ar 7 a viz Even 1848, bloavezh an dispac'hoù en Europa a-bezh. Mab e oa da Guillaume Clovis Pierre Gauguin (1814-1849) ha da Aline Chazal (1825-1867), e bried. E dad, ur c'hazetenner frankizour a oa ganet en un tiegezh embregerien eus Orleañs[3], a voe dleet dezhañ tec'hout diouzh Frañs d'an ampoent ma oa bet serret e gazetenn gant ar gouarnamant[4]. Mamm Gauguin a oa 22 vloaz ha merc'h e oa da André Chazal, un engraver, ha da Flora Tristan, ur skriverez hag emsaverez el luskadoù sokialour kentañ. Terriñ a reas o eured pa voe taget Flora gant he gwaz, diwar-se e voe kondaonet hemañ da ugent vloaz toull-bac'h evit bezañ esaet muntrañ anezhi[5].
Mamm-gozh Paul Gauguin eus tu e vamm, Flora Tristan, a oa bastardez Thérèse Laisnay ha Don Mariano de Tristan Moscoso. Ne ouzer ket kalz a draoù diwar-benn tiegezh Thérèse, ma oa maouez a noblañs pe un avantourez[6]. Don Mariano, ofiser an Dragoned, a oa ezel un tiegezh tudjentil spagnol eus kêr Arequipa er Perou. Izili tiegezh pinvidik Tristan Moscoso o doa kargoù uhel er Perou[7]. Da Bariz e tilojont e 1803. Marv dic'hortoz Don Mariano a lakaas e vestrez hag e vugel, Flora, da gouezhañ er baourentez[8]. Un tamm leve dister a-berzh kerent e dad a resevas Flora. Mont a reas d'ar Perou gant ar spi gounit ul lodenn vrasoc'h eus pinvidigezhioù tiegezh Tristan Moscoso. C'hwitañ a reas, met da-c'houde ec'h embannas un danevell veaj ha noa graet berzh hag a vroudas anezhi mont daved al lennegezh e 1838. Reiñ skoazell a reas Mamm-gozh Gauguin da sevel diazez luskadoù dispac'hel 1848. Evezhiet gant polis Bro-C'hall e veaje a-dreuz ar Frañs da brezeg e bodadegoù ma c'halve ar broleterien da unaniñ. Skuizh-marv e faganas e Bourdel hag e varvas eno e miz Du 1844.[9]. Idolenn he mab-bihan Paul e oa, ha derc'hel a reas skouerennoù eus he levrioù gantañ betek fin e vuhez[10].
E 1850, Clovis Gauguin a guitas Pariz, dindan ren Napoleon III, da vont da Berou gant e wreg Aline hag e vugale yaouank en esper sevel ur gazetenn nevez eno, gant sikour kerent e wreg e Suamerika[11]. Mervel a reas diwar un taol kalon war an hent hag Aline a erruas er gêr-benn, Lima, intañvez, asamblez gant Paul a oa 18 miz hag e c'hoar 2 vloaz, Mari. Degemeret e oa bet gant he goureontr eus tu he zad, Don Pio Tristan Moscoso, a oa tad-kaer da José Rufino Echenique, hag hemañ a zeuio prezidant ar Perou dizale[12]. Betek e c'hwec'h vloaz, Paul a oa desavet evel un denjentil, gant magerezed ha mevelien. Derc'hel a rae soñj mat eus ar prantad-se eus e vugaleaj[13].
Bugaleaj eürus Gauguin a baouezas a-daol-trumm pa voe aet an tu koll gant kostezenn e zud e-pad ar brezel-diabarzh 1854. Distreiñ a reas Aline da Vro-C'hall gant he bugale, hag a fizias Paul d'he dad-kozh, eus tu e dad, Guillaume Gauguin, en Orleañ. Klan Tristan Moscoso a viras outi da gaout al leve brokus roet dezhi gant Don Pio. Stagañ a reas neuze Aline da labourat evel kemenerez e Pariz[14].
Eured
kemmañE 1873 e euredas un Danez, Mette-Sophie Gad (1850–1920). E-korf an dek vloavezh da-heul e voe ganet pemp bugel : Émile (1874–1955); Aline (1877–1897); Clovis (1879–1900); Jean René (1881–1961); ha Paul Rollon (1883–1961). Dilojañ a reas Gaugin e 1884, ha mont da Gopenhagen gant e diegezh, ma labouras evel gwerzher ballinoù. Ne reas ket berzh avat : ne oa ket evit deskiñ komz daneg, ha ne blije ket ballinoù Bro-C'hall d'an Daniz. Evit gounid e beadra e roe kentelioù galleg d'an danvez diplomated[15].
Pa fellas da Gauguin dont da vezañ livour leun amzer e savas bec'h gant e wreg hag he familh. Distreiñ a reas da Bariz e 1885, goude m'o defe goulennet digantañ mont kuit abalamour m'en doa dilezet an talvoudegezhioù a rannent etrezo[16][17]. Gwelout a reas anezho evit ar wezh diwezhañ e 1891, ha Mette a guitaas anezhañ da vat e 1894[18],[19].
