Korn
Korn e-pad un abadenn er Live on the Other Side tour e Milwaukee.

Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Nu metal, alternative metal
Bloavezhioù oberiant abaoe 1993
Label(ioù) Epic, Immortal, EMI, Virgin
Lec'hienn ofisiel https://kornofficial.com/

Izili Jonathan Davis
James "Munky" Shaffer
Reginald "Fieldy" Arvizu
Ray Luzier
Izili bet er strollad Brian "Head" Welch
David Silveria

Korn, pe KoЯn hervez o logo gant ur bennlizherenn R en tu-gin, a zo ur strollad neo-metal (pe nu-metal). Savet e 1992 e Baskersfield, e banlev Los Angeles, SUA. Ur strollad stummet gant al leurenn eo Korn, ha leun a abadennoù a reont a-raok bezan gwelet gant Ross Robinson hag a vo o froduktour kentan. Korn a embann ur bladenn gentañ, « Korn » e anv, e 1994. Buan e teu ar bladenn da vezan anavezet ha dont a ra Korn da vezan arouez strolladoù nevez metal gant Marilyn Manson hag an Deftones. Gant ur sonerezh (glauque) glas-dour ha pozioù nepell eus an neuroz eman Korn ur strollad (controverse) disputet-kenan. E miz C’hwevrer 2005, Brian « Head » Welch a guita ar strollad evit en em ouestlañ d’ar relijion gristen.

Stummadur

kemmañ

Head a zo gitarour kozh KoЯn. Erlerc’hiet e oe e 2005 gant Rob Patterson (gitarour kozh ar strollad Otep). Met hennezh ne son nemet e-pad an abadennoù, pa ra Munky e-unan war-dro ar gitarioù studio. Met ne ya ket Rob e plas Head war al leurenn, met chom a ra kuzhet a-drenv ha maskl ur c’honifl war e dremm.

A-raok Korn

kemmañ

Kroget en deus pep tra gant ur strollad anvet LAPD hag a oa bodet ennañ Munky, Fieldy, David ha Richard Morill (ha non pas Richard Morales evel eo faziet re alies) o kanañ. Seniñ a raent war leurennoù bihan tro-dro Los Angeles betek 1989, pa voe graet ur "single" kentan, Love And Peace, Dude (da lavaret eo LAPD, o taveiñ, dre fent, da Los Angeles Police Department) war al label Triplex records. E 1991 e embannjont o fladenn gentañ, Who's laughin' now ?. Met skarzhet e oe ar c’haner, dre ma seblante re « ispisial ». Kontet en deus Munky en deus e nac’has Morill da ganañ dre m’en doa Munky troc’het e vlev, ar pezh en doa torret ar « wave », hervez ar c’haner. Dre-se e ya d’ar strad LAPD. Diviz a reont neuze ar sonerien da gemer Brian « Head » Welch ganto evit krouiñ ar strollad Creep. Head ha Munky en em anavezent abaoe ar skolaj, met nac’het e oa bet gant LAPD kaout un eil gitarour. N’en doa labouret Head evito nemet er studio. Met ar strollad ‘zo bepred hep kaner. Jonathan Davis a zo o kanañ er strollad Sex art. Ne anavezomp nemet ur ganaouenn eus ar strollad-man, “Inside” e anv hag a vez kavet war un dastummadeg a zastumm strolladoù vihan a Baskerfield, cultivation '92. E-pad un abadenn eus ar strollad-man, e-lec’h e oa Munky ha Head o vont kuit pa voe klevet ganto mouezh Davis. « Chomet omp ar fri war ar gloued », hervez Munky. Kinniget e vez neuze da Jonathan d’ober un taol-esae gant ar strollad. Ket gwall entannet, a-du eo memestra Davis. Diviz a ra Creep da c’hoari Alive, ur sonerezh krouet ganto. « ha kroget en deus da ganañ war hor sonerezh » a lavar Munky. « Gouiet hon eus diouzhtu e oa an hini a glaskemp ». Erfin e chenchas anv ar strollad ha Jonathan Davis a voe kemeret e-barzh Korn. Gallout a reomp ouzhpenn en em anavezent Fieldy ha Jonathan, rak o zadoù a c’hoarie er memes strollad. Pa oant bugale, Fieldy a oa drouk a-walc’h gant Jonathan : « laer a rae din ma z/t-shirtoù » a zisklerias divezatoc’h ar c’haner. Gouzout a reomp ivez e oa Fieldy « bourev » Jonathan pa oant er skol asambles.

