Maria Prat

(Adkaset eus Maria Prad)

Maria Prat (Bulien 14 a viz Eost 1906 - Lannuon 24 a viz Mae 2006) zo ur skrivagnerez vrezhonek brudet dreist-holl evit he fezhioù-c'hoari fentus. E penn Strollad Beilhadegoù Treger eo bet e-pad pell, ha savet he deus pezhioù-c'hoari ha kontadennoù a-leizh evit bezañ c'hoariet war al leurenn. Bevet he deus e-pad pell e traoñ skalieroù Brelevenez hag unan eus an Tregeriadezed diwezhañ e koef eo bet. Krog e oa da skrivañ er gelaouenn Breiz renet gant Dir-na-Dor, ha sinañ a rae "Plac'h an ti all".

E traoñ skalieroù Brelevenez eo bet Maria Prat o chom e-pad bloavezhioù hir.

Roet eo he anv d'ur blasenn, e traoñ skalieroù Brelevenez (lec'h ma oa o chom), gant Ti-kêr Lannuon, abaoe ar sadorn 24 a viz Meurzh 2018.

Oberennoù

kemmañ

E brezhoneg

kemmañ

C'hoariva

kemmañ

Kontadennoù

kemmañ
  • Gwele Kolaig / Kant vloaz ma mamm-gaer / Ar homis agrikol : Eur gontadenn, Brud Nevez, 1980, ASIN: B0014KWZUS
  • Eun toullad kontadennou, Ar Skol Vrezoneg, 1988, (ISBN 978-2-906373-02-0)

E galleg

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Barzhonegou Maria Prat

https://web.archive.org/web/20200804023255/http://bibliotheque.idbe-bzh.org/document.php?id=barzonegou-maria-prat-8473&l=fr

  NODES
Note 1
os 2
web 2