Livadennoù kentañ
kemmañPa grogas da labourat evel ajant eskemm e 1873, e krogas da livañ e-pad e amzer vak. O chom edo er 15, rue la Bruyère, en IXvet rannbarzh[20][21]. Nepell ac'hano edo an tavarnioù darempredet gant an drivliadelourien. Ar mirdioù a zaremprede alies Gauguin ivez hag oberennoù a brene digant arzourien nebeut anavezet c'hoazh. Gant Camille Pissarro[22] e teuas da vezañ mignon ha dont a rae d'ar Sul da welet anezhañ, evit livañ en e liorzh. Dre Bissarro e voe lakaet da anavezout meur a arzour all. E 1877, e tilojas Gauguin da Vaugirard, e trede estaj an 8 rue Carcel[21].
E vignon bras, Émile Schuffenecker, bet un ajant eskemm, a felle dezhañ mont ivez da arzour, a oa e-tal kichen o chom. Diskouezh a reas Gauguin livadurioù e diskouezadegoù trivliadelour a oa bet etre 1881 ha 1882. Ne oant ket priziet, daoust m' eo brudet-kenañ lod anezho hirie an deiz, evel Jardinoù legumajerien Vaugirard[23][24].
Un enkadenn a voe er yalc'had e 1882, ha diskaret voe marc'had an arz. Gwall dapet gant an enkadenn e oa Paul Durand-Ruel, gwerzher pennañ an driviliadelourien, ha pad ur prantad e chomas a sav da brenañ livadurioù digant liverien evel Gauguin. Diwar neuze e c'honeze hemañ kalz nebeutoc'h koulskoude eo d'ar c'houlz-se e tivizas dont da vezañ arzour a vicher[22]. E-pad an div hañvezh da heul e voe o livañ gant Pissarro hag a-wechoù gant Paul Cézanne.
E miz Here 1883 e skrivas da Bissarro m'en doa graet e soñj da vevañ diwar e livadurioù kousto-pe-gousto hag e c'houlenne skoazell digantañ, pezh a reas Pissarro da gentañ. E miz Genver e tilojas Gauguin gant e familh ha 'n em staliañ e Rouen, ma c'hallent bevañ marc'hadmatoc'h ha pa grede da Gauguin e c'hallfe ober berzh enno. Koulskoude ne zeuas ket a-benn eus e daol, hag e fin ar bloaz e tec'has Mette hag ar vugale da Gopenhagen. Heuliañ a reas Gauguin anezho e miz Du 1884, gant e zastumad arz, a chomas e Kopenhagen war e-lec'h da c'houde[25][26]. Ken diaes all e hañvale ar vuhez bezañ e Kopenhagen, ha bec'h a savas en e goublad. Diwar atiz Mette, harpet gant e diegezh, e tistroas Gauguin da Bariz bloaz war-lerc'h[27].
-
Jardin legumajerien Vaugirard, 1879, Smith College Museum of Art
-
Maeziad er goañv, 1879, Museum of Fine Arts, Budapest
-
Poltred eus an itron Gauguin, war-dro 1880–81, Foundation E.G. Bührle, Zürich
-
Jardin e Vaugirard (Tiegezh al liver e jardin ar Ru Carcel), 1881, Ny Carlsberg Glyptotek, Kopenhagen
Frañs 1885–1886
kemmañ
Da Bariz e tistroas Gauguin e miz Even 1885, gant e vab c'hwec'h vloaz, Clovis. Chom a reas ar vugale all gant Mette e Copenhagen, e lec'h m' edo tiegezh o mamm ha ma c'halle Mette kavout labour evel troerez ha kelennerez war ar galleg. Diaes e kavas Gauguin da gentañ antreal adarre e bed an arzoù e Pariz. Tremen a reas ar c'hentañ goañvezh er baourentez du, ha rediet e voe d' ober labourioù dister. Klañv e kouezhas Clovis hag e voe kaset d'ur skol-lojañ a-benn ar fin, bennozh da arc'hant c'hoar Gauguin[28][29]. Er bloavezh kentañ, ne reas nemeur war-dro an arzoù. Triwec'h livadur a ziskouezas hag un engravadur koad en eizhvet (ha diwezhañ) diskouezadeg an drivliadelourien e miz Mae 1886[30].
Darn vrasañ al livadurioù-se a oa oberennoù savet e Rouen pe Kopenhagen ha ne oa koulz netra nevez da vat en torkadig livadurioù nevez, daoust ma weler e Kouronkerezed e Dieppe ur sujed a zeuio alies en-dro barzh livadurioù Gauguin : "maouezed er gwagennoù". Koulskoude e prenas Félix Bracquemond unan eus e livadurioù. An diskouezadeg-se a reas ivez eus Georges Seurat penn luskad ar Gward a-raok e Paris. Fae a rae Gauguin war teknik neveztrivliadelour ha poentour Seurat ha diwezhatoc'h er bloaz-se e savas drouk da vat ouzh Pissarro. Adalek an ampoent-se e troas hennezh da vezañ kentoc'h enebour Gauguin[31][32].