Pladennrolladur

kemmañ

Ur bloavezh goude LAPD, endalc’het e vez Jonathan Davis er strollad, diviz a reont ar sonerien chench anv ar strollad evit Ko?n ha sinan ar bladenn Korn da epic. Ar bladenn gentan-man, produet gant Ross Robinson (lezanvet ar 6vet den) a ginnig ur metal gant ur son pouner, ar pezh a zo skoazellet gant ur son izgitar 5-kordenn c’hoazh pouneroc’h ha pozioù du hag a zeskriv bugaleaj ar c’haner, evel ar ganaouenn Daddy (an daouzekvet kanaouenn) hag a gomz eus ar poan en deus gouzañvet Jonathan Davis pa n’eo ket bet kredet gant e dud p’en doa lâret dezho e oa bet gwallgaset en un doare reizhel. Lâret e vez eo ar bladenn-man a gasas giz an neo-metal er bloavezhioù 90, da skouer e implij an izgitar 5-kordenn (implijet gant Fieldy), pe c’hoazh ar gitar 7-kordenn (implijet gant Head ha Munky).

Life is peachy

kemmañ

E 1996 eo embannet eil pladenn Korn, produet, ur wech ouzhpenn gant Ross Robinson. Sonioù ar bladenn-se a zo mui-pe-vui ar memes-re ag reoù ar bladenn gentan, met gant pozioù c’hoazh duoc’h : Jonathan a gomz enno eus e vuhez en e destennoù a zeu da vezan muioc’h-muian heugus (gwallgaset en un doare reizhel pa oa bugel, lakaet a-gostez gant e c’hamaradoù-skol, digomprenet gant e zud…). Ur berzh gwir en deus bet ar bladenn-man, pergen blamm d’ar single a.d.i.d.a.s. Kanaouennoù evel « Good god » pe « Kill you » a zo deuet da vezan kanaouennoù mojennek evit faned ar strollad.

Follow the leader

kemmañ

E 1998 e vez embannet o zrede pladenn gant Korn. Produet e voe gant Steve Thompson, Toby Wright hag ar strollad : souezh a reont gant ur sonerezh du ha pounner, pozioù dour-glas ha sonioù hip-hop. Faned a-leizh a voe displijet gant kanaouennoù levezonet gant ar rap evel Children of Korn, All in the family pe c’hoazh Cameltosis. Ar c’hanaouennoù-se a zo o zri duoioù etre Korn hag, er memes urzh, Ice cube, Fred Durst (Limp bizkit) ha Tre (The phracyde). Ar strollad a grog neuze un droiad (hag a zeuio da vezan ur festival bloazhiek) : The family values tour, gant strolladoù o kemer perzh evel Limp bizkit, Orgy, Rammstein

Issues

kemmañ

Ar pevare bladenn-man, produet gant Brendan O'Brien, a voe embannet e 1999. Kavet e vez ennan un emdroadur e sonerezh Korn : ar c’hanaouennoù ‘zo hesonek kennan ha mesket gant endroioù pounner. Ur berzh mat a voe graet gant ar bladenn, met rannet eo ar faned gantan. Diviz a ra neuze ar strollad d’ober un ehan, blamm da skouer da gudennoù yec’hed David Silveria. Profit a ra Fieldy evit enrollan e bladenn solo kentan, Fieldy's dream. E-pad an amzer-se e labour Jonathan war sonerezh ar film Queen of the damned gant Richard Gibbs.

