Gourtanvenez
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ober a reer gourtanvenez eus ar menezioù-tan o deus dislonket tolzadoù materi divent ken ez eus prouennoù m'eo bet kemmet an hin er bed a-bezh gwezhioù zo. N'eo ket bet krouet an dro-lavar gant ar skiantourien, met anv zo bet eus ar supervolcanoes e-barzh meur a deulfilm breizhveuriat pe stadunanat adalek ar bloavezh 2000. Graet e vez gant an tanvenezourien eus ar megacalderaoù evit ober anv eus ar pezh a weler hiziv. A hend-all e vez renket ar gourtanvenezioù war an daou zerez uhelañ e-barzh meneger tarzherezhted an tanvenezioù, ar VEI (Volcanic Explosivity Index e saozneg) a ya betek 8. En derez 7 eo bet jedet m'eo bet kaset un tolzennad materi 100 km³ er-maez ha muioc'h eget 1 000 km³ evit an derez 8.
Hervez lod skiantourien e c'hellje an hin bezañ aet da yen spontus betek bezañ lakaet an Douar da vezañ goloet gant skorn 65 milmilion a vloavezhioù zo, ha marteze lakaet an dinozaored da vont da get.
Gorreadoù tanek meur
kemmañGwezhioù zo ez eus bet kavet roudoù ar gourtanvenezioù er gorreadoù tanek meur evel ma vez gwelet en Island (Enez ar Skorn), e Meurvor an Indez, e Siberia hag e Java. Koulskoude ez eus bet kavet roudoù meur a gourtanvenez er bloavezhioù 2000.
An dislonkadenn dolzennek anavezet en amzerioù istorel a zo bet hini ar Menez Tambora en Indonezia e 1815 (VEI 7), ha nevez zo eo bet kavet ez eus bet un dislonkadenn divent e Zeland-Nevez ken yaouank ha 2 200 vloaz zo.
Park broadel Yellowstone
kemmañEn teulfilm kentañ war ar gourtanvenezioù skingaset gant ar BBC (Supervolcanoes, 2000) eo bet lakaet ar c'haoz war gresk an obererezh tanvenezel e-kreiz Park broadel Yellowstone er Stadoù-Unanet. Hervez kont e vije live an douar o kreskiñ a 7 cm bep bloaz ha ken tanav eo pluskenn an Douar eno ma c'hellfe bezañ ur c'hambr magma prest da zislonkañ diskuliadegoù lava (mein-teuz) war gorreadoù divent evel m'eo degouezhet meur a wech dija, 2,1 milion, 1.3 milion ha 640 000 a vloavezhioù zo. Merzet eo bet ez a da gresk an obererezh tanvenezel ivez (gwrezverk ul lenn o kreskiñ, pennoù-bouilh o tarzhañ kreñvoc'h, muioc'h a soufr). Hervez lod douarourien (Robert Smith, Skol-Veur Utah, da skouer) e c'hellfe menez-tan Yellowstone prest evit ober e reuz a-barzh un nebeud bloavezhioù.
Roll ar gourtanvenezioù
kemmañ | |
- Aira Caldera, Kyūshū, Japan • ~ 22 000 bloavezh zo (~110 km3)
- Lenn Taupo, Norzhenez, Zeland-Nevez • 181 ktJK (120 km3)[1]
- Kikai Caldera, Inizi Ryukyu, Japan • 6 300 bloavezh zo (150 km3)
- Menez Aso, Kyūshū, Japan • 4 dislonkadenn dolzennek etre 300 000 ha 80 000 bloavezh zo (Tolzenn : - 600 ktJK km3)
- Tambora, West Nusa Tenggara, Indonezia • 1815 (100 km3)
- Bruneau-Jarbidge, Idaho, Stadoù-Unanet • 10-12 milion a vloavezhioù zo (>250 km3)[2] • 1 600 km er Reter[3]
- Laacher See, Rheinland-Pfalz, Alamagn • ~ 12 900 bloavezh zo (~300 km3)
- Campi Flegrei, Naplez, Italia • ~ 12 000 bloavezh zo (marteze muioc'h eget 300 km3)
- Caldera Long Valley, California, Stadoù-Unanet • 760 000 bloavezh zo (600 km3)
- Caldera Valles, New Mexico, Stadoù-Unanet • 1,12 milion a vloavezhioù zo (600 km3)
- Kemplez al lenn tanveneziek Bennett, British Columbia/Yukon, Kanada • 50 million a vloavezhioù zo (850 km3)
Levrlennadur
kemmañ- Paol ar Meur, Ar menez-tan kreñv spontus. In : Bremañ, n° 315, Genver 2008.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Wilson, C. J. N. & Ambraseys, N. N. & Bradley, J. & Walker, G. P. L. (1980) : A new date for the Taupo eruption, New Zealand, Nature 288: pp. 252–253. DOI : 10.1038/288252a0.
- ↑ Krouet ganti Ashfall Fossil Beds.
- ↑ Ashfall Fossil Beds State Historical Park. The Ashfall Story. Kavet : 08 a viz Eost 2006.