Ar gwir kanonek (Jus canonicum en latin) eo an anv a vez graet eus hollad ar reolennoù diabarzh degemeret gant pennadurezhioù an Iliz katolik evit he gouarn.
D'al lidoù pergen e tenn ar reolennoù-se, ha n'eo ket d'ar c'hredennoù pe d'ar feiz, war-bouez un nemedenn bennak ; ar berz ouzh ar merc'hed da velegiñ zo deuet da vout afer a feiz abaoe 1983.

  NODES
Note 1