Langaj chon
Al Langaj-Chon eo luc’haj kemenerien Pont-'n-Abad, lakaet eo bet dre-skrid gant Youenn Drezen dreist-holl. Ul luc’haj ne c’hall ket bezañ ur yezh penn-da-benn mes ur strollad gerioù pe un doare da brezeg ouzhpennet d'ar Brezhoneg evit na vezañ komprenet gant tud-all. Setu perak al luc’hajoù a chom stag ouzh ur vicher pe ouzh ul lec’h bennak.
Un teñsor pinvidik eo anezhañ evit reiñ ul liv d'ar skridoù el lennegezh. Setu, da skouer, ur pennadig skrivet gant Youenn Drezen en e oberenn Itron Varia Garmez :
— E Pont-'n-Abad ned eont ket kaer, 've'. Me ' glev ur bern tud o klemm.
— Marteze ! Nemet e ti ar vamm e vo atav un tamm « melleg » evit ar « mabig choj ». Neuze - ha mousc’hoarzhin a reas.
— C’hoant am oa da frotañ hec’h askell dezhi...
— Mari Andro ? War ar c’hae e tle bezañ.
— 'N em c’hal ket. Bet on dija o « charinkañ ur fistolenn » e ostaleri he « re jarl ». Ken na vo roet din ar forc’h...
— Te ' lavar traoù, te. Ha perak ?
— Te ' welo !... Met, ha te, « frai kouz », petra ' teuez da vevañ ?
Un nebeud gerioù Langaj-Chon
kemmañA | |
Anoued Aotrou Argant Archer |
Frêlom Truchon Segal Kriben |
B | |
Banne Bara Bezañ chalet Breur Bugale |
Fistolodenn Melleg Ober poi Frei Chojiked |
C’H | |
C’hoar C’hoarzhin |
Freiez Skrognal |
D | |
Debriñ Dister |
Tagañ Rinik |
E | |
Evañ | Charinkañ |
F | |
Fall Filipig Fouzhañ |
Blech Pistolodenn Tennañ ur flupad |
G | |
Gast Genaoueg Gwele Gwin ruz |
Voazenn-lak Goi Flut Gwad-an-hoc’h |
K | |
Kac’hat Kaoc’h Keneil Koan Koant |
Kouzimatiñ Kouzi Frei Tag-teon Lov |
L | |
Lagad Lonker |
Lukenn Charinker |
M | |
Maen Maouez Me Merenn Mervel Mezv Mezvier Mont da zebriñ Mont kuit |
Kailh Voazenn Ar chon Tag-daouzek Perianiñ Kech Kecher Mont d'an tag Mont e chil |
N | |
Netra Noz |
Rinik Teon |
P | |
Paotr Paotr bihan Pikez Plac’h Pred |
Truchon Mabig choj Mopenn Gwa Tag |
R | |
Revr Riv |
Dikulez Frêlom |
S | |
Sell ! Staotat Stlipoù |
Degoch ! Pistolodiñ Sotrailhoù |
T | |
Taol (skoet) Tud |
Flupad Truchoned |
V | |
Vioù | Sotrailhoù Mari-Grâg |