Gireg Konan

skrivagner brezhonek

Gireg Gweltaz Konan, Guirec Gildas Connan e marilh an ti-kêr, a zo ganet e Lannuon, e Bro-Dreger, d'an 21 a viz Here 1951. Mab da Jakez Konan hag Anna-Vari Klou eo. Pemp bugel zo bet er familh : Ivona (1934-1973), Ewan (1936-), Herve (1940-2017), Annaig (1946-1949), ha Gireg. Buanik goude e c’hanedigezh, e miz C’hwevrer 1952, ez eo aet ar familh a-bezh kuit da vevañ da Vontréal e Kebek, Kanada. Liorzher, kelenner eo bet. Skrivañ kalzik a ra e brezhoneg bremañ p'emañ war e leve. Bepred eo bet kar-e-yezh.

Gireg Konan en e liorzh e 2017

Goude ar Brezel e oa diaes bevañ e Breizh gant an nebeud a labour a oa hag ar c'houlzad broadelouriezh c'hall taer a oa neuze. Eno er C'hanada e talc’has ar yezh da vezañ komzet er familh. Setu penaos en deus desket brezhoneg. Goude bezañ bevet eno e-pad tost da 25 bloaz, e tistroas da Vreizh e 1976 asambles gant e dad Jakez, hag e vreur Herve. Dimezet hag euredet eo gant Marivon ar Gwilhouz e miz Ebrel 1980. Teir merc’h o deus bet : Ivona (1980), Enora (1984), Bleuñvenn (1993). Bevañ o deus graet e brezhoneg, rak ne dalv ket ar boan komz eus ar brezhoneg evel eus un dra a weler en ur mirdi. « Krediñ a ran en ur yezh vev ha bevet. », emezañ.

Deskadurezh

kemmañ

Desket e voe lenn ha skrivañ ar yezh dezhañ er gêr gant e vamm hag e c’hoar a-raok mont d’ar skol. E skoliadur kentañ, eil-derez ha skol-veur a voe graet eno. Skoliad eo bet e SADED. Tapout a reas un aotreegezh war ar c’heologïezh (Loyola College lodenn eus Skol-Veur Montréal|Université de Montréal er bloavezhioù '60 ha '70, ar pezh a zo deuet da vezañ bremañ Concordia University) ha da heul se, un testeni kelenn (McGill University). Tri bloaz eo bet kelenner du-hont e Kebek. En holl ez eo bet tost da bemp bloaz warn-ugent e Bro-Gebek.

Distreiñ d’ar vro

kemmañ

Marvet e oa e vamm hag e c’hoar Ivona d’an 3 a viz C’hwevrer 1973 da heul ur gwallzarvoud, diskaret o-div diwar ar riblenn-hent gant ur c’harr-tan aet da sot pa ne sente ket e berc’henn ouzh ar stur !

Diwezhatoc’h e 1976 e teuas c’hoant dezho, d’e vreur Herve, da c'hGireg ha d'o zad Jakez da zistreiñ da Vreizh da vevañ. Ur wech degouezhet e Perroz e voe dilabour e-pad ur pennad brav (18 miz). A-benn ar fin en em stalias da liorzhañ e Perroz e 1978.


Liorzhañ a reas e-pad un daouzek vloaz bennak. Er bloavezh 1990 ez eas da skolaer pa oa Diwan Lannuon o klask unan, hag er bloaz war-lerc’h da gelenner da Skolaj Diwan Roparz Hemon e-kichen Brest. Ret e voe dezhañ distreiñ d’ar skol-veur a-benn tapout un aotreegezh war ar brezhoneg e Skol-veur Roazhon II. Goude-se e 1996 e voe anvet da gelenner war ar brezhoneg hag ar saozneg e Skolaj Diwan Bro-Dreger e-lec’h ma kelennas e-pad 17 vloaz a-raok mont war e leve-kozhni. E-pad an amzer-se e kendalc’has Marivon gant an embregerezh liorzhañ betek fin 2013.

War e leve-kozhni emaint o-daou bremañ. Setu ma tremenont o amzer etre o liorzh, ober war-dro kevredigezhioù, kelenn, kanañ ha skrivañ brezhoneg.

Ar Skolioù

kemmañ

En diavaez ar skolioù, e krede Gireg Konan e ranked ober labour ivez evit ar yezh ma vefe un heuliad etre ar bed hag ar skol. Ret e oa dezhañ evel kelenner ober traoù da skoazellañ ar yezh er skolioù. Krediñ a ra e tremen amzer dazont ar brezhoneg dre ar c’helenn er skolioù evel-just met ivez dre grouiñ ur vuhez sevenadurel tro-zro dezho. Setu perak en deus kemeret perzh en ur bern kevredigezhioù diavaez skol.