Untouchables

kemmañ

Pempvet pladenn ar strollad, produet gant Michael Beinhorn, a zo bet enrollet gant ar memes spered eget hini Issues, met gant un aergelc’h a zo bet labouret gwelloc’h. Embannet e 2002, Ko?n a zistro goude tri vloavezh. Ar bladenn-mañ a ranno c’hoazh muioc’h ar faned, blamm d’ar fed eo kalz hesonekoc’h ar bladenn-man eget ar bladennoù kentañ.

Take a look in the mirror

kemmañ

Un distro war o mennozhioù e seblant ar strollad bezan graet gant ar bladenn-man embannet e 2003, hag a ginnig ur sonerezh feuls-kennan, hep an efedoù implijet war Issues pe war Untouchables. An duo etre ar rapour Nas ha Jonathan war ar ganaouenn Play me a zo marteze kanaouenn wellañ ar bladenn. Unan eus pladenn feulsoc’h ar strollad, met ivez unan eus an nebeutan labouret, ar strollad en deus disklêriet n’en deus ket graet leun a strivoù e-pad an enrolladenn. Memestra, kanaouennoù evel Right now, Break some off pe c’hoazh Y'all want a single a ziskouez mat n’en deus ket Ko?n kollet e nerzh abaoe Issues. Produet eo bet ar bladenn-man gant ar strollad e-unan dre ma ne ouient ket gant piv e c’hellent labourat, met ivez ha dreist-holl peogwir o doa c’hoant bezan o-unan e penn an traoù.

Greatest hits vol. 1

kemmañ

Evit echuiñ gant o c’hevrad 7 pladenn gant epic, Ko?n a embann e zastummadeg kentan e 2004, hag a ouzhpenn enni 2 ganaouenn nevez, Word up et Another brick in the wall er memes spered hag evit ar bladenn diwezhañ, met o mank a nerzh hervez tud’zo. Ar ganaouenn kentan a zo un adkemeradenn eus ar strollad amerikan Cameo, pa vez an eil un adkemeradenn eus ar strollad Pink Floyd. Hennezh a blijo kalz d’ar faned, rak kanet eo 3 lodenn ar ganaouenn gant Ko?n, (an trede lodenn a zo an hini anavezetañ).

See you on the other side

kemmañ

D’ar 6 a viz Kerzu e vez embannet pladenn diwezhañ Korn : ur wech ouzhpenn e vez souezhet an holl gant ar bladenn-se a ginnig sonioù e spered Untouchables, gant hensonioù hag un aergelc’h labouret-kenañ, See you on the other side a lak memestra da sonjal er sonerezh indezat kentoc’h eget en heavy, hag a oa stil pennañ Untouchables. E-pad an enrolladenn, kuitaat a ra Head ar strollad, blamm en deus kavet hervezan ar feiz e Doue. Adalek an deiz-man, laosk a reas ar strollad a-gostez evit en em rein penn-da-benn d’e gredenn. Div ganaouenn a voe c’hoariet e „a-raok-kentan“ (euh... nan?) e-kerzh an troiad european en hanv 2005 : Twisted transistor, single kentan ar bladenn, hag Hypocrites, ur ganaouenn a gomz eus an Iliz, ar pezh a dalv n’eo ket c’hoazh echu an istor gant Head. Ar ganaouenn Twisted transistor, single kentan, a zo bet anavezet dre e c’hlip, e-lec’h e vez o mignoned x-zibit, lil'jon, David Banner ha snoop dog o zrevezan anezho. Ar ganaouenn Coming undone a zo bet dibabet da vezan eil single ar bladenn.

Videoioù ha DVDoù

kemmañ
  • Who then now? : Video ofisiel kentan Ko?n, kavet e vez enni atersadennoù, filmadennoù risklerez ha 4 klip.
  • Deuce : Un DVD, holl klipoù Ko?n betek ar bladenn Issues ennan, ha sekansoù diwar-benn buhez ar strollad er studio, e zroiad… ouzhpenn da se e vez kavet en DVD-man « Who then now? », hag a oa dijà bet embannet e VHS.
  • Ko?n live at hammerstein, N.Y.C. : Kentan DVD live ar strollad. Enrollet eo bet an DVD e-pad abadenn-lans ar pempvet bladenn, Untouchables. Tremenet e voe an abadenn er memes amzer e salioù sinema er bed a-bezh, ar pezh a zo ur pezh teknologel nevez-flamm !