Tremen a reas Gaugin an hañvezh 1886 en trevadennad arzourien e Pont-Aven e Breizh. Dont a reas rak marc'hadmat-tre e oa bevañ eno, hag ouzhpenn-se e oa klouar an amzer e-pad ar goañv, e-skoaz da Bariz. Berzh bras a rae e-touez ar studierien yaouank war an arz a zeue eno a-vandennadoù e-pad an hañv. Koun a zo bet dalc'het anezhañ e-pad ar prantad-se kement evit e neuz ouroupailh hag e zoare arz. Charles Laval a oa e-touez e gamaraded nevez se hag ambrouget e voe Gauguin gantañ, bloaz goude er Panama hag er Martinik[33][34]
En hañv-se e tresas gant pastel tud noazh e doare Pissarro hag e doare livadurioù Degas, bet diskouezet da goulz eizhvet diskouezadeg trivliadelour, e 1886. Maezhioù dreist-holl a livas, e-giz Ar vaesaerez vreton, ma ne c'hoari an den nemet ur roll dister. Bretoned yaouank o kouronkañ zo un dodenn a zistroe gantañ bep gwezh ma teue da Bont-Aven. Anat eo, eo bet awenet gant Degas evit an doare da empennañ hag an implij stank anezhañ d'ober gant livioù divesk.
Tresadennoù didro ar skeudennaouer saoz Randolph Caldecott, implijet evit skeudennaouiñ ul levr-heñchañ diwar-benn Breizh, en doa sachet ijin arzourien araokour e Pont-Aven, mall gante en em zizober diouzh emzalc'h mirour strizh, o akademiezhioù. Ha Gauguin a zrevezas o zoare dezho gant aked en e vrastresoù Bretonezed[35]. Diwezhatoc'h e labouras larkoc'h war ar brastresoù-se evit sevel livadurioù, ur wech distroet en e atalier e Pariz. An hini pouezusañ anezhe eo ar Peder Bretonez. Diskouez a ra ur c'hemm krenn keñver e stil trivliadelour a-gent, hag e ra gant un dra bennak eus naoutur didro skeudennoù Caldecott, o vont amplik gant perzhioù zo, betek ober ludresadennoù[36][37].
Asambles gant Émile Bernard, Charles Laval, Émile Schuffenecker ha kalz re all, e tistrojont d'en em staliañ da Bont-Aven goude e veajoù e Panama hag er Martinik. Implij a rae stank al liv divesk ha dibab arouezour an danvez zo perzhioù eus ar pezh a anver Skol Pont-Aven abaoe. Dipitet gant an drivliadelouriezh, Gauguin a soñje e oa deuet al liverezh european hengounel da vezañ re zrevezus hag e tiouere eta an donded arouezel. Neoah, arzoù Afrika hag Azia a hañvale dezhañ bout leun a arouezouriezh kevrinus ha gant startijenn e-leizh. D'ar c'houlz-se e oa diouzh ar c'hiz en Europa bezañ dedennet gant ar sevenadurioù all, evel hini Bro-Japan peurgetket. Pedet e oa bet da gemer perzh e diskouezadeg 1889 aozet gant Les XX.
-
Maouezed o kouronkat, 1885, Mirdi broadel arz ar c'hornôg, Tokyo
-
Ar vaesaerez vreton, 1886, Laing Art Gallery
-
Bretonez, 1886, Dastumad Burrell, Glasgow
-
Kouronker breton, 1886–87, Skol-uhel arz Chicago
Bevennouriezh ha sintetegezh
kemmañDindan levezon an arz poblek hag hini Stampennoù Bro-Japan ec'h emdroas oberenn Gauguin etrezek ar vevennouriezh. Badezet e oa bet ar stil-se gant ar buruteller Édouard Dujardin evit deskrivañ doare Émile Bernard da livañ, ennañ gorreadoù livioù plaen ha bevennoù tev, rak degas a rae soñj da Zujardin eus teknik amailh bevennet ar Grennamzer. Gauguin a blije kalz dehzañ arz Bernard hag e hardizhegezh oc'h ober gant ur stil a sache Gauguin en e zoare enklask evit dispakañ penn-natur an traezoù en e oberenn[38].
E-barzh Ar C'hrist melen (1889), meneget alies evel un oberenn vevennour beurvat, eo skeudennet an dodenn gant trolinennoù war gorreadoù liv divesk dispartiet gant linennoù du tev. En hevelep oberennoù ne daole ket Gauguin evezh ouzh ar perspektivelezh klasel ha tennañ a rae kuit pep dereziad liv soutil. Oc'h ober kement-se e torre gant reolenn an div bennaenn arouezus kennañ eus mare al livouriezh goude Azginivelezh. Diwezhatoc'h ec'h emdroas e stil livañ war-zu ar sintetegezh ma ne drec'h ket ar stumm nag al liv war egile, pep a roll par dezho.
-
Ar C'hrist melen (Le Christ jaune), 1889, Albright–Knox Art Gallery, Buffalo, New York
-
Buhez difiñv gant un drolinenn eus Laval]] (Charles Laval), 1886, Indianapolis Museum of Art
Martinik
kemmañE 1887, goude bezañ bet e Panama, e chomas etre miz Mezheven ha miz Du e-kichen Saint-Pierre er Martinik, gant e vignon arzour Charles Laval. Anavout a reer e soñjoù hag e skiant prenet e-doug ar prantad-se a-drugarez d'e lizhiri d'e wreg Mette ha d'e vignon Emile Schuffenecker[39].
