Homeros
Homeros (Ὅμηρος : Hómēros e henc'hresianeg) a lavarer war e zivout e oa ur barzh gresianek eus penn diwezhañ an VIIIvet kantved kent J.K. Eñ eo ar barzh koshañ eus Henc'hres a zo deuet e oberennoù betek ennomp : an Ilias hag an Odysseia. Koulskoude e c'hallfed lavaret eo ken kozh all skridoù Hesiodos.
Rann eus | Mitologiezh Henc'hres |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Ionian League |
Anv e yezh-vamm an den | Ὅμηρος |
Anv ganedigezh | Ὅμηρος |
Anv-bihan | Homer |
Deiziad ganedigezh | 9vet kantved kt JK |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 8vet kantved kt JK |
Lec'h ar marv | Ios |
Mamm | Kretheis |
Yezh vamm | henc'hresianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Yezh implijet dre skrid | henc'hresianeg |
Micher | barzh, oberour, skrivagner |
Tachenn labour | Greek literature |
Floruit | 8vet kantved kt JK |
Strollad etnek | Greeks |
Kleñved | dallentez |
Oberenn heverk | Ilias, Odysseia, Homeric epics |
Tachenn | Meurgan |
Present in work | Divina Commedia |
Attested in | Mare Magnum volume 82 |
Oberennoù zo en dastumad | Minneapolis Institute of Art, National Gallery of Art, Stedelijk Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Didro-kaer e veze graet "ar Barzh" anezhañ gant ar tud an Henamzer. Skrivañ a reas Victor Hugo diwar e benn en e skrid William Shakespeare : "Ganet eo ar bed, Homeros a gan. Evn sklêrijenn an deiz eo hennezh".
Ha daoust hag-eñ e voe anezhañ ? Pe daoust ha n'eo ket meur a varzh a zo bodet dindan an anv-se? Diaes ober ur soñj.
Petra e oa e vuhez ?
kemmañ.
Dicunt Homerum caecum fuisse, a veze desket er yezhadurioù latin: lavaret e vez e oa dall Homeros. War div elfenn a gaver en e skridoù eo harpet ar soñj-se.
- Da gentañ eo dall ar barzh Demodokos a zo meneg anezhañ en Odysseia a-benn kanañ danevelloù eus brezel Troia.
- Da c'houde, diwar e benn e lavar, oberer kan Homeros da Apollon Delos (Kanoù Homeros a voe kanoù deroet da Homeros) : "Un den dall eo, a zo o chom e C'hios roc'hellek".
Koulskoude en deus merket Martin P. Nilsson, e-barzh Homer and Mycenæ (1933), e veze graet "tud dall" da gustum eus ar varzhed, e broioù zo eus ar Slaved. Kollet ar gwelet : broudet an eñvor sañset. E kevredigezhoù gwezhall ivez e veze un den dall evel un arouez : an hini a wel an disgwel dreist, ne wel ket hemañ drezañ e-unan. Evel korf un doue eo. Skouerioù zo : lakaomp Tiresias pe Oedipus. An hini kentañ skoet dall abalamour d'ur vallozh, roet dezhañ avat galloud an divinour evit kempouezañ. An eil zo skoet dall pa krog da welet ar wirioniez : pezh a zigas anezhañ d'ur seurt santelezh. Marteze eo dallentez Homeros eus ar seurt-se.
Eus a C'hios, Smirna, Kyme pe eus a Kolofon e vefe Homeros hervez tabutoù bet etre tud ar c'hêrioù-se en Ionia. Lukian eus a Samosata (tro-dro120–goude 180), e-barzh e skrid Istor gwir (II, 20), a rae ur babilonian eus Homeros, kaset evel un ostaj (e gresianeg homêros) e-touez ar C'hresianed, setu deuet e anv. Proklus, prederour ha den gouieziek (412–485), a echuas ar c'haozioù en e skrik Buhez Homeros, gant al lavarenn : hemañ a voe ur sitoian d'ar bed da gentañ.
A-benn ar fin n'ouzomp ket kalz a draoù diwar-benn Homeros nag e vuhez. Deuet eo eizh skrid war e vuhez betek ennomp, deroet e gaou da bPlutarc'hos, da Herodotos. Evit gwir e vefent eus an oad kristen ha n'heller ket krediñ enno.
Petra eo e oberennoù ?
kemmañLakaet e vez war e gont da vezañ kompozet an Ilias hag an Odysseia. Savet en dije an hanez farsus Batrachomyomachia (emgann etre raned ha logod, An Ilias luadennet) ha Kanoù Homeros daoust ma vezont gwelet evel pezhioù deveret goude ma varvas.
E-pad an Henamzer, dre vras e klote an anv Homeros gant ar varzhoniezh hanez en he fezh.
