Karl Gorath (bet ganet d'an 12 a viz Kerzu 1912 e Bad Zwischenahn, en Alamagn) eo anv un den heñvelrevel bet harzhet gant an Nazied e 1938 tamallet abalamour d'e revelezh ha kaset d'ar c'hampoù-bac'h e Neuengamme hag Auschwitz. Leusket e voe da vont kuit e 1945.

O studial evit dont da vezañ klañvdiour e oa Gorath pa voe bet flatret d'e 26 vloaz gant ur c'haredig deut da vezañ erezus ha barnet e oa bet hervez Mellad 175 hag a lakae an heñvelrevelezh da dorfed.

Abalamour d'e stummadur evel klañvdiour e voe bet kaset Gorath da labourat en ur c'hlañvdi evit prizonidi en un iskamp eus Neuengamme, met kaset e oa bet da Auschwitz pa nac'has reiñ nebeutoc'h a vara d'an dud klañv a orin polonat. Pa oa en Auschwitz e oa bet rediet da wiskañ an tric'horn ruz, arouez ar brizonidi bolitikel, hag hervezañ e-unan e oa a-drugarez da se, kentoc'h evit an tric'horn roz, ma n'en doa ket bet da c'houzañv ar gwalldaolioù resevet evit ar prizonidi heñvelrevel.

Adtapout a reas e frankiz e miz Genver 1945 da geñver dishualadenn Auschwitz.

Komz a vez eus Gorath ha pemp den all bet bac'het gant an Nazied abalamour d'o revelezh en ur film bet savet gant Jeffrey Friedman ha Rob Epstein, Paragraph 175 e anv.


Gwelet ivez

kemmañ


  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
  NODES
Note 1