Marie-Louise O'Murphy

Marie-Louise O'Murphy de Boisfaily, a oa pried da Beaufranchet d'Ayat, a veze graet Mademoiselle de Morphyse (pe la belle Morphyse) anezhi, a oa ganet e Rouen d'an 21 a viz Here 1737 ha marvet e Pariz d'an 11 a viz Kerzu 1814. Merc'h e oa da Daniel O’Murphy de Boisfaily, ofisour roue Bro-C'hall, a orin iwerzhonat.

Mademoiselle O'Murphy livet gant François Boucher

Da 14 vloaz, e 1752, e voe kinniget gant markizez Pompadour d'ar roue gall Loeiz XV, ha dont a reas da vout serc'h ar roue, troet gant kig fresk.

Gant François Boucher e voe kemeret da batrom evit un daolenn pebret mat. Kenemglev a oa un tamm bennak etre François ha Morphyse. Ur verc'h he doe gant ar roue, Agathe Louise de Saint-Antoine de Saint-André (1754-1774) a zimezas, en 1773, da René-Jean-Mans de La Tour du Pin, Markiz de la Charce, (1750-1781).

En 1755, e fellas d'ar roue trugarekaat ar plac'h eus he servijoù ha plijout d'an Iliz katolik. Dimeziñ a reas e serc'h Marie-Louise O'Murphy da Jacques de Beaufranchet en 1755. Ur mab o doe, Louis Charles Antoine de Beaufranchet, ofisour en amzer an Dispac'h hag e brezel Vande.

E 1759 e timezas da François Nicolas Le Normant hag e 1798 da Louis-Philippe Dumont, tregont vloaz yaouankoc'h eviti, dileuriad Calvados er Convention,: dizimezet e vint a-raok fin ar bloaz.

Casanova en devije graet al lez da Marie-Louise O'Murphy, ha skrivañ a ra-eñ en e levr Mémoires :

« L’habile artiste avait dessiné ses jambes et ses cuisses de façon que l’œil ne pouvait pas désirer de voir davantage. J’y ai fait écrire dessous : O-Morphi, mot qui n’est pas homérique, mais qui n’est pas moins grec. Il signifie Belle. »


Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Taolennoù

kemmañ
  NODES
Note 1