En 861 e voe krouet daou varz e Neustria gant Karl Voal , evit difenn ar vro diouzh ar Vrezhoned hag ar Vikinged. E penn pep marz e oa ur markgraf, pe markiz. Diwar vremañ e vo anv eus marz Breizh ha marz Normandi, goude ma ne veze ket roet an anvioù-se en amzer-se, pa ne veze anv nemet eus marz Neustria, ha pa ne oa ket a Normandi c'hoazh. An daou varkiz (an daou jeneral o tiwall ar marzioù) a genlaboure a-wechoù, ha netra ne vire oute a vrezeliñ ouzh an eil enebour pe egile.

E Roperzh Teurgn e voe fiziet marz Breizh en 861, hag en Adalard ar Senechal hini Normandi, a-gevret gant e gerent Udo Neustria ha Berengar, mibien ar c'hont Gebhard.

Marzh Breizh

kemmañ

Gant Franked ar VIIvet hag VIIIvet kantved e oa bet savet marz Breizh. E Le Mans e oa diazezet, hag anvet e oa ducatus Cenomannicus pe Dugelezh Maine. Pegen bras e oa da vat, n'ouzer ket, ha ne seblant ket tennañ tamm ebet da hini ar c'hantvedoù diwezhatoc'h. Unan eus ar varkgrafed brudet a oa anvet Roland, an hini a varvas e Roncesvalles e 778, a voe mojennoù diwar e benn, ha savet dezhañ ar Chanson de Roland, pe Meurgan Roland.

E Roperzh Teurgn da gentañ e voe fiziet adsevel ar marz da ziwall diouzh ar Vrezhoned. Met lazhet e voe e 866, o stourm ouzh ar Vikinged, pezh a ziskouez ne oant ket gwall nec'het gant harzoù na marzoù, hag e kenlaboure an daou varkiz. War-lerc'h Roperzh e voe anvet Huon an Abad, kar da wreg Roperzh.

Konted ar Maine avat a enebe ouzh ar varkized hag a zalc'has war an impalaer Karl Voal kement ha ken bihan ma tennas marz Normandi digant Adalard hag e gerentiad evit e fiziout e konted ar Maine, ha ganto e chomas betek 885.

En 884 eo Karl III a zeuas da vout roue Frankia, hag envel a reas Henri, un uhelad eus Germania, evel markiz evit Marz Normandi, hogen lazhet e voe daou vloaz goude, e 886, er memes bloaz ha Huon an Abad. Neuze e voe anvet Odo Pariz e penn Marz Breizh ha Berengar II Neustria e penn hini Normandi. En 911, gant feuremglev Saint-Clair-sur-Epte e voe roet da Rollon kontelezh Rouen a gresko da vezañ dugelezh Normandi. Kendeuzet e vo neuze ar "marz norman", deuet da vezañ diezhomm, gant ar marz all, hag eus Roperzh Iañ Bro-C'hall e vo graet demarchus a-wechoù, da lavarout eo mestr an daou varz.

Listenn markized Neustria

kemmañ
Ar marz enep an Normaned Ar marz enep ar Vrezhoned
Marquis des deux marches

Levrlennadur

kemmañ
  NODES
Note 1