Marsel Klerg

skrivagner brezhonek
Marsel Klerg
Marsel Klerg
Klerg e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien e 1965
Anv pluenn Klerg
Marsel Klerg
Klerg Llydaw
Kloareg ar Menez
Obererezh Saver skridoù a feiz, troer, yezhoniour, dastumer
Ganedigezh D'an 12 a viz Du 1912
e Plezeved, Breizh
Marv D'an 28 a viz Gouere 1984
e Bear, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg

Marsel Klerg (1912-1984), pe Marcel Le Clerc hervez e anv ofisiel, a oa ur beleg katolik, un emsaver hag ur skrivagner brezhonek. Anavezet eo ivez gant an anv Klerg hepken, ha gant ar stumm diwezhañ-mañ eo e rae-eñ peurvuiañ en eil lodenn eus e vuhez. Un den desket-bras war ar relijion e oa, war al lennegezh ha war meur a yezh (evel ar galleg, gallaoueg, latin, gresianeg, okitaneg, kembraeg...). Un arbennigour war ar brezhoneg e oa deuet da vezañ, dreist-holl war brezhoneg Treger a ouie eus an dibab. Lakaet en deus barzhaz Aneirin ha barzhaz Llywarch Hen e brezhoneg.

Ganet e oa bet e Plezeved (Plouvael gantañ) d'an 12 a viz Du 1912. Skoliataet eo bet e Sant Charlez, Sant-Brieg, a-raok mont da gloerdi bras ar gêr-se. Beleget e voe e 1936. Desket en deus komz brezhoneg gant ar person Pêr-Mari Lec'hvien, pa oa kure e Kemper-Gwezhenneg, ha gant tud Ploubêr, e-lec'h ma oa kure e 1942. Goude marv kriz e berson kozh, drouklazhet gant ar Rezistanted e 1944, e stagas Klerg da stourm evit difenn ar brezhoneg. Bet eo kadoriad kentañ Kuzul ar Brezhoneg (1959-1964).

Bet eo Klerg rener ar gelaouenn vrezhonek Barr-Heol war Feiz ha Breizh a oa embannet neuze e Ploubêr, e-kichen Lannuon. E Bulien ez eo bet embannet ar gelaouenn-se etre 1953 ha 1978, dre ma oa bet anvet Klerg eno. Da gentañ e oa ar gelaouenn-se Bleuñ-Brug Aodoù-an-Hanternoz. Daoust d'he anv ne oa ket ur gelaouenn relijiel da vat, met ur seurt magazin gant ur spered breton ha katolik kentoc'h, bet kemeret banniel 'Feiz ha Breizh' ganti da heul e zisparti diouzh ar Bleun-Brug. E-pad pell eo bet an aotrou Armañs ar C'halvez skoazeller brasañ Marsel Klerg evit embann Barr-Heol.

Prezidant kentañ Kuzul ar Brezhoneg eo bet, da enebiñ ouzh savedigezh an doare-skrivañ anvet "skolveurieg" pe "Falc'huneg" e 1953.

Bet eo Klerg ivez an hini en deus lakaet Añjela Duval da skrivañ. Bez' en doa kalz a zoujañs eviti.

Labouret en deus kalz evit ar brezhoneg, a-benn kas e erv war-raok, abalamour ma kave dezhañ e oa dipitus stad ar Vretoned d'ar c'houlz-se. Fellout a rae dezhañ digeriñ stalioù ha reiñ labour d’ar Vretoned, digeriñ skolioù e brezhoneg evit ar vugale, lakaat ar pennoù da grouiñ ur vuhez vrezhon vodern.

Dastumet en deus marvailhoù brezhonek e Ploubêr, digant Eujen Brigant da skouer, er C'houerc'had hag e Bulien.

Graet en deus kalz war-dro skridoù relijiel. Troidigezhioù relijiel e-leizh en deus kaset, moulet en deus levrioù liderezh, evel Pediñ an amzer a-vremañ, embannet gant an aotrou Job Lec'hvien, person Kergrist-Moeloù ha rener an Tour-tan.

Marvet eo e Bear d'an 28 a viz Gouere 1984. Interet eo e Bulien.

Oberennoù

kemmañ

Troidigezhioù

kemmañ

- diwar gresianeg ar Bibl

Labouret en deus kalz evit reiñ d'e genvreudeur peadra d'ober o lidoù hag o fedennoù e brezhoneg.da heul Vatikan II.

E skipailh "Ar Bibl Santel" edo, Prientet en deus testennoù e-leizh renet gant Maodez Glanndour, na rae nemet o c'hempenn, o c'hinklañ evel ar barzh ma oa, ar pezh a ro da soñjal e ouie Klerg gwelloc'h gresianeg eget Maodez Glanndour.

