Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet

tiriad ar Stadoù-Unanet Amerika

Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet (stumm ofisiel saoznek: Virgin Islands of the United States, anvet alies United States Virgin Islands, U.S. Virgin Islands pe USVI) pe an Inizi Gwerc'h Stadunanat, a zo ur strollad inizi eus an Antilhez, anezho un takad enezel eus ar Stadoù-Unanet. Un darn int eus enezeg an Inizi Gwerc'h, en Antilhez Bihanañ.

Kartenn eus Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet

Saint Croix, Saint John, hag Enez Saint Thomas eo an inizi pennañ, ha Water Island zo bihanoc'h ha disparti evel ma'z eo inizi bihan all ivez.

108,612 a dud a oa o chom eno e 2001, hag an touristerezh eo ar gennad pennañ en ekonomiezh.

Betek 1916 e oa dalc'het an inizi gant Danmark. Hervez ABU eo un tiriad diemren, hag e statud hervez SUA eo hini un "tiriad aozet ha diembarzhet".

An Arawaked e voe an annezidi gentañ, war-dro 1500 kent JK. War-dro kreiz ar XVvet kantved e voent kaset kuit hant ar Garibed.

En 1493 e voent dizoloet gant Christophe Colomb e-kerzh e eil beaj. O enveal a reas Las Virgenes (« Ar Gwerc'hezed ») en enor da vojenn Santez Ursula hag ar gwerc'hezed merzheriet war un dro ganti. Da neuze, eo Inizi ar Gwerc'hezed eo e tlefent bezañ anvet e brezhoneg, ha Virgins Islands e saozneg.

Trevadennet e voent gant Daniz en 1672 , hag anvet Indez Kornôk Danat.

En 1917 e voent gwerzhet gant an annezidi da SUA evit 25 milion a zolaroù.

  NODES
Note 1