Impalaeriezh ar C'hornôg

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Impalaeriezh ar C'hornôg eo anv an Impalaeriezh krouet gant Karl Veur en Europa ar C'hornôg en VIIIvet kantved.

Kresk Impalaeriezh ar Franked diouzh red an amzer.

E dibenn ar Vvet kantved e oa bet fiziet hêrezh impalaeriezh Roma er Franked gant an Iliz roman evit an tiriadoù galian ha german. Impalaeriezh ar Garolingidi eo bet anvet da c'houde diwar anv e unpenn kentañ Karl Veur. Hêr da Impalaeriezh roman ar C'hornôg eo bet, met en ur doare disheñvel-tre pa oa ar gladdalc'helezh o kregiñ. E-pad ren Karl Veur e tiwanas renevezadur ar sevenadur (arzoù, lennegezh latin, studioù en abatioù) ken eo kaoz eus Azginivelezh ar Garolingidi. Steudad e warlec'hidi evel "impalaerien an "Impalaeriezh santel" a yeas betek Loeiz Tramor.

Ar roue frank Hlodwig a c'houlennas bezañ badezet e 487 hag a renas war al lodenn vrasañ eus Galia. Distabiloc'h e chomas saviadoù Italia, Hispania ha Brittania hag e save dizurzhioù bras diwar aloubadegoù pobloù ar stepinier e-kreiz Europa. Padal e chome stabil awalc'h Impalaeriezh roman ar Reter, Kergustentin e gêr-benn, nemet pa voe taget gant an Arabed e dibenn ar VIIvet kantved.

E dibenn an VIIIvet kantved e savas Karl Veur, ur roue frank gouest da ledanaat tachenn e veli betek Saksonia (Reter Alamagn hiziv), Norzh Italia ha Galia a-bezh. Klask a reas ober brezel d'an Arabed staliet e Norzh Spagn hag e krouas ar Gotalonia (bro ar C'hoted), da lavaret eo Katalonia a-hiziv. Steuziañ a rae Galia evit mont da vezañ Frankia, bro ar Franked. Kavout a reas d'ar pab, Leon III, e vije gwelloc'h adsevel un impalaeriezh frank ha kristen er broioù renet gant Karl Veur. Diforc'hioù bras ez eus bet etre an impalaeriezh roman hag hini ar Garled. Ne chome mui meizad an imperium a rene hini ar Romaned, rak lavarout a rae Karl e oa bet kurunennet gant Doue. Kurunennet e oa bet e Roma gant ar pab da Nedeleg er bloaz 800.

Goude ar gurunidigezh e klaskas Karl Veur aozañ gwelloc'h an impalaeriezh hag e fizias en e vibien ober ar brezel evit he difenn. Staliañ a reas sez e veli en e balez bras savet e kêr Aachen (Norzh Alamagn). Lodennet e voe beli an impalaer ha Pepin a voe anvet roue Italia, Loeiz, roue Akwitania ha Karl, roue Germania. Liammoù a savas gant impalaeriezh roman ar Reter hag e voe kaoz eus unaniñ an div riez, met an impalaerez Irena a gollas he galloud e 802. Kurunennet evel impalaer e 813 a-raok ma tremenas e dad e 815, ne c'hellas ket Loeiz an Deol treuzkas an impalaeriezh da unan eus e vibien. Ar re-se a reas brezel etrezo hag a-enep d'o zad. Hemañ a zibabas e vab yaouankañ, Charlez ar Moal evit bezañ an danvez-impalaer, met pa voe lodennet an impalaeriezh e 843 (feur-emglev Verdun) ez eas an titl hag an titl nemetken gant Loeiz. Ur c'houn eus ar fed-se a vo miret pa vo krouet e 962 an Impalaeriezh santel roman gant Otto II.

Breizh hag impalaeriezh ar Garolingidi

kemmañ

Ne oa ket anavezet gant ar Vrezhoned beli ar Franked e lodenn Vreizh e renent warni, da lavaret eo an tiriad e kornôg ar Gwilen goude ma oe bet an trec'h da Warog, un tiern brezhon, war ar Franked e 579.
Kazi bep bloaz e veze aloubadegoù bihan ar Vrezhoned en tu all d'ar Gwilen heuliet gant ergerzhadegoù o amezeien en o ziriad.
Karl Veur a renas ergerzhadennoù-brezel hag e redias ar Vrezhoned paeañ un truaj ha anavezout e galloud. E 799 e c'hounezas Karl Veur Breizh a-bezh, goude meur striv graet en aner gant Pepin ar Berr, tad Karl Veur, e 753, gant Rolant, markiz Breizh, niz d'am impalaer ha gant ar senesal Aodoulf e 786. Koulskoude e tistroas al lu frank e 811 hag e preizhatas betek ilizoù ha manatioù Sant-Maloù. Pa varvas an impalaer e 814, an tiern Morvan a glaskas nac'hañ beli Loeiz an Deol diwar abeg ma oa deuet e Arvorig ar Vrezhoned a-araok ar Franked. Lavaret a reas da Witkar, kannad an impalaer nevez : "Kerzh da-gichen da vestr en-dro hag adlavar ma c'homzoù dezhañ : N'on ket annezad e diriad. Ra vo e veli war ar Franked hag hini Morvan war ar Vrezhoned. Ma ren ar Franked ar brezel war hon enep, ni a raio evel-se en-dro. Divrec'h a zo evit o implij da bep ac'hanomp ha ma 'z eus skoedoù gwenn ganto ez eus skoedoù du ganeomp". Diouzhtu e kasas ul lu an impalaer, met trec'het e oe gant Morvan. Ul lu brasoc'h a gasas Loeiz ha trec'het ha lazhet e voe Morvan en emgann e 818.

Kouviet e voe Matmonok, abad Abati Sant-Gwenole Landevenneg, gant an impalaer, da zont da b-Prizieg, ha goulennet e voe outañ dilezel reolennoù keltiek ar venec'h da gemer ar re savet gant Benead Norcia.

Roll Impalaered ar C'hornôg

kemmañ
  NODES
Note 1