Adalek Platon hag Aristoteles e voe harzet d'an daou hanez kentañ.
Oberennoù
kemmañLakaet eo da dad an Ilias hag an Odysseia.
Ar meurgan fentus Batrachomyomachia (emgann ar raned hag al logod), savet war batrom an Ilias, hag an Himnoù Homerek a vez lakaet war e anv, goude ma vez lavaret int bet skrivet un tamm diwezhatoc'h.
Dre vras e c'haller lavarout e talveze anv Homeros kement ha barzhoniezh meurganel penn-da-benn, evel ma talveze hini Hesiodos kement ha barzhoniezh didaktek.
Se zo kaoz e vez staget e anv ouzh titloù ar meurganoù ar C'helc'hiad Troian. Gant Homeros, gouez da Arc'hilokos Paros, e oa bet skrivet ar Margites, ur skrid fentus.
Penaos e savas e oberennoù ?
kemmañPenaos int deuet betek ennomp ?
kemmañPetra eo yezh Homeros ?
kemmañHag un istorour eo Homeros ?
kemmañSoñjal a rae ar skriverien en Henamzer e kane Homeros pezh a zegouezhe en gwir, hag e voe eus Brezel Troia. Lavaret e veze ganto ivez pezh a lavaras Odysseüs (Ulis) d'ar barzh Demodekos (Od., VII, 489–491) :
« Kanañ a rez brav-kaer planedenn ar C'hresianed,
Kement hag a voe graet, anduret ha gouzañvet gant Tud Argos,
Evel un den en defe bevet o istor, desket digant unan bennak all d'an nebeutañ ! »
En XIX vet kantved c'hoazh, a-benn kavout al lec'hioù diskrivet e-barzh an hanez, setu Heinrich Schliemann da gregiñ e furcherezh en Azia Vihanañ. Pa zizoloas dismantroù ur gêr anvet Troia, ha re unan all Mikenai e soñjed degas prouiñ komzoù Homeros : ha setu e vije bet adkavet maskl aour Agamemnon, skoued Ajaks, hanaf Nestor ha kemend-all. Hevelebiñ a rejont ar gevredigezh kanet gant ar barzh ouzh ar sevenadur Mikenae.
Mont da welet ivez
kemmañPennadoù nesañ
kemmañ- Troet eo ar pennad diwar ar bajenn c'hallek eus an 11 a viz Mezheven 2006, pennad enoret evit e dro d'an 18 a viz Gwengolo 2004. Aet eo bet diouti a-wezhioù : Pennad Homeros e galleg
Skridoù diwar e benn
kemmañDanvez dre vras
kemmañ- Pierre Carlier, Homère, Fayard, 1999 [e galleg].
- Jacqueline de Romilly, Homère, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 2218, 1999 (pevare embann) [e galleg].
- Monique Trédé-Boulmer, La littérature grecque d'Homère à Aristote, PUF, dast. « Que sais-je ? » n° 227, 1992 (eil embann) [e galleg].
Ar bed pa oa bev Homeros
kemmañ* « La Méditerranée d'Homère. De la guerre de Troie au retour d'Ulysse », Les collections de L'Histoire, n° 24, Gouhere-Gwengolo 2004 [e galleg].
- Moses Finley, Le monde d'Ulysse, Maspéro, 1969 [e galleg].
- Pierre Vidal-Naquet, Le monde d'Homère, Perrin, 2000 [e galleg].
Studioù arbennik
kemmañ- Louis Bardollet, Les Mythes, les dieux et l'homme. Essai sur la poésie homérique, Belles Lettres, dast. « Vérité des mythes », 1997 [e galleg].
- Pierre Chantraine, Grammaire homérique, Klincksieck, dast. « Tradition de l'humanisme », levren. I ha II, 2002 [e galleg].
- Geoffrey S. Kirk, The Songs of Homer, Cambridge University Press, Cambridge, 2005 (embann kentañ e 1962) [e saozneg].
- Gregory Nagy [e saozneg] :
- Homer's Text And Language, University of Illinois Press, 2004
- Homeric Responses, University of Texas Press, 2004
- Adam Parry (embanner), The Making of Homeric Verse: The Collected Papers of Milman Parry, Oxford University Press, 1971 [e saozneg].
- Jacqueline de Romilly, Les Perspectives actuelles de l'épopée homérique, PUF, dast. « Essais et conférences », 1983 (kentel kelennet er C'holej Frañs) [e galleg].
Liammoù diavaez
kemmañ- Levezon oberennoù Homer war div oberenn deuet war e-lerc'h : Mojenn Kêr Is hag ar film O'Brothers
- Homerica gant ar Skol-Veur Stendhal (Grenoble-III)
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù. |