Sikouret en deus krouiñ kalzik a gevredigezhioù ivez en-dro d’ar yezh. Sikouret en deus krouiñ teir skol vihan : skol Diwan Lannuon e 1978, ur c’hlas divyezhek e skol bublik Tregastell e 1989 hag ur skol Diwan e Louaneg e 2006. Chom a ra stag c’hoazh ouzh Skol Diwan Louaneg ha mont a ra di bep sizhun da zeskiñ kanañ d’ar vugale.

Krouet en deus, e 1978, Kan ar Bobl Treger evit ar wech kentañ e Tregastell ha goude er Roc’h-Derrien, Trevoù-Tregigneg, Pempoull, Bear. Bez’ e vez c’hoazh eus ar gouel-se e Kawan bep bloaz dindan renerezh Ti ar Vro, e-lec’h e vez bodet ur seizh kant bugel bennak, holl o kanañ en hon yezh.

Kenlabouret en deus gant tud all e-barzh meur a gevredigezh, gant Bodad Brezhonekaat Ti ar Vro, ha kenderc’hel e ra c’hoazh gant Ofis Publik ar Brezhoneg.

Prezidant Levraoueg Breizh eo. Fiziet he deus al levraoueg-se al levrioù brezhonek e rann vrezhonek Levraoueg Aodoù an Arvor (Bibliothèque des Côtes-d'Armor) e Kawan.

Goude bezañ bet krouet ar gevredigezh « Al Levrig » e 1995, e voe prezidant ar gevredigezh-se ha Ti ar Vro Treger ha Goueloù goude e-pad dek vloaz e Kawan.

Kentelioù brezhoneg d’an dud-deuet en deus sikouret krouiñ e Bro-Dreger e Ti ar Vro e-lec’h ma zo bremañ pevar c’helenner a-vicher. Kelenn a ra c’hoazh bep pemzektez un tamm lennegezh vrezhonek d’an dud-deuet e-kerzh kentelioù a vez anvet « Lennomp ha Komzomp ».

Ezel eo eus Kreizenn Sevenadurel Nevez-Amzer e Tregastell ha kenbrezidant eo bremañ gant e verc’h Enora.

E penn "Son ha Kan" emañ, ur gevredigezh a glask brudañ ar c’hanañ e brezhoneg.

Kan-ha-diskan, kanañ ha sonerezh

kemmañ

Kanet en deus er festoù-noz dre Vreizh adalek 1977 gant e vreur Herve ha goude gant Fañch Perioù betek marv hemañ e 1998.

Aozañ festoù-noz en deus graet e-leizh asambles gant Marivon hag o merc'hed, bep bloaz un teir pe beder. E-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz o deus graet war-dro Gouel an Hañv e Tregastell, unan eus koshañ ha brudetañ festoù-noz a zo e Breizh.

Skingomz ha kleweled

kemmañ

A-hend-all ez eo bet unan eus ar re o deus krouet Arvorig FM gant David ar Gall, Andrev Roparzh, Ronan Hirrien, Ronan Debel ha tud all e Kommana e 1998. Bremañ emañ ar radio e Landerne. Eno ez eus 4 den o labourat e brezhoneg e-pad an deiz.
Sikouret en deus ober div lec’hienn vrudet er Rouedad : Kaouenn, ur seurt YouTube e brezhoneg, hag "Hor Bed", ul lec’hienn gelaouennerezh. Raktresoù all a zo war ar stern war an dachenn-se. E Kaouenn e kaver meur a gant filmig savet gantañ.

Traoù all

kemmañ

Aozadurioù All

kemmañ

Unan eus krouerien gentañ ar sindikad SLB (Sindikad Labourerien Breizh) eo bet gant Dominig Jolivet-Klec'h.

Ezel eo eus ar gevredigezh Breizh 5 diwar 5 a c’houlenn e vefe adstaget Bro Naoned ouzh rannvro melestradurel Breizh.

