Grip
Ar grip (influenza e latin) a zo ur c'hleñved poreüs degaset gant pevar seurt viruz eus kerentiad an Orthomyxoviridae (Myxovirus influenzae A, B, C ha D). Tagañ a ra al laboused hag un nebeud bronneged evel ar moc'h, ar reuniged hag an dud. An epidemiezh a c'hoarvez en diskar-amzer hag er goañv dreist-holl. Terzhienn, poan-benn, paz, faringit, mialgiezh, asteniezh ha disnaon eo e sinoù pennañ. Treuskaset e vez ar grip etre an dud dre an analañ dre takennoùigoù puilh ar viruzoù enno o tont eus paz ha streviadur ar sujidi poreet.
Virologiezh
kemmañViruzoù TRN eo viruzoù ar grip. Eus kerentiad an Orthomyxoviridae emaint. Pevar anezho int : viruz ar grip A, viruz ar grip B, viruz ar grip C ha viruz ar grip D, digemmet an eil diouzh ar re all dre antigenusted o nukleoprotein. Viruzoù ar grip A eo ar re a zo kaoz d'ar pandemiezhoù bep bloaz.
Diagnostik
kemmañBerr eo ar gorvezh : 1 pe 2 zeiz. Kregiñ a ra ar c'hleñved a-benn-krak gant un derzhienn trec'h da 38,5°C, gant kridienn, klopennadoù (poan-benn), asikted, disnaon, mialgiezh (poan-gigenn), arthralgiezh (poann-genvell). Tizhet e vez ar forzhioù analañ ivez : darwazh fri, berradur ar fri, paz sec'h, poan-gargadenn, raoudur ar vouezh.
Dizarbenn
kemmañKinniget e vez d'an dud gant riskloù bezañ vaksinet bep bloaz er broioù greantelaet. An dud gant riskloù eo :
- ar merc'hed dougerez e forzh peseurt stad eus o brazezded,
- ar vugale etre 6 miz ha 5 bloaz,
- an dud war an oad (≥ 65 bloaz),
- an dud gant klañvadurioù henek,
- ar wazourien yec'hed.
Evel kalz kleñvedoù poreüs e chom ar yec'hedouriezh an doare kentañ da zizarbenn an tredizh e-pad ur c'hleñved-red :
- gwalc'hiñ pizh e zaouarn ha meur a wezh bemdez gant soavon pe un dileizhenn hidroalkoolek dilouezus evit an daouarn, dreist-holl o vezañ stoket ouzh un den poreet erveziat pe oc'h ober war-dro ur c'hlañvour, pe ouzh gorreennoù kontammet erveziat gant ar viruz.
- en em wareziñ ha gwareziñ ar re all ouzh strinkadoù ar genoù pe ar fri, gant ur frilien taoladus (da vezañ lakaet en ur boubelenn serr araok gwalc'hiñ pe dilouezañ e zaouarn), pe o streviañ pe pasaat e pleg e vrec'h (kentoc'h eget e zaouarn). Mont e maskl surjianel a c'hall nebeutaat at strinkadoù ivez.
Mezegadur
kemmañAn den klañv a rank paouezat da labourat ha diskuizhañ er gêr. Parraat a raio ouzh an tredizhañ ha treled an darreuziad ivez.
Epidemiologiezh
kemmañMervel a ra gant ar grip etre 250 000 ha 500 000 den er bed bep bloaz, bugale yaouank ha tud kozh dreist-holl.
Istoradur
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Mammenn : Public Health Image Library