Ar gwenneggwenneien el liester – a oa ur pezh moneiz e metal gwenn a dalveze un ugentvedenn (1/20) eus al lur.

Ur pezh 1 gwenneg, kognet e Bro-C'hall e 1939

E Bro-C'hall e veze implijet al lur gwechall. El lur gall e oa 20 gwenneg, ha pep gwenneg a oa ennañ daouzek diner. E Bro-Saoz hag e Breizh-Veur dre vras e oa unanennoù moneiz heñvel, al lur sterling, a oa 20 shilling ennañ, ha 12 penny a oa e-barzh pep shilling.
En deroù e talveze al lur kement hag ul lur pouez a arc'hant. Ugent gwenneg a oa ul lur pouez a arc'hant ivez. A-hed ar c'hantvedoù avat eo digresket talvoudegezh ar pezhioù moneiz-se, hag e dibenn an XVIIIvet kantved ne dalveze mui ul lur kement hag un nebeud kantvedoù a-raok, pa voe kemeret e lec'h gant ar franc, da vare an Dispac'h gall.

Daoust ma oa bet degaset ur moneiz nevez gant an Dispac'h o deus dalc'het an dud d'ober gant ar gerioù kozh, "lur" ha "gwenneg". En XIXvet kantved hag e deroù an XXvet kantved e talveze 1 gwenneg kement hag 1/20 eus ar moneiz a oa en implij er Stad C'hall, kement ha 5 kantim eta.

Anvioù ar pezhioù moneiz
Latin Galleg Brezhoneg Saozneg
Libra Livre Lur Pound
Solidus Sol pe Sou Gwenneg Shilling
Denarius Denier Diner Penny


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Gwenneg er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  NODES
Note 1