Mennozhioù diwar-benn ar brezhoneg

kemmañ

Kalzik en deus selaouet ar vrezhonegerien a-vihanik a-hed e vuhez, er gêr da gentañ. Krediñ a ra e rank yezh ar pemdez magañ ar yezh skrivet, ar c’hontrol o vezañ gwir ivez ! Setu ar pezh a skriv diwar-benn "Eostad" :

Brezhoneg klevet e Perroz eo ar pep brasañ eus ar gerioù a gaver amañ, gwir. Met brezhoneg Perroz a zo tregerieg, hag an tregerieg a zo brezhoneg, hervez klevet ! An dra-se a zo gwir evit kement brezhoneg 'zo e Breizh ! Komzomp perrozeg, leoneg, kerneveg, bubrieg, plouvouskanteg, enez-suneg, gwenedeg, an hini a gerfet, met komzomp brezhoneg. Ha pa skrivfomp, ‒ nemet ha skrivañ a rafen evit tud Perroz hag ar parrouzioù tro-war-dro hepken, e c’hallfen skrivañ e perrozeg, ‒ skrivomp e peurunvan ma vefomp komprenet dre Vreizh ! Abalamour da se em eus skrivet ar gerioù e peurunvan, ma c’hello darn eus ar gerioù ha troioù-lavar a zo amañ mont da binvikaat an holl vrezhonegoù. An distagadur evelkent a zo lakaet a zo distagadur ar ger evel ma ‘m eus e glevet pe hervez reolennoù an distagañ, pouez-mouezh ha taol-mouezh, ar yezh e-kostez Perroz.

Ne blij ket din ar re a baoura ar yezh gant o gerioù gallekaet diwar re kennebeut : "teatr", "mersi bras", "poubelenn", ‒ ma klevfe an aotrou Poubelle ac’hanon ! ‒ ha me ‘oar-me... Souezhet e vefemp ma klevfemp war un enrolladenn bennak brezhonegerien gozh penn-kentañ an ugentvet kantved o komz. Gallekadurioù a zo bet a-viskoazh met a-gementadoù dister a-walc’h, sur. Ur ger evel "garantisañ" n’eo ket ur ger brezhonek evidon-me. "Gwarantiñ" avat a zo kalz brezhonekoc’h. Gouzout a reer bepred ez eo garantir an orin met tremenet eo dre vilin ar yezh, kement ma ankouaer an orin.

Ne blij ket din kennebeut ar re a nac’h klask pinvikaat o yezh, o nac’h ar gerioù pervezh, resis da glotañ gant ezhommoù hon bed. Petra faot deoc’h gerioù nevez evel ouzhpennañ, ebarzhañ, pellgomz, pellgomzer-hezoug, pellwelerez (-h)... a zo ezhomm anezhe en deiz a hirie. Mat eo kaout un toullad geriennoù a seurt-se en hon fanerad nevez-c’herioù. Ne vint ket kavet er geriadur-mañ met n’int ket da vezañ skarzhet kennebeut. Ur "varlennad" anezhe am bo da ginnig deoc’h ur wech all en un embannadur all.

Ne blij ket din brezhoneg ar re a sav ur yezh "chimik" diazezet war tra vev ebet, ken diwar froudennoù spered, galianeg, hengeltieg ha me 'oar-me. »

Oberennoù

kemmañ
  • Tro ma C’hanton, Levr kanaouennoù ar Gonaned, Dastum Bro-Dreger, 2004
  • Eostad : gerioù, troioù-lavar eus Perroz-Gireg ha Treger dre-vras, Embannadurioù an Alarc’h, miz Du, 2016 (Priz Langleiz)
  • Bep an amzer e skriv ur pennad er gazetenn Le Trégor, e bro Lannuon. A-benn 2018 e tle bezañ skrivet ur c’hant hanter-kant pennad bennak.

A-hend-all en deus troet un toullad bloavezhioù 'zo daou levr all graet evit ar vugale :

  • Ma bloavezh tigr e Japan, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Anne Daniel, embannet gant Chapitre 12 e Pariz e 2010.
  • Ma bloavezh konikl e Korea, gant Sylvie Servan-Schreiber, skeudennet gant Lilas Yong, embannet gant An Alarc'h Embannadurioù e Lannuon e 2011.

Emañ o vont da embann un dro bennak un « Eostad » all, un droiad-c’heriaouiñ e-lec’h ma vo kavet gerioù ha troioù-lavar e-leizh eus Bro-Dreger, met ivez ur bern notennoù yezh gant Jakez Konan.

Ul levr all a zo war ar stern : emañ o sevel ur geriadur skiantoù an Douar e teir yezh, brezhoneg, galleg, saozneg.

Prizioù

Loreet eo bet gant Priz Langleiz d'ar Sadorn 27 a viz Here 2018 e Karaez.

  NODES