O tont eus ar Panama e tegouezhas e Martinik ma oa en em gavet hep ur gwenneg toul hag hep labour. D'ar mare-se e oa gant Bro-C'hall ur politikerezh advroañ : pa' n em gave ur c'heodedad diarc'hant pe dianket en un drevadenn c'hall e paee ar Stad an digoll, evit e veaj distro. Goude bezañ resevet e zremenn-hent, pa guitaas ar Panama, e tivizas Gauguin ha Laval diskenn diouzh ar vag e porzh Saint-Pierre.
Da gentañ, "al loch morian" ma o a o chom a blije dezhañ, ha arvestiñ ouzh an dud en o buhez pemdez ivez[40]. Koulskoude e oa tomm-gor an amzer e-pad an hañv ha pa veze glav e tremene an dour a-dreuz an doenn. Gouzañv a reas ivez diwar ar flus-gwad hag ar malaria. Er Martinik e livas etre 10 hag 20 oberenn (peurliesañ e roer ar sifr a 12 livadur), galoupat a rae e pep lec'h, war a zeblant e skoulmas darempredoù gant ur gumuniezh vihan a zivroidi indian. Awenet e vefe e oberennoù gant ar gejadenn-se en ur implij arouezioù an hindouegezh. E-keit ha ma oa o chom war an enezenn e oa ar skrivagner Lafcadio Hearn o chom eno ivez[41]. E zanevelloù a zegas elfennoù da gendestenn istorel a-zivout livadurioù Gauguin.
Disoc'hañ a reas Gauguin war 11 livadur anavezet e-pad e chomadenn er Martinik. Kalz anezhe a seblant bezañ savet diwar-benn e loch. Barzh e lizhiri skrivet da Schuffenecker e tiskouez ar birvilh zo ennañ abalamour d'al lec'h egzotek-mañ hag ivez d'an dud skeudennet en e livadurioù. Hervez pozioù Gauguin ne oe nemet pevar livadur enezenn talvoudus. En e livadurioù eo arvestoù livet-flamm eus an diavaez a zo da welout. Daoust ma oa berr e brantad amzer tremenet war an enezenn e tiskouez bezañ bet a-bouez-bras en e vuhez. Adkelc'hiañ a reas lod eus e labour e livadurioù a savas diwezhatoc'h, evel an tem e-barzh E-mesk ar mangezenned[42] a reas adeiladoù evit e vignoned. An dud diwar ar maez hag an henvroidi a zo mannet un danvez a-bouez en oberenn Gauguin goude bezañ aet dionto.
-
Foukennoù dindan ar gwez, 1887, dastumad prevez, Washington
-
War vord ar mor II, 1887, dastumad prevez, Pariz
-
Er poull, 1887, Van Gogh Museum, Amsterdam
-
Diviz dindan an trovanoù (morianezed o kaozeal), 1887, dastumad prevez, Dallas
-
E-mesk ar mangezenned, 1887, Mirdi Van Gogh, Amsterdam[42]
Vincent ha Theo van Gogh
kemmañLakaet e voe livadurioù Gauguin ar Martinik e-barzh palier arz renet gant e varc'hadour livioù, Arsène Poitier. Eno gant Vincent van Gogh e voent gwelet, a estlammas diraze, asambles gant e vreur Theo a oa gwerzher arz evit an embregerezh Goupil & Cie kevelet gant Poitier. Prenañ a reas Theo tri eus livadurioù Gauguin evit 900 lur hag a lakaas anezhe war ziskouez e stal Goupil & Cie, pezh a lakaas al livour da vezañ anavezet gant pratikoù pinvidik ar marc'hadour. Kenderc'hel a reas an emglev-se gant Goupil & Cie goude marv Theo e 1891. Vincent ha Gauguin a zeuas da vezañ mignoned bras (eus tu Vincent e oa ur santimant heñvel a-walc'h evit an azeuliñ) ha skrivañ lizheroù a raent asambles diwar-benn an arz. Pouezus-kenañ e voe eskemmoù-se evit Gauguin da lakaat e breder a-zivout an arz e furm[43][44].
E 1888, diwar atiz Theo, Gauguin ha Vincent e tremenjont asambles nav sizhunvezh evit livañ e ti melen Vincent, en Arles, er Provañs. Darempred Gauguin ha Vincent a zeuas da vezañ stenniet. War fallat ez eas o zarempredoù hag a-benn ar fin e tivizas Gauguin mont kuit. D'an 23 a viz Kerzu 1888, hervez un danevell graet diwezhatoc'h gant Gauguin, Vincent en em gavas tal-ouzh-tal gant Gauguin, un aotenn gantañ en e zorn. Diwezhatoc'h c'hoazh e troc'has e skouarn gleiz. Pakañ a reas anezhi e follennoù ur gazetenn hag he reiñ d'ur vaouez a oa o labourat en un ti gisti darempredet gant Gauguin ha Vincent, ha goulenn diganti "mirout an dra-se gant evezh, e koun anezhañ". Kaset e oa Vincent d'an ospital antronoz ha Gauguin a guitaas Arles[45]. Ne'n em weljont gwezh ebet ken goude-se, met derc'hel a rejont da genskrivañ, hag, e 1890 e zeas Gauguin da ginnig sevel ur stal labour asambles en Antwerp[46]. Evit doare, emboltred 1889, Picher e stumm ur penn a ra dave d'an darempredoù diaes etre Gauguin ha Vincent.