Istoriouigoù vihan

kemmañ
  • Anv ar strollad a voe kavet gant Jonathan Davis. Gantan e vez displeget orin an anv-man en DVD Deuce. Da mare krouadur ar strollad, kontet e oa un istor iskiz hag un tamm dislonkus : e-pad ur fest, bez e oa daou zen heñvelreviad oc’h en em pokañ. A-greiz-holl, unan eus an daou a grogas da lipat revr an hini all. Kemeret gant un droug-bouzelloù, hennezh a gac’has e-barzh genoù e vignon. Ar paour-kaezh, o klask en em dizober, en defe adkavet ur greunenn maiz (corn e saozneg) en e gennoù. Heuget gant an trouzioù-trepasoù-man, kinnig a reas Jonathan anv Ko?n (corn skrivet evel e skrivfe ur bugel). Asantet e voe gant ar re all. Menoz an ? a zo deuet pa oa Jonathan o skrivan ul logo : skriv a reas an R gant an dorn kleiz, ha skrivet e voe an R en tu fall hep ober espres-kaer.
  • Head a vez lezanvet e-giz-se blamm da ment e benn, hag a zo bras kennan hervez ar sonerien all.
  • Jonathan Davis a zo lezanvet « HIV » abaoe ar skolaj, e-lec’h ne oa ket karet e look new-wave. E moanded hag e neuz un tamm lallig (a-wechoù e lake eye-liner) en deus roet dezhan al lezanv-man rak an holl a grede en doa ar SIDA. Tatouet en deus al lizherennoù H-I-V war e vrec’h kleiz.
  • Abaoe eo aet kuit Head, Munky a gav gwelloc’h ne vefe ket ar gitarour nevez war al leurenn e plas Head. E-pad an abadenn, ar ganaouennoù o deus ezhomm a div gitar an aliesan, neuze e c’hoari Rob Patterson a-drenv an amplaerioù. Ret eo gouzout eo aet Patterson un tamm en a-raok war al leurenn e-pad an droiadoù diwezhan, met n’eo ket e plas Head, ha dougen a ra maskl ur c’honifl ( !).
  • Munky a zo lezanvet e mod-se blamm da bizied e zreid hag en em zistok en un doare direizh, evel ur marmouz (monkey pe munky e saozneg)


Liammoù diavaez

kemmañ
Korn
Jonathan DavisJames "Munky" ShafferReginald "Fieldy" ArvizuDavid Silveria
Skoazellerien ha Backing Band : Clint LoweryZac BairdKalen ChaseMichael JochumTerry Bozzio (nepell er strollad) • Rob Patterson (nepell er strollad) • Joey Jordison
Izili kozh : Brian "Head" Welch
Pladennroll Korn
Pladennoù hag Ep-où Neidermeyer's MindKornLife Is PeachyFollow the LeaderIssuesUntouchablesTake a Look in the MirrorGreatest Hits, Volume 1See You on the Other SideLive and RareMTV Unplugged: Korn(eizhvet pladenn, dizanv)
Single-où BlindShoots and LaddersClownNeed ToNo Place To HideA.D.I.D.A.S.Good GodAll in the FamilyGot the LifeFreak on a LeashChildren of the KornB.B.K.Falling Away from MeMake Me BadSomebody SomeoneHere to StayThoughtlessAlone I BreakDid My TimeRight NowY'All Want a SingleEverything I've KnownWord Up!Another Brick in the WallTwisted TransistorComing Undone PoliticsFreak on a Leash feat. Amy Lee
Videorolladur Who Then Now?Family Values Tour '98 DVDDeuceKorn LiveLive on the Other SideFamily Values Tour 2006 DVD
Related content
Family Values TourKorn's Groovy Pirate Ghost MysteryKorn (awards hag anvidigezhioù)
Rummadoù: Kornpladennoù Kornkanaouennoù Korn
  NODES
Done 3
see 4