Karl Theodor Bavaria

Karl Theodor Bavaria, pe Karl Theodor von Bayern (1724-1799), a oa Priñs-Dilenner Pfalz (evel Karl IV) ha Bavaria (evel Karl II).

Karl Theodor Bavaria

En 1741 e timezas da Elisabeth Auguste von der Pfalz-Sulzbach (1721-1794), merc'h-vihan ha pennhêrez an dilenner Karl III Philipp. Mervel a reas o mab ha bugel nemetañ en 1761. Bevañ a reas an daou bried pep hini en e du, ha besterd en doe an dilenner.

70 vloaz e oa pa varvas e wreg, met fellout a reas dezhañ addimeziñ rak krediñ a rae dezhañ e c'hallje kaout bugale, goude ma n'en doa ket bet eus e eured kentañ, peogwir en doa besterd a-hend-all.

Addimeziñ eta a reas en 1795, en desped da enebiezh ar wreg hag ar vamm-gaer, da Maria Leopoldine von Österreich-Este (1776–1848), a oa 52 vloaz yaouankoc'h egetañ. Nac'h a reas Maria kousket gant he fried, met ober a reas gant meur a hini all.

Mervel a reas da 75 bloaz.

Dimezioù

kemmañ

Div wech e timezas:

Besterd

kemmañ
 
Ar gontez Heydeck gant he fried-kleiz Karl Theodor hag o bugale.

En darempred en doe gant an aktourez c'hall Françoise Després-Verneuil († 1765), kontez Parkstein:

Eus e zarempred gant Maria Josefa Seyfert, Kontez von Heydeck (1748-1771) e voe bugale all:

  1. Caroline Josepha Philippina von Bretzenheim (27 a viz Genver 1768 - 27 a viz Ebrel 1786); dimeziñ a reas d'ar c'hont Maximilian Josef von Holnstein (20 a viz Mae 1760 - 1838) en 1784
  2. Karl August Friedrich Joseph, Kont Heydeck ha Reichsfürst Bretzenheim (24 a viz Kerzu 1769 - 27 a viz C'hwevrer 1823), Mestr Urzh Malta e Bavaria, a zimezas e miz Ebrel 1788, en Oettingen, da Maria Walburga von Oettingen-Spielberg (29 a viz Eost 1766 - 8 a viz Mae 1833),
  3. Eleonore Caroline Josephine von Bretzenheim (9 a viz Kerzu 1771 - 23 a viz Kerzu 1832); a zimezas e miz Du 1787 d'ar C'hont Wilhelm Karl zu Leiningen(5 a viz Gouhere 1737 - 26 a viz Genver 1809); dizimeziñ a rejont e 1801;
  4. Friederike Caroline Josephine von Bretzenheim (9 a viz Kerzu 1771 - 2 a viz Meurzh 1816), gevellez da Eleonore; abadez Lindau; a zimezas e 1796 d'ar c'hont Maximilian von Westerholt-Gysenberg (1772 - 19 a viz 1854) ;

Eus e zarempred gant Maria Christine Edle von Hauer (* 1734; † 1796):

Notennoù

kemmañ
  NODES
Done 1
eth 3