Diwezhatoc'h e tisklerias Gauguin en doa c'hoariet ur roll a-bouez-bras evit argerzh diorroadur Vincent van Gogh evel livour en Arles. Vincent a reas taolioù arnod diouzh pennaennoù teoriennoù Gauguin diwar-benn "al livañ diwar faltazi" a gaver en e livadurioù, evel da skouer Eñvorenn eus al liorzh en Etten. Ne glote ket gantañ, hag tivizas distreiñ raktal d'al livadurioù awenet gant patrom an natur[47].
Edgar Degas
kemmañEn desped m'en doa graet Gauguin e daolioù arnod kentañ e bed an arz gant levezon Pissarro, Edgar Degas. Estlammiñ a rae ar muiañ Gauguin ouzh o labour hag ul levezon bras en doa war e labour, adalek ar penn kentañ[48]. Un doujañs bras a vage evit dinentez ha stek Degas[49]. Ar vignoniezh hirañ ha yac'hañ e oa bet evit Gauguin hag e padas betek fin e vuhez.
Ouzhpenn bezañ unan eus e harperien gentañ, (prenañ a rae oberennoù digant Gauguin hag e reas d'ar marc'hadour Paul Durand-Ruel ober kemendal), morse ne voe un harper divralloc'h evit Degas[50]. Gauguin a brene ivez oberennoù digant Degas en deroù, betek kreiz ar bloavezhioù 1870 hag e zedenn evit ar monotipoù a oa moarvat diwar levezon oberennoù Degas hag an teknik-se[51].
Ban diskouezadeg Durand-Ruel, e miz Du 1893, aozet gant Degas dreist-holl, e resevas Gauguin burutelloù a bep seurt. E-touez ar flemerien e oa Claude Monet, Pierre-Auguste Renoir ha Pissarro, bet e vignon a wechall. Degas, koulskoude, a reas meuleudi d' e labour, ha leun a estlamm e oa evit meurdez egzotek ar folklor taolennet gant Gauguin, hag e prenas Te faaturuma ("Ar velkoni")[52][53][54]. Evit diskouez e anaoudegezh vat da Degas, e roas dezhañ an daolenn Al loar hag an Douar, unan eus al livadurioù lakaet war ziskouez en doa sachet warni ar c'hrisañ burutelloù. Taolenn Gauguin anvet Marc'hegerien war an traezh (div stumm zo) a lak da soñjal e skeudennoù kezegbet kroget gant Degas er bloavezhioù 1860, Roudenn redadeg hag a-raok ar redadeg peurgetket. Diskouez a ra e levezon a-viskoaz war Gauguin[55]. Degas a brenas digantañ daou livadur, gwerzhet d'an inkant, darvoud aozet evitañ da rastelat arc'hant evit arc'hantaouiñ e veaj diwezhañ, da Dahiti e 1895 : Vahine no te vi ("Maouez gant ur vangezenn") ha un eilenn a livas Gauguin eus taolenn Manet, Olympia[56][57].
Kentañ beaj e Tahiti
kemmañE 1890 e reas Gauguin e vennozh da vont da Dahiti. A-drugarez d'ur werzh livadurioù e Pariz en Hôtel Drouot, e miz C'hwevrer 1891, ha da zarvoudoù all evel ur banvez hag ur sonadeg e tastumas arc'hant a-walc'h[58]. Goude ur weladenn d'e wreg ha d'e vugale e Kopenhagen, evit ar wezh diwezhañ, Gauguin a loc'has evit Tahiti d'ar c'hentañ a viz Ebrel 1891, o prometiñ e tistrofe pinvidik hag e krogfe an traoù a-nevez[59]. Fellout a rae dezhañ tec'het diouzh sevenadur Europa ha "kement zo kalvezel ha kendivizadel"[60][61]. Koulskoude e kasas gantañ un dastumad skeudennoù dindan stumm poltredoù, tresadennoù ha stampennoù[62][63].
Tremen a reas an tri miz kentañ e Papeete, kêr-benn an drevadenn, houmañ levezonet kalz gant sevenadur Europa dija. Skrivañ a ra Belinda Thomson, e skriverez buhez, e tlee bezañ kouezhet e veud en e zorn. Ne'n doa ket arc'hant a-walc'h evit ren stil buhez Europiz e Papeete, hag ar poltred kentañ a broduas eno gant, Suzanne Bambridge, ne oa ket bet degemeret-mat[64]. Neuze e tivizas, en em staliañ e Mataiea, e Papeari, 45 km diouzh Papeete, en ul loch bambouz savet hervez giz ar vro. Eno e livas taolennoù a skeudenne buhez Tahiti evel Fatata te Miti ("e-kichen ar mor") hag Ia Orana Maria (Ave Maria), a zeuas da vezañ al livadur a blije muiañ dezhañ, e-mesk re Dahiti[65].
Kalz eus e gwellañ livadurioù zo bet savet er prantad-se. Hervez a soñjer ez eo Vahine no te tiare (Tahitianez he boked) an daolenn gentañ a voe livet gantañ diwar ur patrom eus Tahiti. Heverk eo al livadur-se dre an aked lakaet gantañ da dresañ enebrezh ar Bolinezianed. Kas a reas anezhi d'e vesen George-Daniel de Monfreid, ur mignon da Schuffenecker, a zeuio da vezañ kampion Gauguin e Tahiti. E fin an hañv e 1892, e oa diskouezhet al livadur-se, e palier Goupil & Cie e Pariz[66]. Nancy Mowll Mathews, istorourez an arz, a soñj dezhi e oa en Tahiti e oa bet diskuilhet da C'hauguin e gejadenn gant bed ar plijadurioù reizhel egzotek Tahitian, a weler splan a-walc'h, en e daolennoù, a zo bet penndarvoud ha pennabeg e veaj eno[67].
