Lennart Meri

skrivagner ha politikour eus Estonia

Lennart Georg Meri (distaget [ˈlenˑɑrt ˈgeorg ˈmeri] en estoneg ; 28 a viz Meurzh 1929 - 14 a viz Meurzh 2006) a oa ur skrivagner, troer, filmaozer ha den-ha-stad eus Estonia. Ur roll a bouez en devoe evit adsevel Estonia dizalc'h er bloavezhioù 1980. Brudet eo evit bezañ bet ministr an Aferioù estren etre 1990 ha 1992 ha prezidant ar republik e-pad 9 bloavezh betek 2001.

Lennart Meri e 1988.

Biografiezh

kemmañ

Yaouankiz ha studioù

kemmañ

Un afer familh eo ar politikerezh er familh Meri, rak Georg Meri, tad Lennart, a voe diplomat evit republik yaouank Estonia etre an daou vrezel bed. Kreskiñ a reas neuze e vugale etre Berlin, Londrez ha Pariz. Met e 1940, pa voe lakaet e plas ur republik sokialour soviedel en e vammvro, e voe kaset Georg e-barzh ur c'hamp labour e Moskou hag e voe kaset ar familh Meri da Siberia.

En em adkavout a reas ar familh en un Estonia soviedel ha sokialour pa voe achu ar brezel e 1946.

7 vloaz goude, e 1953, e voe tapet gant an estonian un doktorelezh istor ha yezhoù e skol-veur Tartu (Estonia). Ar pezh a servijas dezhañ da sevel ur bern teulfilmoù (sellout ouzh ar pennad diwar-benn e oberennoù)

Ouzhpenn da se e komz aes Lennart 6 yezh disheñvel (Estoneg, Finneg, Alamaneg, Galleg, Saozneg ha Rusianeg)[1]

Red-labour micherel

kemmañ

Un skrivagner hag ur sevener teulfilmoù oa Lennart. Gantañ 'oa bet beajet kalz met etre e veajoù e oa bet ar skrivagner e reter pell Rusia (Ledenez Kamtchatka) er bloavezhioù 60 ha 70. Renablet 'oa bet gantañ el levrioù "Tulemägean Maale" pe "To the Land of Fiery Mountains" e saozneg ha "Virmaliste Varaval" pe "At the Gate of the Northern Lights"

Marteze he brudetañ levr, "Höbevalge" (Silver White, 1976) a zo un arnodskrid martezeus diwar-benn istor ha skiant, gant un tamm eus e ijin. Ennañ e kont istor e vammvro ha tro ar mor Baltek dre dielfennañ gwirionez an "Ulltima thule" (an douar pellañ en Hanternoz a veze lâret da 6 bloaz veaj eus Bro-Saoz).

 
delwenn Lennart Meri e aerborzh Talinn

Labouret en deus ivez evel dramaour etre 1953 ha 1955 e c'hoariva Vanemuine e Tartu hag evel sevener abadennoù evit ar skingomz Estonian betek 1961.

Red-labour politikel

kemmañ

E 1988 en deus krouet ensavadur Estonia da vroudañ ha gwareziñ ar sevenadur Estonian. Ouzhpenn en deus gouestlet e vuhez da vrudañ bro e gavell en Europa ha krouiñ ur plas da vro ar gwennili en unvaniezh . Goude dizalc'hidigezh Estonia e oa bet kannad e bro Finland e 1992.

Ministr an aferioù estren

kemmañ

Pa voe dalc’het an dilennadegoù kentañ er vro e voe anvet Ministr an Aferioù estren gant Arnold Rüütel (etre 1990 ha 1992).

Prezidant republik Estonia

kemmañ

En em ginnig a reas neuze goude ar red-labour politikel-se dindan sikour an Isamaa (unaniezh ar vammvro) ur strollad politikel a labour da wareziñ ar sevenadur Estonian. 'Blam ma ne voe roet ar muiañniver absolut da hini ebet eus an dud war ar renk e voe choazet piv a oa da vezañ prezidant gant ar Parlamant. Gant ur muiañniver a strolladoù oc’h heuliañ an Isamaa e voe dilennet Lennart Meri d'ar 6 a viz Here 1992. Daoust m’eo ur garg a enor kentoc’h e kemer perzh Lennart e politikerezh ar Stad.

E 1994 e voe sinet gantañ un emglev gant Boris Eltsine evit ma kuitafe arme Rusia ar vro.

E 1996 e voe dilennet anezhañ evit 5 bloaz ouzhpenn gant ur c'holaj dilenn ennañ kannaded ha keodedourien.

’Blam d'ar vonreizh ne c'hellas ket bezañ dilennet adarre.

Buhez prevez

kemmañ

Euredet 'oa bet div wech, e wreg kentañ, Helle Meri (ganet e 1949) a zo aet kuit da vro gKanada hag e eil hini, Regina Meri (1932-2020) a oa komedianez e c'hoariva broadel Estonia.

Tri bugel en deus bet, ha 5 bugel-bihan.

 
Ar prezidant Estonian 1992-2001. E Osnabrück e 1998 e kerzh miz Here, Bro Alamagn.

Dilennet eo bet European ar bloaz e 1998 gant ar gazetenn c'hall "La Vie".[1]

Oberennoù

kemmañ

Levrioù troet pe skrivet gantañ

kemmañ

1959 "Kobraan ja karakurtian jälgeans" (Levr beaj e Azia kreiz)

1961 "Laevapoisid rohelisel ookeanil" (Levr beaj e Siberia)

1964 "Tulemägean maale" (Levr beaj e Kamtchatka)

1974 "Virmaliste väraval" (At the Gate of Northern Light)

1976 "Höbevalge" (Silverwhite)

1977 "Lahenevad rannad" (Nearing Shores)

1984 "Höbevalgem"

1995 "Tulen maasta"

1996 "Presianndköned" (komzoù Prezidantelez)

2000 "Tacituse tahtel"

2001 "Riigimured"

2007 "Poliitiline testament"

Levrioù troet gantañ

kemmañ

Graham Greene - Our Man in Havanna[2]

 
Graffiti diwar benn Lennart Meri e Tartu (Estonia)

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Universalis, MERI LENNART (1929-2006) [en ligne] e Encyclopædia Universalis (lennet d'ar 24 a viz mae 2024)
  2. wikipedia, Lennart Meri, lennet d'ar 24 a viz mae 2024
  NODES
Chat 2
Done 1