Tamm eus heuliad a bennadoù a-zivout ar
Gristeniezh
Christianity

Istor ar Gristeniezh
Kronologiezh ar Gristeniezh
An ebestel
Ar Senedoù-Iliz
An Disivoud Meur
Brezelioù ar Groaz
An Adreizhadur

An Dreinded
Doue an Tad
Doue ar Mab . Doue ar Spered Santel

Ar Bibl
Testamant Kozh
Testamant Nevez . Ar pevar aviel

Doueoniezh kristen
Kouezhadenn an Den · Gras Doue
Salud · Didamalladur
Azeul kristen
Ilizoniezh · Esc'hatologiezh

Iliz Kentañ

Kristeniezh ar C'hornôg
Iliz katolik roman
Protestantiezh . Iliz Bro-Saoz

Kristeniezh ar Reter
Iliz Ortodoks ar Reter
Ilizoù ar Reter . Iliz Asirian ar Reter

Anvadurioù kristen
Emsavioù kristen

Iliz Bro-Saoz, Church of England, a zo un iliz kristen krouet er c'hwezekvet kantved gant ar roue saoz Herri VIII a-c'houde e volontez da zispartiañ diouzh Roma hag ar Pab. Ilizoù heñvel zo e kement bro a veze melestret gant Bro-Saoz, kenkoulz en Amerika hag en Afrika.

Iliz-veur Canterbury a zo kreizig-kreiz Iliz bro-Saoz hag an ilizoù anglikan all

"Ilizoù anglikan" a reer ouzh an holl ilizoù-se ha pep hini anezho a ra war-dro he aferioù dezhi hec'h-unan. Bodet int, avat, er Gumuniezh Anglikan e kemer perzh enni Iliz bro-Saoz hag ar primad anezhi, eskob Canterbury. An eskob-se en deus ur bouez ispisial o vezañ m'emañ ur primad, met n'eo ket penn an Ilizoù evel m'emañ ar Pab evit an Iliz Katolik Roman. Muioc'h-mui e vez graet un diforc'h etre Iliz Bro-Saoz hag an Iliz Anglikan pa vez anv eus reiñ un termenadur resis. An holl ilizoù anglikan a vez a-gerzh e komunion an eil gant eben evit ar pezh a sell an doktrin hag ar sakramantoù. Ur 77 milion bennak a dud a zo enno hiziv an deiz.

An ilizoù anglikan a vez en o fenn un eskob. Sellet a reont outo evel ilizoù "katolik" ha "disrannet", evel ur seurt iliz etre an Iliz Katolik hag ar Brotestantiezh. En em ginnig a reont evel katolik abalamour d'an Hengoun hag hêrezh an Ebestel. Nac'het eo ar perzh-se dezho gant an Iliz Katolik avat : al lizher Apostolicae Curae, embannet gant ar Pab Leon XIII, a nagenn gwiriegezh belegiñ an eskibien anglikan.

"Disrannet" a reont outo abalamour da mennozhioù nevez kinniget gant an ilizoù protestant, e-keñver frankiz an dud hag ar ritual da skouer, hag a zo bet jaojet gant Iliz bro-Saoz.

Daoust ma veze sellet ouzh an div vammenn-se e-giz ar pezh a ra dibarelezh an ilizioù anglikan, ar gomunion a zo lakaet diaes gant traoù 'zo liammet da Belegiñ ar Maouezed, an doare da welet an heñvelreizh pe an divors abaoe fin an ugentvet kantved.

Krouet oa bet Iliz Bro-Saoz gant Act of Supremacy (e c'hellfed treiñ "Skrid Dreistbeli") embannet gant roue Bro-Saoz Herri VIII e 1534, da heul nac'hadenn ar pab Klemañs VII da derriñ e briedelezh gant Katell Aragon. Ar skrid-se a embann disrann Iliz Bro-Saoz diouzh an Iliz. Da vare ren Herri VIII ne voe diforc'h ebet a-fet aozadur ha kelennadurezh gant honnezh. An urzhaz katolik a zeuas da vezañ re Iliz Bro-Saoz, e-keñver an eskopti, ar parrezioù.

E-pad pell, Iliz Bro-Saoz he deus klasket en em lec'hiañ e-keñver an Iliz Katolik. E-pad ren warlerc'hiad Herri VIII, Edouarzh VI (1547-1553) e krogas Iliz Bro-Saoz d'en em ziforc'hañ diouzh an Iliz Roma a-fet kelennadurezh. Adstagas a reas Iliz Bro-Saoz outi e-pad ren Mari I Tudur (1553-1558) avat. Dispartiañ a reas adarre adalek ren Elesbed Iañ (1558-1603). An disparti-mañ a voe graet da vat. Hiziv an deiz e chom dispartiet iliz Bro-Saoz ouzh an Iliz a Roma.

E-pad diktatouriezh Oliver Cromwell (1649-1658) ha dreistbeli an digemplegourion puritan e voe freuzet an urzhaz anglikan, adsavet gant Adsavidigezh an Unpenniezh ha Charlez II e 1660. Gant Skrid Gougemerusted 1689 e voe aotreet an disrannidi da bleustriñ didrabas o relijion. An Anglikaned hepken a chome ar gwir geodedidi nemeto avat. E 1828 e tizhas a-benn ar fin an disrannidi o rezidigezh. War o heul ez eas an Iliz katolik e 1829.

 
Iliz Bro-Saoz

E 1833 e voe savet, e diabarzh luskad saoz-katolik. Ar pal anezhi a oa heñvelaat ar muiañ ma c'halled an Iliz Anglikan ouzh an Iliz Katolik. En-dro da Edward Pusey pergen, ur strollad anglikan saoz a oa o fal neveziñ Iliz Bro-Saoz. Unan eus renerion ar strollad-se, John Newman, a zeuas betek ebarzhiñ an Iliz katolik e Bro-Saoz ha Kembre zoken.

Adalek eil lodenn an naontekvet kantved e savas ar goulenn da embann digefrieladur an Iliz Anglikan el lodenn-mañ-lodenn eus ar Rouantelezh Unanet, pezh a voe sevenet e Iwerzhon e 1869 hag e Kembre etre 1914 ha 1920, ha a c'houlenn hiziv an deiz, e Kernev-Veur, al luskad Fry an Spyrys (Dieub ar Spered), o sevel evel-se, gant Iliz eskoptiel Skos, ar Gumuniezh anglikan.

Pennadoù kar

kemmañ

Iliz anglikan

  NODES
Done 1