Ar c'hariotip eo hollad ar c'hromozomoù e kelligoù ur bevedeg. Gant an termen kariotip e raer anv ivez eus skeudenn hollad kromozomoù ur gellig, urzhiet en un doare standart.

Kariotip un den
Kariotip un den

E kelligoù somatek an den ez eus 23 c'houblad kromozomoù, da lâret eo 46 kromozom. Niverennet int eus 1 betek 22 mui ar c'hromozomoù seksel (XX evit ar merc'hed, XY evit ar baotred).

E kelligoù seksel an den ez eus ur skouerenn hepken eus pep kromozom, da lâret eo 23 c'hromozom.




Implij

kemmañ

Dielfennet e vez ur c'hariotip evit meur a abeg, da skouer :

  • Kavout un distummadur a c'hellfe bezañ kaoz eus ur c'hleñved
  • Studiañ dibarderioù ur gellig
  • Studiañ an darempredoù taksonomel etre daou spesad
  NODES
Note 1