Itron Varia an Erc'h

Itron Varia an Erc'h zo unan eus an anvadurioù a roer d'ar Werc'hez Vari, anavezet en Italia, Spagn, ha Portugal, en Europa, e Latinamerika ha kebek ivez. Dont a ra an anv eus ur burzhud c'hoarvezet e Roma er IVe kantved, pa voe diazezet bazilikenn Santa Maria ad Nives ("Santez Varia an Erc'h"), a voe adanvet Santa Maria Maggiore diwezhatoc'h.

Masolino da Panicale, Miracolo della neve, Museo di Capodimonte, Napoli
Itron Varia an Erc'h. Stal-labour Giovanni della Robbia (Certaldo - Italia)

Etre Istor ha mojenn

kemmañ
 
„Schneewunder“, gant Matthias Grünewald, ma weler ar pab Liberius en erc'h. Iliz Maria-Schnee, e Breisgau, en Augustinermuseum.

Goloet e voe ar Menez Eskilin gant an erc'h d'ar 5 a viz Eost 358, e kreizig-kreiz an hañv eta, er bloaz-se. War-lerc'h an darvoud-se, gwelet evel ur brurzhud, e voe divizet gant ar pab lakaat eno ar santual gouestlet d'ar Werc'hez. Lidet e vez ar gouel-se d'ar 5 a viz Eost.

Itron-Varia an Erc'h e Breizh

kemmañ

Soñjal a reer e c'hallje bezañ bet kemmesk e Breizh etre "an erc'h" hag "an nec'h" (an uhel).


E meur a lec'h e vez enoret Nossa Senhora das Neves ha dreist-holl e kêr João Pessoa, kêr-benn Paraíba.

  • As Neves, anv meur a lec'h a deufe eus anv ar Werc'hez.

Gwelet ivez

kemmañ
  NODES
Note 1