Henoadvezh an arem

(Adkaset eus Henoadvezh an Arem)
Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Klotañ a ra Henoadvezh an arem (1800-1500 kent JK) gant ar mare ma oa ijinet ar vetalouriezh, gant labour ar c'houevr, ar staen ha goude se eus an arem. Prantad kentañ Oadvezh an arem eo.

Diorroiñ a ra al live bevañ tamm-ha-tamm hepdezhañ cheñch kalz. Diorroiñ a ra ivez kenwerzh etrebroadel ar c'houevr hag an darempredoù etre ar pobloù.

Kronologiezh

kemmañ

Ne grog ket Henoadvezh an arem e pep lec'h d'ar memes mare. Deraouiñ a ra :

Teknikoù

kemmañ

Pennañ nevezadenn deknologek eo ijinadenn ur c'hendeuzadur kouevr ha staen a roas o zu d'an dud da sevel traezoù niverus en arem.

Pa deuzer anezhañ 10 % staen gant ar c'houevr e ro arem. Solutocc'h eo ar c'hendeuzadur-se evit ar c'houevr e-unan, met gwevnoc'h eo pa vez tomm. A-drugarez d'ar perzh-se e c'haller sevel traezoù arem gant mouloù. Implijet e veze div deknologiezh : ar mouloù maen pe par teknologiezh ar c'hoar kollet. Homañ ziwezhañ a roe an tu da sevel traezoù arem kleuz bras-kenañ, evel bendelloù rodoù kirri. Savet e veze ivez traezoù liesseurt all evel klezeoù, pennoù goaf ha goustilhoù.

Implijet e veze ivez an arem war dachenn an arzh da sevel troioù-gouzoug, elfennoù klinkerezh, lagadennoù anavezet dre ar skouerennoù kavet er bezioù.

  NODES
Note 1
os 3