Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gitar zo ur benveg-seniñ gant kerdin a vez sonet dre biñsañ. Seniñ gitar a c'haller pe gant ar bizied en-eeun, pe gant ur skraberig. Ma'z eo stag anv ar gitar eus Spagn (ar vro ma teuas anezhi) ez eo ur benveg a orin eus ar broioù arab. War gresk ez eo aet brud vat ar gitar en XXvet kantved asambles gant skignañ ar sonerezh saoznek (jazz, country, blues, sonerezh pop, rock). Ar gitar zo unan eus ar benvegoù a vez implijet da seniñ Bossa Nova, sonerezh klasel ha country. Implijet e vez ivez da seniñ sonerezhioù zo eus Suamerika ha sonerezh keltiek. Gant ar piano hag ar violoñs ez eo unan eus ar binvioù anavezetañ er bed. Gitaroù liesseurt a zo : gitar klev, gitar tredan, gitar klev ha tredan. An holl anezho a zo diazezet war ar gitar klasel.

gitar
type of musical instrument
Iskevrennad eusQ57306162, long, thin object Kemmañ
Danvez implijetmaple wood, mahogany wood Kemmañ
Prizioù resevetInstrument of the Year Kemmañ
Deskrivet dreGuitar Hero Kemmañ
Implijet gantgitarour Kemmañ
Hornbostel-Sachs classification321.322-5-6 Kemmañ
Arouezenn Unicode🎸 Kemmañ
Ur gitar klasel hag ar rannoù anezhañ
Ur sell a-dost ouzh mikroioù ur gitar tredan
Ur gitar tredan

Gant ur gitar e c'haller seniñ an ton hag ar c'hlotadoù war un dro. Sonerezh gitar a zo bet savet gant John Dowland pe Henry Purcell. Hiziv an deiz ez eo unan eus ar binvioù implijet ar muiañ pa soner sonerezh folk (Bob Dylan, Leonard Cohen) pe sonerezh rock ha pop (The Beatles, Jimi Hendrix).

 
Ar c'hitarourez, gant Vermeer, e-tro 1670-1672

Soñjal a reer e teu ar gitar eus a lud arab (al ' ûd en arabeg). Gitaroù a veze e Spagn ken abred hag en XIIIvet kantved. Azalek ar XVIIvet kantved en em strewas en Europa a-bezh ha d'ar mare-se en doa peder pe pemp kordenn zoubl. Ar c'hwec'h kordenn simpl a voe tapet gantañ en XIXvet kantved. Hag e-kreiz an XIXvet kantved e voe roet d'e voest-dasson ar stumm en deus hiziz an deiz.

Ar benveg

kemmañ

Rann bouezusañ ar gitar eo an daol-heson : daou blankenn koad peget riblenn-ha-riblenn, pe koad lavrennek. Reutaet e vez an daol-se en diabarzh gant barrennoù-kreñvaat hag a zo a-bouez evit kalite ar son. Sklisennoù eo anvet ar c'hostezioù, div vandenn goad bet tommet ha stummet en ur stern. Un troad en deus ivez ar gitar. Ouzh an troad e peger ur blakenn goad anvet touchenn, ma lakaer e vizied warni. Ouzh an daol eo peget ar pontig, a stager ar c'herdin outañ. C'hwec'h kordenn a zo, nilon pe dir.

Peurliesañ e vez kendoniet ar c'herdin evel-henn (eus ar son boud d'ar son skiltr) :

  • mi (E)
  • la (A)
  • re (D)
  • sol (G)
  • si (B)
  • mi (E)

A-wechoù e vez kendoniet en un doare digor (open tuning e saozneg), da skouer :

  • re (D)
  • la (A)
  • re (D)
  • sol (G)
  • la (A)
  • re (D)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
INTERN 1
Note 1