  • Ar bibl santel, 1954
  • Ar bibl santel : Habakouk, 1955
  • Aviel sant Mark, Emb. Barr-Heol, 1959
  • Sulioù ar C'horaiz ha Sul Fask, Emb. Barr-Heol, 1961
  • Aviel santel hervez Lukaz, Emb. Barr-Heol, 1964
  • Al: Lizher da Filemon, 1964
  • Traoù diembann ivez, evel 2 Makabeed...

Diwar ar gresianeg eo bet troet gantañ testennoù ar Bibl a gaver en oberennoù-mañ war al liderezh da heul Vatikan II :

  • Ofisoù ar C'horaiz hag ar Basion, Emb. Barr-Heol, 1965
  • Ofisoù ar Pantekost ha gouelioù ar sent, Emb. Barr-Heol, 1965
  • Leksional bloavezh B niv. 1 Sulioù ar C'horaiz ha sul Fask B.H. 1970
  • Leksional bloavezh B niv. 2 Sulioù Pask, Sulioù ordinal ha gouelioù-berz B.H. 1970
  • Leksional bloavezh C sulioù ha gouelioù Barr-Heol 1970
  • Levr-oferenn evit an Azvent, amzer an Nedeleg hag an Epifaniezh B.H. 1971 (oferennoù war ar pemdez)
  • Leksional bloavezh A sulioù ha gouelioù B.H. Du 1971
  • Leksional bloavezh B niv. 3 Sulioù an Azvent ha. nav sul kentañ ordinal B.H. 1972
  • Lennadennoù pemdeziek an Oferenn - Ordo lectionum missae : 8 levrenn Barr-Heol Kerzu 1971 - Mezheven 1973.
  • Levr-oferenn evit gouelioù ar sent B.H. 1973

- diwar latin an Iliz :

  • Geriadurig latin-brezhoneg al liderezh in Levr-oferenn evit gouelioù ar sent B.H. 1973
  • sellout uheloc'h an oberennoù evit liderezh Vatikan II bet troet gantañ diwar al latin er-maez eus ar Skritur Sakr : orezonoù hag all...
  • Ritual ar briedelezh, Emb. Barr-Heol
  • Badeziant ar vugale, Emb. Barr-Heol
  • Lidoù ar goñfirmasion, Emb. Barr-Heol

- diwar latin 'klasek' an Tadoù eus an Iliz :

  • Lennadurioù kristen. I. Azvent. Imbourc'h
  • (Lennadurioù kristen. II Koraiz zo bet dianket : adtroet eo bet gant Job Lec'hvien)
  • Lennadurioù kristen. III. Amzer Fask. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. IV. Amzer ordinal A. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. V. Amzer ordinal B. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VI. Amzer ordinal C. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VII. Amzer ordinal D. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. VIII. Gouelioù ar Sent. Genver-Ebrel. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. IX. Gouelioù ar Sent. Mae-Mezheven. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. X. Gouelioù ar Sent. Gouere-Eost. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. XI. Gouelioù ar Sent. Gwengolo-Here. Imbourc'h
  • Lennadurioù kristen. XII. Gouelioù ar Sent. Du-Kerzu. Imbourc'h

E oberenn Lennadurioù kristen zo bet kendalc'het ha skridaozet gant Paol Kalvez. Mont a ra d'ober an darn pennañ eus 'Ofis al lennadennoù' e Brevial Vatikan II.

Evit gwir e oa gouiziek-bras war latin klasek an Tadoù eus an Iliz. Burutellet en deus an droidigezh c'hallek anezho ken pizh m'eo bet berzete skrid gant eskobiezh Sant-Brieg.

-diwar ar galleg:

  • Seurez Kerwenan (Dom Duchauchix), Barr-Heol, 1962

-diwar an hengembraeg:

-diwar ar saozneg:

Yezhoniezh

kemmañ
  • Notennoù Klerg da c'heriadur Vallée, Hor Yezh niv. 209, 1997
  • Notennoù yezh Klerg e-barzh Barr-Heol, Hor Yezh, niv. 239 ha 240, 2004
  • Krennlavarioù dastumet gant Klerg, Hor Yezh, niv. 247, 2006.

Istor ha gouiziegezh

kemmañ

Dastumadoù pennadoù, danevelloù ha kontadennoù

kemmañ

Pennadoù

kemmañ

Roll ar pennadoù bet skrivet gantañ el Liamm: En "enklaskoù eeun" Dibab "skrivagner" + Klerg

  NODES
Note 3