Prestet e oa bet da c'hGauguin skouerennoù eus Voyage aux îles du Grand Océan[68] hag ar skrid État de la société tahitienne à l'arrivée des Européens[69], gant deskrivadurioù sevenadur ha relijion Tahiti a-wechall. Boemet e oa Gauguin gant an danevelloù diwar-benn kevredigezh an Arioi hag o doue, 'Oro. Abalamour ma ne oa skeudenn ebet el levrioù-se ha ma oa aet ar patromoù tahitian da get pell zo, e c'halle lezel e faltazi da redek er bedoù marzhus. Seveniñ a reas war-dro ugent livadur hag un dousennad engravadurioù war goad e-pad ar bloaz kentañ. Ar c'hentañ a oa anvet: Te aa no areois (had an Areoi), a skeudenne gwreg Oro war an douar, Vairaumati (er Metropolitan Museum of Art emañ hiziv). E garned notennoù skeudennaouet, Ancien Culte Mahorie, zo miret el Louvre hag embannet e oa e stumm ur facsimile e 1951[70][71][72].
Kas a reas Gauguin nav eus e livadurioù en holl da Vonfreid e Paris. Diskouezet e voent e Kopenhagen e-serr un diskouezadeg a zegemere ivez, livadurioù graet gant Vincent van Gogh a oa aet da anaon neuze. Gant ar brud ma oant bet degemeret-mat (daoust ma ne oa bet gwerzhet entwirion nemet daou eus e "livadurioù Tahiti" ha ma oa ket bet kavet, ne oa daolennoù koulz a re re van Gogh) a roas kalon a-walc'h dezhañ da soñjal distreiñ gant un dek taolenn ha tri-ugent bet echuet gantañ[73][74]. Forzh penaos e oa erruet paour da vat, hag en doa ranket goulenn skoazell digant ar gouarnamant evit gellout distreiñ d'ar gêr. Ouzhpenn-se e oa bet dielfennet kudennoù yec'hed dezhañ gant mezeg ar vro evel kudennoù kalon, a c'hallfe bezañ bet sinoù kentañ un naplezenn kalon-gwazhied[75].
En e zanevell veaj dalif (1901) e intente komz eus e livadurioù ha deskrivañ e veaj e Tahiti. Bruluturutellerien zo o deus lavaret e oa bet hanter faltaziet hag hanter kopiet danvez al levr gantañ[76][77]. Diskuliañ a rae en doa prieded ur plac'h a drizek vloaz pe vahine (ar ger Tahitieg evit "maouez"), un eured kaset da benn e-korf un penn-devezh hepken. Teha'amana e oa he anv, met graet voe Tehura en e eñvorennoù. Dougerez e voe houmañ e fin hañvezh 1892[78][79][80]. Mathews a skrive e diwarnañ en doa pouezet war yaouankiz ar plac'h evit kaout un efed dramaek. Koulskoude ez eo gwirheñvel e oa Teha'amana e deroù ar grennardiezh, rak d'ar mare-se e veze profet alies merc'hed yaouank evel gwragez da Gornôgiz. Seurtoù gisti mac'had-matoc'h eget e Pariz, anat deomp. N'eus roud ebet ken eus bugel Teha'amana, da c'houde. Hervez Mathews a oa bet advabet diouzh ma oa ar c'hiz e Tahiti[81]. Teha'amana zo bet an dodenn evit meur a livadur, en o mesk Merahi metua no Tehamana hag Emañ an anaon oc'h arsellout ken brudet all, koulz hag an gizelladenn Tehura, e Mirdi Orsay hiziv[82]. E dibenn miz Gouere 1893 e yeas kuit Gauguin diouzh Tahiti ha ne welas morse Teha'amana adarre, nag he bugel. Pa zistroas d'an enezeg en-dro meur a vloaz goude, n'o adwelas nemeur.
-
Pajenn eus karned notennoù Gauguin (deiziad dianav), Ancien Culte Mahorie. Louvre
-
Te aa no areois ("Had an Areoi"), 1892, Museum of Modern Art
-
Emañ an anaon o sellet 1892, Albright–Knox Art Gallery, Buffalo, NY
-
Tehura (Teha'amana), 1891–3, koad poua liesliv, Mirdi Orsay, Pariz
Distro da Vro-C'hall
kemmañE miz Eost 1893 e tistroas Gauguin da Vro-C'hall ma kendalc'has da livañ taolennoù diwar-benn danvezioù a denne da Dahiti e-giz Mahana no atua (Deiz an doue) ha Nave nave moe (Stivell sakr, hunvreoù c'hwek)[83][84].
Ne reas ket berzh an diskouezadeg e palier Durand-Ruel, pa voe uhel a-walc'h ar prizioù. Ouzhpen-se e teue Gauguin ur wech dre sizhun,gwisket gant dilhad polinezian hag e rae van c'hoari un arallvedad egzoteg . Ouzhpenn se e veze ambrouget gant ur grennardez, lesanvet Annah, ar Javaadez[85].
