Ar C'halifad Abbasid pe ar Galifiezh Abbasid a oa ur c'halifad a renas war un darn vras eus ar bed muzulman eus 750 betek 1258.

Ar c’halifad abbasid, war-dro 850

Tierniezh an Abbasided a voe diazezet gant As-Saffah, un diskennad da Abbas ibn Abd al-Muttalib, un eontr d'ar profed Mohammed. Kemer a reas ar galloud goude un emgann a-enep an Omeyaded. Fellout a rae d'an Abbasided kaout ur stad a bouezfe muioc'h war ar relijion ha ma vefe roet kement a blas da dud Iran, nevez-troet ouzh an islam, evel d'an Arabed. Goude tri bloavezh brezel e trec'has Abu Muslim war an Omeyaded e 750, en Emgann ar Zab Bras.

Troidigezh en arabeg eus al levr latin De Materia Medica, graet e Baghdad, dindan ren an Abbasided

Kreizenn ar C'halifad Abbasid e oa Baghdad, ur gêr-benn savet e 762, tra ma oa kreizet impalaeriezh an Omeyaded war Damask ha Siria. En e vog e oa ar sevenadur muzulman, en amzer an Abbasided, en un impalaeriezh bras-divent en em astenne eus an Indus betek Norzhafrika. Un toullad kalifed brudet a voe neuze, evel Al-Mansur pe c'hoazh Harun al-Rashid. D’ar mare-se e voe troet en arabeg e-leizh a skridoù latin ha gresianek eus an Henamzer.

Tamm-ha-tamm avat e voe ret d'ar C'halifad Abbasid stourm ouzh rieien vihan e lec'hioù evel Spagn, hag a rene o bro evel pa vefent dizalc'h, hag ouzh pobloù evel an Durked seldjoukid a oa kreñvoc'h-kreñvañ. En XIIIvet kantved e voe diskaret ar C'halifad Abbasid gant ar Vongoled, pa voe aloubet Baghdad ganto d'an 10 a viz C'hwevrer 1258. Distrujet e voe kêr ganto ha tec'hout a reas an dud a oa chomet bev da Ejipt.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1