Reuzh a darzhas gant ar gwerzher Durand-Ruelle diwar abegoù chomet kuzh, ken e kollas e baeroniezh ha kredabl e kollas diwar-se kalz muioc'h eget-se, evel marc'had ar Stadoù-Unanet[86]. Deroù 1894 ec'h adstagas gant ar c'hoadengraverezh, hervez un teknik nevez bet implijet evit an danevell veaj, Noa Noa, a voe war ar stern. Distreiñ a reas e Pont-Aven e-hed an hañv. E miz C'hwevrer 1895 e klaskas gwerzhañ e daolennoù d'an inkant auction en Hôtel Drouot, e Pariz, evel e 1891, hep ober berzh avat. Ar gwerzher Ambroise Vollard, koulskoude, a stalias un diskouezadeg en e balier e miz Meurzh 1895, hogen ne voe ket gwerzhet nemeur.[87]E-touezh an oberennoù e kinnigas ur priaj a vent bras, dindan anv Oviri a vije bet nac'het, (hervez Charles Morice, e skriver buhez) evit Saloñs ar Société Nationale des Beaux-Arts raktreset evit miz Ebrel 1895. Neoah diwezhatoc'h e skrivas Ambroise Vollard, e voe degemeret ha kinniget gant Chaplet lakaat e obererennoù da vezañ dilammet kuit. Bezet pe vezet, en abeg d'an degouezh-mañ, e yeas brud Gauguin war greskiñ, pa 'c'h embannas er pemdezieg Le Soir, ul lizher diwar-benn an dismegañs en doe bevet ha gwall stad ar prierezh e Bro-C'hall.
D'an ampoent-se e oa anat e tarzhfe an disrann gant e bried, Mette, da vezañ peurglok pa ne voe akord ebet war an arc'hant ha ne gredas ket reiñ dezhi ul lodenn vihan eus hêrezh e eontr, Isidore, pa gomprenas e c'hoarie e vignon Schuffeneker ur roll fall en hanteroureiezh.
Mignoned Gauguin a glaskas rastellat arc'hant digant ar public evit un distro da Dahiti, hogen ne voe ket tizhet ar sammad a oa ezhomm, e tleas al livour goulenn digant e vignoned o-unan. E miz Even 1895 e voe kavet un treizh marc'had-mat hag e loc'has Gauguin diouzh e vro da viken[88].
-
Nave nave moe (Stivell sakr, huñvreoù c'hwek), 1894, Mirdi an Ermitaj
-
Annah ar Javaadez, (1893), Dastumad prevez[89]
-
Paul Gauguin, Alfons Mucha, Luděk Marold, hag Annah ar Javaadez e studio Mucha, e 1893
-
Nave Nave Fenua, ur skeudenn eus Noa Noa, 1894, Art Gallery of Ontario
Taolennoù
kemmañDiwar-benn Breizh
kemmañDiwar-benn Tahiti
kemmañ- A belec'h e teuomp ? Petra omp ? Da belec'h emaomp o vont ? (1897-1898), Museum of Fine Arts, Boston
- Deiz an doue
- Vairumati
- Struj trovanel
- Spered ar re varv war evezh
Oberennoù all
kemmañGwelout ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ
|
|
Notennoù
kemmañ- ↑ Salon d'Automne (1903). Catalogue de peinture, dessin, sculpture, gravure, architecture et arts décoratifs: exposés au Grand Palais des Champs-Élysées. Evreux : Ch. Hérissey. 69 p.
- ↑ Salon d'Automne (1906). Catalogue des ouvrages de peinture, sculpture, dessin gravure, architecture et art décoratif. Paris : Société du Salon d'automne. 191 p.
- ↑ Bowness, 1971, p. 3 : "Clovis came from Orléans, and there is nothing in the Gauguin family history of market gardeners and small businessmen to suggest an artistic temperament".
- ↑ Bowness, 1971, p.3-4
- ↑ Bowness, 1971, p. 3
- ↑ Bowness, 1971, p. 3 : "… Thérèse Laisnay, whose background nothing whatever is known…whether she was an aristocrat or adventuress, it is impossible to say."
- ↑ Bowness, 1971, p. 3
- ↑ Bowness, 1971, p.3
- ↑ Bowness, 1971, p. 3
- ↑ Bowness, 1971, p. 3
- ↑ Bowness, 1971, p. 4
- ↑ Bowness, 1971, p. 4
- ↑ Bowness, 1971, p. 4
- ↑ Bowness, 1971, p. 4
- ↑ Januszczak, Full Story.
- ↑ Mathews, 2001, p. 62
- ↑ Thomson, 1987, p. 38
- ↑ Mathews, 2001, p. 194 ha 210
- ↑ Thomson, 1987, p. 29, 182
- ↑ Gauguin: Where he lived and loved.
- ↑ 21,0 ha21,1 Jean-François Staszak Patrom:Google books
- ↑ 22,0 ha22,1 Cindy Kang, Gauguin Biography, Heilbrunn Timeline of Art History, New York: Metropolitan Museum of Art, 2000.
- ↑ Thomson, 1987, p. 22
- ↑ Mathews, 2001, pp. 38–40
- ↑ Thomson, 1987, pp. 27–29
- ↑ Mathews, 2001, pp. 52–56
- ↑ Mathews, 2001, p. 56, 57–62
- ↑ Thompson p. 38
- ↑ Mathews, 2001, pp. 63–67
- ↑ The Eighth Impressionist Exhibition – 1886. About.com.
- ↑ Thomson, 1987, pp. 39–41}
- ↑ Mathews, 2001, pp. 67–68
- ↑ Mathews, 2001, pp. 70–73
- ↑ Thomson, 1987, pp. 42–49
- ↑ Blackburn (1880)
- ↑ Thomson, 1987, pp. 42–49
- ↑ Mathews, 2001, pp. 74–75
- ↑ "Gauguin, Paul", The New York Times. "With the artist Emile Bernard, Gauguin invented a method of rendering pictoral space that uses large patches of flat color and thick line; these techniques influenced early 20th-century artists. Gauguin's works include Vision after the Sermon: Jacob Wrestling with the Angel (1888), Mahana no atua (Day of the God) (1814), and Savage Tales (1902)."
- ↑ "Gauguin and Martinique," Karen Kristine Reichnitzer Pope, 1981.
- ↑ Philip Vickers, "Martinique in Gauguin's Footsteps", Contemporary Review, 1 June 1997.
- ↑ Hearn, Lafcadio (25 February 1890). Two years in the French West Indies. New York, Harper & brothers.
- ↑ 42,0 ha42,1 De mangobomen, Martinique.
- ↑ Thomson 1987, pp. 52–54, 65
- ↑ Mathews 2001, pp. 113–117
- ↑ Gayford, 2006, p. 284
- ↑ Pickvance, Ronald. Van Gogh in Saint-Rémy and Auvers (exh. cat. Metropolitan Museum of Art, New York), Abrams, New York 1986. (ISBN 0-87099-477-8) p. 62
- ↑ Thomson, 1987, pp. 76–77
- ↑ Cachin, 1992, pp. 16, 19, 123
- ↑ Cachin, 1992, p. 17
- ↑ Cachin, 1992, p. 16
- ↑ Figura, Childs, Foster & Mosier (2014), 26
- ↑ Cachin, 1992, pp. 85, 95
- ↑ Stuckey p. 231
- ↑ Ann Dumas (ed.), The Private Collection of Edgar Degas, levrenn I, p. 57
- ↑ Cachin, 1992, p. 123
- ↑ Ann Dumas (ed.) The Private Collection of Edgar Degas, levrenn I, p. 56
- ↑ Stuckey p. 260
- ↑ Thomson, 1987, p. 125
- ↑ Thomson, 1987, p. 127
- ↑ Mathhews pp.157–167
- ↑ "The painter who invented his own brand of artistic license," Arifa Akbar, The Independent, 20 April 2010.
- ↑ Thomson|1987|p=143
- ↑ Deskrivet en deus an dastumad-se en ul lizher da Odilon Redon evel "ur bedig a-bez a vignoned". En dastumad e oa maendresadenn Odilon Redon, La Mort, koulz ha poltredoù eus danvezioù evel rizenn un templ e Borobudur hag ur freskenn eus Henegipt eus ur bez eus an XVIIIvet tierniezh e Teba. Thomson, 1987, pp. 143, 145, 152
- ↑ Thomson, 1987, p. 133
- ↑ Thomson, 1987, p. 182. Thomson a skriv e profas Gauguin Ia Orana Maria da Mirdi Luxembourg, hag e voe nac'het e brof gant an dud e karg, "ar pezh a gadarnaas hag a startaas kaz Gauguin evit an dud e karg"
- ↑ Thomson, 1987, pp. 92, 136–138
- ↑ Mathews, 2001, p. 187
- ↑ Jacques-Antoine Moerenhout, Voyage aux îles du Grand Océan, 1837
- ↑ Edmond de Bovis 1855 État de la société tahitienne à l'arrivée des Européens
- ↑ Danielsson, 1969, p. 24
- ↑ Thomson, 1987, p. 156
- ↑ Mathews, 2001, p. 174
- ↑ Mathews, 2001, p. 193
- ↑ Thomson, 1987, p. 166
- ↑ Mathews, 2001, p. 188
- ↑ Cotter, Holland. "The Self-Invented Artist", The New York Times.
- ↑ Solomon-Godeau pp. 326, 328
- ↑ Mathews, 2001, pp. 179–182
- ↑ Gauguin (1903) Noa Noa, pp. 63–69
- ↑ "Is it wrong to admire Paul Gauguin's art?", telegraph.co.uk.
- ↑ Mathews, 2001, p. 180.
- ↑ Tehura. Musée d'Orsay.
- ↑ The Art Institute of Chicago. (2005). "Examination: Gauguin's Day of the God (Mahana No Atua)", Art Explorer, 2012.
- ↑ Thomson, 1987, p.181
- ↑ [[[:Patrom:Google books]] "Gauguin's Faithless Javanese"]. LIFE. 11 September 1950.
{{cite magazine}}
: Check|url=
value (help) - ↑ Mathhews p.200
- ↑ Mathews, 2001, p. 208
- ↑ Wright p.194-8
- ↑ Dictionary of Artists' Models, P. 47